{"id":109172,"date":"2022-11-25T14:12:46","date_gmt":"2022-11-25T13:12:46","guid":{"rendered":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/?p=109172"},"modified":"2024-06-26T10:23:50","modified_gmt":"2024-06-26T08:23:50","slug":"implij-ar-pevar-stajiad-man-o-deus-bet-pep-a-stummadur-archantaouet-gant-ar-rannvro","status":"publish","type":"post","link":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/implij-ar-pevar-stajiad-man-o-deus-bet-pep-a-stummadur-archantaouet-gant-ar-rannvro\/","title":{"rendered":"Implij : ar pevar stajiad-ma\u00f1 o deus bet pep a stummadur arc\u2019hantaouet gant ar Rannvro"},"content":{"rendered":"<p class=\"chapo\">\n    Florent, M\u00e9lanie, Nicolas hag Ariane o deus bet pep a stummadur perzhekaat dre ar stignad Qualif Emploi. Hiziv an deiz o deus che\u00f1chet micher, pe emaint war-nes ober, deuet da veza\u00f1 metrer, mekaniker, souderez ha penn raktres RSE, ha gallet o deus holl kaout ur stummadur arc\u2019hantaouet gant Rannvro Breizh. Hentado\u00f9 er vuhez hag a c\u2019hallfe beza\u061c\u00f1 skouerio\u00f9 evidoc\u2019h\u2026<\/p>\n\n\n<figure class=\"wp-block-image size-large\"><img loading=\"lazy\" decoding=\"async\" width=\"700\" height=\"560\" src=\"https:\/\/www.bretagne.bzh\/app\/uploads\/Stagiaires-700x560.png\" alt=\"\" class=\"wp-image-108019\" srcset=\"https:\/\/www.bretagne.bzh\/app\/uploads\/Stagiaires-700x560.png 700w, https:\/\/www.bretagne.bzh\/app\/uploads\/Stagiaires-300x240.png 300w, https:\/\/www.bretagne.bzh\/app\/uploads\/Stagiaires-1536x1229.png 1536w, https:\/\/www.bretagne.bzh\/app\/uploads\/Stagiaires-250x200.png 250w, https:\/\/www.bretagne.bzh\/app\/uploads\/Stagiaires-120x96.png 120w, https:\/\/www.bretagne.bzh\/app\/uploads\/Stagiaires.png 2000w, https:\/\/www.bretagne.bzh\/app\/uploads\/Stagiaires-700x560@2x.png 1400w, https:\/\/www.bretagne.bzh\/app\/uploads\/Stagiaires-300x240@2x.png 600w\" sizes=\"auto, (max-width: 700px) 100vw, 700px\" \/><\/figure>\n\n\n\n<p class=\"has-text-align-center\">Florent, Ariane, M\u00e9lanie ha Nicolas o deus gallet che\u00f1ch micher gant ar stignad Qualif Emploi.<\/p>\n\n\n\n<p>Bep bloaz e vez arc\u2019hantaouet o stummadur gant ar Rannvro d\u2019ur 25 000 bennak a Vretonezed hag a Vretoned hag a fell dezho deski\u00f1 ur vicher badus.<\/p>\n\n\n\n<p>Sellet a ra ar stummadurio\u00f9-se ouzh kement gennad a vefe ha gallout a reont kaout ur <a href=\"https:\/\/www.bretagne.bzh\/aides\/fiches\/aide-financiere\/\">sikour arc\u2019hant<\/a> hag a sav etre 390 ha 930 a euroio\u00f9, pe ouzhpenn zoken diouzh tres an dud. Un digarez d\u2019an dud da rei\u00f1 la\u00f1s adarre d\u2019o red-micher, ar pezh a weler mat gant testenio\u00f9 pevar stajiad e stummadur micherel.<\/p>\n\n\n\n    <div class=\"btn-bloc-container\">\n        <a href=\"https:\/\/www.bretagne.bzh\/aides\/fiches\/qualif-emploi\/\" alt=\"\"   class=\"btn-main \">Qualif Emploi : evit piv, penaos ? Kompren pep tra er stignad stumma\u00f1-ma\u00f1<\/a>\n    <\/div>\n\n\n\n<h2 class=\"wp-block-heading\">Florent zo er mare-ma\u00f1 en ur stummadur evit beza\u00f1 metrer <\/h2>\n\n\n\n    <section class=\"bloc bloc-iframe \">\n        <div class=\"min-wrapper\">\n            \n            <div style=\"width: 100%\"><div