{"id":138123,"date":"2024-02-22T16:31:39","date_gmt":"2024-02-22T15:31:39","guid":{"rendered":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/?p=138123"},"modified":"2024-04-11T16:42:22","modified_gmt":"2024-04-11T14:42:22","slug":"ar-brezhoneg-hag-ar-gallaoueg-div-yezh-rannvro-e-touez-ur-bern-re-all-en-europa","status":"publish","type":"post","link":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/ar-brezhoneg-hag-ar-gallaoueg-div-yezh-rannvro-e-touez-ur-bern-re-all-en-europa\/","title":{"rendered":"Ar brezhoneg hag ar gallaoueg, div yezh rannvro e-touez ur bern re all en Europa"},"content":{"rendered":"

\n En Europa ez eus 450 milion a dud hag a ra gant 24 yezh ofisiel ha gant kalz a yezho\u00f9 hag a reer yezho\u00f9 bihanniver pe rannvro anezho. Gwarezet e vez ar re ziwezha\u00f1-se ouzhpenn 30 vloaz zo gant ur garta ha n\u2019eo ket bet peurwiriekaet gant Fra\u00f1s gwech ebet. Met gallout a rafe an trao\u00f9 che\u00f1ch\u2026 \r\n\r\n\r\n<\/p>\n\n\n

\"\"
Thomas Crabot. E Breizh e c\u2019haller deski\u00f1 douaroniezh Europa e brezhoneg.<\/figcaption><\/figure>\n\n\n\n

> Quizz : People, tradition, langues et folklore\u2026 Testez vos connaissances sur l\u2019Europe !<\/a><\/strong><\/p>\n\n\n\n

\u00ab Yezh Europa eo an trei\u00f1 \u00bb<\/em><\/strong>, en doa lavaret Umberto Eco. Re wir eo bepred : daoust ma vez komzet globish<\/em> e pep lec\u2019h e vez implijet gant an ensavadurio\u00f9 europat miliado\u00f9 a jubennourien, hag a dro kantado\u00f9 a brezegenno\u00f9.<\/p>\n\n\n\n

Gant o labour e c\u2019hall ar geodedourien ober gant an holl deulio\u00f9 troet er 24 \u00ab yezh ofisiel \u00bb a zo anezho en UE<\/strong>, saozneg hag all c\u2019hoazh peogwir e vez komzet en Iwerzhon hag e Malta.<\/a><\/p>\n\n\n

\n
\n
\n
\n
\n