style=\"position: relative;padding-bottom: 56.25%;padding-top: 0;height: 0\"> <\/div> <\/div>        <\/div>\n    <\/section>\n\n\n\n\n\n\n<p>\u00ab\u00a0Emaon en ur <strong>stummadur evit beza\u00f1 metrer en EPNAK<\/strong>, un ensavadur hag a ra war-dro degemer ha sikour an nammidi hag aesaat dezho kavout o flas er gevredigezh hag er bed micherel. A-raok e oan bet o labourat evel skoazeller melestrer e ti Orange ha goude-se e bed ar sevel tiez. Met <strong>ranket em eus che\u00f1ch micher abalamour na oan ket gouest d\u2019ober ar vicher-se ken<\/strong><\/p>\n\n\n\n<p><strong>Kavet em eus ma stummadur ma-unan<\/strong>. Evit en ober em eus graet enklasko\u00f9 war ar micherio\u00f9 abalamour da veza\u00f1 sur da gavout unan hag a blijfe din war hir dermen. Hag evel-just e oan <strong>o klask ur vicher nevez en ur gennad la\u00f1s ganta\u00f1<\/strong>. 36 vloaz on ha tad da zaou vugel, rak-se eo ret din kavout labour da-heul ar stummadur.<\/p>\n\n\n\n<p>Pa\u2019z on nammet ma-unan em eus gouezet e oa ur stummadur evit beza\u00f1 metrer kinniget gant an EPNAK hag a zo bet, evidon, <strong>arc\u2019hantaouet penn-da-benn gant ar Rannvro, tra ma vez roet un digoll din bep miz<\/strong> jedet diwar ar gopr a douchen a-raok. <\/p>\n\n\n\n<p>Ar vicher vetrer eo <strong>sevel sifradurio\u00f9, rakprizio\u00f9, rakjedi\u00f1 ar c\u2019hementad danvezio\u00f9 a vo ezhomm evit ur chanter bennak<\/strong> ha kement zo. Gant ar skiant prenet ganin e ouien da belec\u2019h e oan o vont.<\/p>\n\n\n\n<p><strong>War-dro 11 miz e pad ar stummadur<\/strong> hag er fin e vez roet un teul micherel d\u2019an den\u00a0: teknikour metrer war ar sevel tiez, hag a dalvez kement hag ar vachelouriezh. Sevel a ra ar frejo\u00f9 pedagogel da 15\u00a0000 euro pe dost, <strong>paneve ar skoazell digant ar Rannvro ne oan ket evit mont er stummadur-ma\u00f1.\u00a0<\/strong>\u00bb<\/p>\n\n\n\n<h2 class=\"wp-block-heading\">Ariane deuet da veza\u00f1 un arbennigourez war ar souda\u00f1 er sevel-bigi<\/h2>\n\n\n\n    <section class=\"bloc bloc-iframe \">\n        <div class=\"min-wrapper\">\n            \n            <div style=\"width: 100%\"><div style=\"position: relative;padding-bottom: 56.25%;padding-top: 0;height: 0\"> <\/div> <\/div>        <\/div>\n    <\/section>\n\n\n\n\n\n\n<p>\u00ab<strong>\u00a0Ma micher genta\u00f1 a oa liorzhourez er Re\u00fcnion<\/strong>.<strong> Abalamour d\u2019ar<\/strong> C\u2019hovid ha d\u2019an diouer a labour war an enezenn em boa che\u00f1chet micher dija, evit mont da duellennerez industriel.<\/p>\n\n\n\n<p>Fellout a rae din avat deski\u00f1 ar vicher evit a sell ouzh ar sevel bigi abalamour ma c\u2019haller kavout posto\u00f9 labour e-leizh er gennad-se. Ha me er Re\u00fcnion bepred <strong>em boa goulennet gouzout hiroc\u2019h gant STROS an Oriant<\/strong>, goude beza\u00f1 gwelet e oa ur stummadur war ar souda\u00f1 er sevel bigi. Digor e oa ar stummadur din ha gant ar stignad Qualif Emploi <strong>em eus gallet kaout ur gopr hag a oa tost d\u2019an RSA.<\/strong><\/p>\n\n\n\n<p>Gant<strong> ar stummadur em eus gallet tremen aotreegezhio\u00f9, da lavaret eo doareo\u00f9 resis da souda\u00f1 implijet evit ar bigi<\/strong>. Gallet em eus tremen un dek bennak, <strong>ha pa goustont etre 300 ha 500 euro pep hini<\/strong>, anez konta\u00f1 priz an dir hag ar gaz\u2026<\/p>\n\n\n\n<p><strong>Pevar miz e pad ar stummadur.<\/strong> Roet e vez kalz a blas d\u2019ar mareo\u00f9 pleustr met kentelio\u00f9 teorikel a vez ivez. Un tamm re hir al lodenn deorikel evit an dud stummet dija eveldon, rak kustum omp da veza\u00f1 gant an trao\u00f9 fetis kentoc\u2019h\u2026<\/p>\n\n\n\n<p>E-kerzh ar stummadur <strong>e oan bet oc\u2019h ober ma staj e ti un eilkevratour evit Naval Group<\/strong>. Dalc\u2019het em boa da labourat er stal-se e miz Mae <strong>a-raok kregi\u00f1 ganti e chanterio\u00f9 an Atlanteg, lec\u2019h m\u2019emaon bepred<\/strong>.<\/p>\n\n\n\n<p>Ur mare talvoudus eo bet ar pevar miz-se. Barrek-tre eo tud ar STROS ha sikouret on bet ganto da gavout ur staj. Ha gant ar stummer, a oa souder diouzh e vicher a-raok, e vez kaset ar stajidi war-zu ar pezh a vo mat evito ha broudet e vezont ganta\u00f1 da vont pelloc\u2019h. \u00bb<\/p>\n\n\n\n<h2 class=\"wp-block-heading\">M\u00e9lanie zo o teski\u00f1 ar vicher penn raktres RSE<\/h2>\n\n\n\n    <section class=\"bloc bloc-iframe \">\n        <div class=\"min-wrapper\">\n            \n            <div style=\"width: 100%\"><div style=\"position: relative;padding-bottom: 56.25%;padding-top: 0;height: 0\"> <\/div> <\/div>        <\/div>\n    <\/section>\n\n\n\n\n\n\n<p>\u00ab\u00a0<strong>Kuitaet em eus ma fost-labour diwezha\u00f1 da-heul un dorridigezh kendivizadel<\/strong>, goulennet ganin. Enskrivet on e Pol Implij abaoe miz Ebrel ha da genta\u00f1 e oan e so\u00f1j da vont war ar vicher gelennerez met trawalc\u2019h e oa bet din tremen un devezh en ur c\u2019hlas evit kompren ne oa ket graet evidon (c\u2019hoarzhin a ra).<\/p>\n\n\n\n<p>JSo\u00f1jet em boa ivez mont pelloc\u2019h ganti evit barregezhio\u00f9 am boa tapet war dachenn ar marketing-kehenti\u00f1 hag a-benn ar fin, da-ge\u00f1ver un emvod aozet gant Pol Implij, <strong>em boa gouezet e oa eus ar stummadur-ma\u00f1 war an RSE (atebegezh kevredigezhel an embregerezhio\u00f9)<\/strong>, evit beza\u00f1 penn raktres RSE ha diorren padus.<strong> Dedennet e oan bet kerkent\u00a0!<\/strong><\/p>\n\n\n\n<p><strong>12\u00a0000 euro e koust ar stummadur-ma\u00f1 hep ar skoazello\u00f9 ha kemeret eo bet e karg penn-da-benn gant ar Rannvro<\/strong>. Padout a ra c\u2019hwec\u2019h miz, daou anezho en un embregerezh, hanter amzer. Fin am bo ganta\u00f1 e-kerzh miz Ebrel.<\/p>\n\n\n\n<p>Ouzhpenn che\u00f1ch micher da vat <strong>e fell din implijout ar pezh a ouzon war dachenn ar marketing evit sacha\u00f1 evezh an dud hag ober dezho kompren pouez an RSE<\/strong>. Gouzout a ran n\u2019eo ket aes rei\u00f1\u061c la\u00f1s da obero\u00f9 efedus da vat paneve ar merko\u00f9 efedusted. Rak-se e fell din solutaat ma gouiziegezhio\u00f9 liammet ouzh an ekologiezh hag an endro abalamour da gavout doareo\u00f9 efedus da labourat e diabarzh an aozadurio\u00f9. Diwar neuze, gant ma stummadur doubl, e c\u2019hallin <strong>kehenti\u00f1 gant muioc\u2019h a skiant-vat, o lakaat an trao\u00f9 mat war wel<\/strong>.<\/p>\n\n\n\n<p>E bed ar c\u2019hehenti\u00f1 hag ar marketing e vez che\u00f1chet an ostilho\u00f9 ingal ha peurliesa\u00f1 ne vez ket amzer d\u2019en em stumma\u00f1 pa vezer war ur post. Gant ma stummadur am eus tro ivez da vont pelloc\u2019h gant an trao\u00f9\u00a0: anavezout al labelio\u00f9 hag an normo\u00f9 RSE, jedi\u00f1 ur bila\u00f1s karbon, sevel raktreso\u00f9 RSE\u2026 <strong>Hag ur cha\u00f1s eo evit ma red-micher\u00a0: ne vez ket stummet kalz a dud war an RSE<\/strong>. \u00bb<\/p>\n\n\n\n<h2 class=\"wp-block-heading\"> Nicolas, bet hestanker, deuet da veza\u00f1 karrdiour<\/h2>\n\n\n\n    <section class=\"bloc bloc-iframe \">\n        <div class=\"min-wrapper\">\n            \n            <div style=\"width: 100%\"><div style=\"position: relative;padding-bottom: 56.25%;padding-top: 0;height: 0\"> <\/div> <\/div>        <\/div>\n    <\/section>\n\n\n\n\n\n\n<p>Hestanker e oan e bed ar sevel tiez ha <strong>difredet e oan bet e 2020, ha me 41 bloaz da neuze, abalamour ma oan distu da labourat<\/strong> gant ma glin. Ret e oa din che\u00f1ch micher.<\/p>\n\n\n\n<p>Brema\u00f1 emaon o labourat e KTP er c\u2019harrdi ma oan bet e meur a staj. A-raok <strong>em boa kavet ar stummadur da vont da garrdiour war Internet <\/strong>dre forzh klask ma-unan. A-viskoazh on bet dedennet gant bed ar c\u2019hirri-tan ha peogwir e vezan o vitellat ingal <strong>e ouezen mat a-walc\u2019h diouzh ar mekanikerezh<\/strong>. Ret e oa din kaout deskamant ouzhpenn evit labourat ha beza\u00f1 enfredet.<\/p>\n\n\n\n<p>Kavet em eus ur stummadur kinniget gant ar STROS hag a bad eizh miz, hag a gord gant ar stignad Qualif Emploi. Paneve ar stignad-se <strong>e koust ar stummadur war-dro 10\u00a0000 euro<\/strong>. Splann e oa ne oan ket evit paea\u00f1 kemend-all.<\/p>\n\n\n\n<p>Pa n\u2019em eus diplom ebet em eus ranket mont e kentelio\u00f9 teorikel e-kerzh ar stummadur, gant eurio\u00f9 galleg pe matematik bep sizhun. Ret e oa din ober kemend-all evit tapout an TGM. <strong>N\u2019eo ket bet aes avat distrei\u00f1 d\u2019ar skol. Bet on war-nes paouez ganti<\/strong>. Gallet o doa ar stummerien rei\u00f1 kalon din adarre, rak-se on anaoudek en o c\u2019he\u00f1ver.<\/p>\n\n\n\n<p>Gant sikour ar Rannvro he deus kemeret ar stummadur e karg em eus gallet deski\u00f1 ur vicher nevez anez dispign ma gwirio\u00f9 gounezet dre ar gont stumma\u00f1 personel (KST). Gallout a rin implijout an eurio\u00f9-se diwezhatoc\u2019h evit en em arbennikaat\u2026<\/p>\n\n\n\n<p><strong>Brema\u00f1 ne\u2019m eus ket kement a aon da zistrei\u00f1 d\u2019ar skol, prest on da zeski\u00f1 trao\u00f9 nevez ha da vont war wellaat c\u2019hoazh<\/strong>. Degouezhout a ray din diwezhatoc\u2019h marteze, ma fell din sevel ma stal din-me un devezh bennak\u2026\u00a0\u00bb<\/p>\n\n\n\n    <div class=\"btn-bloc-container\">\n        <a href=\"https:\/\/www.bretagne.bzh\/?s=qualif+emploi\" alt=\"\"   class=\"btn-main \">Gwelet hon holl bennado\u00f9 war ar stignad Qualif Emploi <\/a>\n    <\/div>\n\n\n\n<h2 class=\"text-center title-ressources\">En pratique<\/h2>\n\n            \n<section class=\"bloc-ressources bloc-aides full-width\" >\n    <div class=\"wrapper\">        \n        <h3>Nos aides<\/h3>\n        <div class=\"owl-carousel cards ressources-carousel\">\n\n                                <a href=\"https:\/\/www.bretagne.bzh\/aides\/fiches\/actions-information-metiers\/\" class=\"item nostyle\">\n                         <h4>Orientation &#8211; Ev\u00e9nements d&#8217;information sur le&#8230;<\/h4>\n                         <span class=\"btn-normal float-right\">En savoir plus<\/span>\n                    <\/a> \n                                     <a href=\"https:\/\/www.bretagne.bzh\/aides\/fiches\/aide-financiere\/\" class=\"item nostyle\">\n                         <h4>Aide financi\u00e8re \u00e0 la formation professionnelle<\/h4>\n                         <span class=\"btn-normal float-right\">En savoir plus<\/span>\n                    <\/a> \n                                     <a href=\"https:\/\/www.bretagne.bzh\/aides\/fiches\/action-territoriale-formations-besoins\/\" class=\"item nostyle\">\n                         <h4>PREPA Avenir &#8211; action territoriale<\/h4>\n                         <span class=\"btn-normal float-right\">En savoir plus<\/span>\n                    <\/a> \n                                                         <a href=\"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/nos-aides\/\" class=\"item bg_colored text-center nostyle\">\n                           <h4 class=\" light\">Toutes les aides r\u00e9gionales<\/h4>\n                           <span class=\"btn-main white is-rounded\">D\u00e9couvrir<\/span>\n                    <\/a>\n                    <\/div>\n    <\/div>    \n<\/section>                ","protected":false},"excerpt":{"rendered":"Florent, M\u00e9lanie, Nicolas hag Ariane o deus bet pep a stummadur perzhekaat dre ar stignad Qualif Emploi. Hiziv an deiz o deus che\u00f1chet micher, pe emaint war-nes ober, deuet da veza\u00f1 metrer, mekaniker,  [&#8230;]","protected":false},"author":20,"featured_media":108380,"comment_status":"closed","ping_status":"closed","sticky":false,"template":"","format":"standard","meta":{"_acf_changed":false,"_oasis_is_in_workflow":0,"_oasis_original":0,"_oasis_task_priority":"","ep_exclude_from_search":false,"footnotes":""},"categories":[1],"tags":[],"dm-lies":[],"ccactu":[],"class_list":{"0":"post-109172","1":"post","2":"type-post","3":"status-publish","4":"format-standard","5":"has-post-thumbnail","7":"category-non-classifiee"},"acf":[],"yoast_head":"<!-- This site is optimized with the Yoast SEO plugin v28.2 - https:\/\/yoast.com\/product\/yoast-seo-wordpress\/ -->\n<title>Implij : ar pevar stajiad-ma\u00f1 o deus bet pep a stummadur arc\u2019hantaouet gant ar Rannvro &#183; R\u00e9gion Bretagne<\/title>\n<meta name=\"description\" content=\"&#183; Florent, M\u00e9lanie, Nicolas hag Ariane o deus bet pep a stummadur perzhekaat dre ar stignad Qualif Emploi. Hiziv an deiz o deus che\u00f1chet micher, pe emaint war-nes ober, deuet da veza\u00f1 metrer, mekaniker,\" \/>\n<meta name=\"robots\" content=\"noindex,follow\" \/>\n<link rel=\"canonical\" href=\"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/implij-ar-pevar-stajiad-man-o-deus-bet-pep-a-stummadur-archantaouet-gant-ar-rannvro\/\" \/>\n<meta property=\"og:locale\" content=\"en_US\" \/>\n<meta property=\"og:type\" content=\"article\" \/>\n<meta property=\"og:title\" content=\"Implij : ar pevar stajiad-ma\u00f1 o deus bet pep a stummadur arc\u2019hantaouet gant ar Rannvro &#183; R\u00e9gion Bretagne\" \/>\n<meta property=\"og:description\" content=\"&#183; Florent, M\u00e9lanie, Nicolas hag Ariane o deus bet pep a stummadur perzhekaat dre ar stignad Qualif Emploi. Hiziv an deiz o deus che\u00f1chet micher, pe emaint war-nes ober, deuet da veza\u00f1 metrer, mekaniker,\" \/>\n<meta property=\"og:url\" content=\"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/implij-ar-pevar-stajiad-man-o-deus-bet-pep-a-stummadur-archantaouet-gant-ar-rannvro\/\" \/>\n<meta property=\"og:site_name\" content=\"R\u00e9gion Bretagne\" \/>\n<meta property=\"article:publisher\" content=\"https:\/\/www.facebook.com\/regionbretagne.bzh\/\" \/>\n<meta property=\"article:published_time\" content=\"2022-11-25T13:12:46+00:00\" \/>\n<meta property=\"article:modified_time\" content=\"2024-06-26T08:23:50+00:00\" \/>\n<meta property=\"og:image\" content=\"https:\/\/www.bretagne.bzh\/app\/uploads\/Copyright-Martin-Boudier_RB_0090207.jpg\" \/>\n\t<meta property=\"og:image:width\" content=\"800\" \/>\n\t<meta property=\"og:image:height\" content=\"533\" \/>\n\t<meta property=\"og:image:type\" content=\"image\/jpeg\" \/>\n<meta name=\"author\" content=\"flenir\" \/>\n<meta name=\"twitter:card\" content=\"summary_large_image\" \/>\n<meta name=\"twitter:creator\" content=\"@regionbretagne\" \/>\n<meta name=\"twitter:site\" content=\"@regionbretagne\" \/>\n<meta name=\"twitter:label1\" content=\"Written by\" \/>\n\t<meta name=\"twitter:data1\" content=\"flenir\" \/>\n\t<meta name=\"twitter:label2\" content=\"Est. reading time\" \/>\n\t<meta name=\"twitter:data2\" content=\"6 minutes\" \/>\n<script type=\"application\/ld+json\" class=\"yoast-schema-graph\">{\"@context\":\"https:\\\/\\\/schema.org\",\"@graph\":[{\"@type\":\"Article\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/br\\\/actualites\\\/implij-ar-pevar-stajiad-man-o-deus-bet-pep-a-stummadur-archantaouet-gant-ar-rannvro\\\/#article\",\"isPartOf\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/br\\\/actualites\\\/implij-ar-pevar-stajiad-man-o-deus-bet-pep-a-stummadur-archantaouet-gant-ar-rannvro\\\/\"},\"author\":{\"name\":\"flenir\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/#\\\/schema\\\/person\\\/1b03887aed6cf2b5b3708b37c02bd40a\"},\"headline\":\"Implij : ar pevar stajiad-ma\u00f1 o deus bet pep a stummadur arc\u2019hantaouet gant ar Rannvro\",\"datePublished\":\"2022-11-25T13:12:46+00:00\",\"dateModified\":\"2024-06-26T08:23:50+00:00\",\"mainEntityOfPage\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/br\\\/actualites\\\/implij-ar-pevar-stajiad-man-o-deus-bet-pep-a-stummadur-archantaouet-gant-ar-rannvro\\\/\"},\"wordCount\":1339,\"publisher\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/#organization\"},\"image\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/br\\\/actualites\\\/implij-ar-pevar-stajiad-man-o-deus-bet-pep-a-stummadur-archantaouet-gant-ar-rannvro\\\/#primaryimage\"},\"thumbnailUrl\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/app\\\/uploads\\\/Copyright-Martin-Boudier_RB_0090207.jpg\",\"articleSection\":[\"Non classifi\u00e9(e)\"],\"inLanguage\":\"bre-BZH\"},{\"@type\":\"WebPage\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/br\\\/actualites\\\/implij-ar-pevar-stajiad-man-o-deus-bet-pep-a-stummadur-archantaouet-gant-ar-rannvro\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/br\\\/actualites\\\/implij-ar-pevar-stajiad-man-o-deus-bet-pep-a-stummadur-archantaouet-gant-ar-rannvro\\\/\",\"name\":\"Implij : ar pevar stajiad-ma\u00f1 o deus bet pep a stummadur arc\u2019hantaouet gant ar Rannvro &#183; R\u00e9gion Bretagne\",\"isPartOf\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/#website\"},\"primaryImageOfPage\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/br\\\/actualites\\\/implij-ar-pevar-stajiad-man-o-deus-bet-pep-a-stummadur-archantaouet-gant-ar-rannvro\\\/#primaryimage\"},\"image\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/br\\\/actualites\\\/implij-ar-pevar-stajiad-man-o-deus-bet-pep-a-stummadur-archantaouet-gant-ar-rannvro\\\/#primaryimage\"},\"thumbnailUrl\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/app\\\/uploads\\\/Copyright-Martin-Boudier_RB_0090207.jpg\",\"datePublished\":\"2022-11-25T13:12:46+00:00\",\"dateModified\":\"2024-06-26T08:23:50+00:00\",\"description\":\"&#183; Florent, M\u00e9lanie, Nicolas hag Ariane o deus bet pep a stummadur perzhekaat dre ar stignad Qualif Emploi. Hiziv an deiz o deus che\u00f1chet micher, pe emaint war-nes ober, deuet da veza\u00f1 metrer, mekaniker,\",\"breadcrumb\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/br\\\/actualites\\\/implij-ar-pevar-stajiad-man-o-deus-bet-pep-a-stummadur-archantaouet-gant-ar-rannvro\\\/#breadcrumb\"},\"inLanguage\":\"bre-BZH\",\"potentialAction\":[{\"@type\":\"ReadAction\",\"target\":[\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/br\\\/actualites\\\/implij-ar-pevar-stajiad-man-o-deus-bet-pep-a-stummadur-archantaouet-gant-ar-rannvro\\\/\"]}]},{\"@type\":\"ImageObject\",\"inLanguage\":\"bre-BZH\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/br\\\/actualites\\\/implij-ar-pevar-stajiad-man-o-deus-bet-pep-a-stummadur-archantaouet-gant-ar-rannvro\\\/#primaryimage\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/app\\\/uploads\\\/Copyright-Martin-Boudier_RB_0090207.jpg\",\"contentUrl\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/app\\\/uploads\\\/Copyright-Martin-Boudier_RB_0090207.jpg\",\"width\":800,\"height\":533,\"caption\":\"DAns une classe, lors d'une formation pour adultes.\"},{\"@type\":\"BreadcrumbList\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/br\\\/actualites\\\/implij-ar-pevar-stajiad-man-o-deus-bet-pep-a-stummadur-archantaouet-gant-ar-rannvro\\\/#breadcrumb\",\"itemListElement\":[{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":1,\"name\":\"Accueil\",\"item\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/br\\\/\"},{\"@type\":\"ListItem\",\"position\":2,\"name\":\"Implij : ar pevar stajiad-ma\u00f1 o deus bet pep a stummadur arc\u2019hantaouet gant ar Rannvro\"}]},{\"@type\":\"WebSite\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/#website\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/\",\"name\":\"R\u00e9gion Bretagne\",\"description\":\"La r\u00e9gion \u00e0 vos c\u00f4t\u00e9s\",\"publisher\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/#organization\"},\"potentialAction\":[{\"@type\":\"SearchAction\",\"target\":{\"@type\":\"EntryPoint\",\"urlTemplate\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/?s={search_term_string}\"},\"query-input\":{\"@type\":\"PropertyValueSpecification\",\"valueRequired\":true,\"valueName\":\"search_term_string\"}}],\"inLanguage\":\"bre-BZH\"},{\"@type\":\"Organization\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/#organization\",\"name\":\"R\u00e9gion Bretagne\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/\",\"logo\":{\"@type\":\"ImageObject\",\"inLanguage\":\"bre-BZH\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\",\"url\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/app\\\/uploads\\\/logo-crb-1.png\",\"contentUrl\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/app\\\/uploads\\\/logo-crb-1.png\",\"width\":51,\"height\":51,\"caption\":\"R\u00e9gion Bretagne\"},\"image\":{\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/#\\\/schema\\\/logo\\\/image\\\/\"},\"sameAs\":[\"https:\\\/\\\/www.facebook.com\\\/regionbretagne.bzh\\\/\",\"https:\\\/\\\/x.com\\\/regionbretagne\",\"https:\\\/\\\/www.instagram.com\\\/region.bretagne\\\/\",\"https:\\\/\\\/www.linkedin.com\\\/company\\\/region-bretagne\\\/\",\"https:\\\/\\\/www.youtube.com\\\/@Region-Bretagne\",\"https:\\\/\\\/fr.wikipedia.org\\\/wiki\\\/Conseil_r\u00e9gional_de_Bretagne\",\"https:\\\/\\\/bsky.app\\\/profile\\\/regionbretagne.bsky.social\"]},{\"@type\":\"Person\",\"@id\":\"https:\\\/\\\/www.bretagne.bzh\\\/#\\\/schema\\\/person\\\/1b03887aed6cf2b5b3708b37c02bd40a\",\"name\":\"flenir\"}]}<\/script>\n<!-- \/ Yoast SEO plugin. -->","yoast_head_json":{"title":"Implij : ar pevar stajiad-ma\u00f1 o deus bet pep a stummadur arc\u2019hantaouet gant ar Rannvro &#183; R\u00e9gion Bretagne","description":"&#183; Florent, M\u00e9lanie, Nicolas hag Ariane o deus bet pep a stummadur perzhekaat dre ar stignad Qualif Emploi. Hiziv an deiz o deus che\u00f1chet micher, pe emaint war-nes ober, deuet da veza\u00f1 metrer, mekaniker,","robots":{"index,follow":"noindex,follow"},"canonical":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/implij-ar-pevar-stajiad-man-o-deus-bet-pep-a-stummadur-archantaouet-gant-ar-rannvro\/","og_locale":"en_US","og_type":"article","og_title":"Implij : ar pevar stajiad-ma\u00f1 o deus bet pep a stummadur arc\u2019hantaouet gant ar Rannvro &#183; R\u00e9gion Bretagne","og_description":"&#183; Florent, M\u00e9lanie, Nicolas hag Ariane o deus bet pep a stummadur perzhekaat dre ar stignad Qualif Emploi. Hiziv an deiz o deus che\u00f1chet micher, pe emaint war-nes ober, deuet da veza\u00f1 metrer, mekaniker,","og_url":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/implij-ar-pevar-stajiad-man-o-deus-bet-pep-a-stummadur-archantaouet-gant-ar-rannvro\/","og_site_name":"R\u00e9gion Bretagne","article_publisher":"https:\/\/www.facebook.com\/regionbretagne.bzh\/","article_published_time":"2022-11-25T13:12:46+00:00","article_modified_time":"2024-06-26T08:23:50+00:00","og_image":[{"width":800,"height":533,"url":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/app\/uploads\/Copyright-Martin-Boudier_RB_0090207.jpg","type":"image\/jpeg"}],"author":"flenir","twitter_card":"summary_large_image","twitter_creator":"@regionbretagne","twitter_site":"@regionbretagne","twitter_misc":{"Written by":"flenir","Est. reading time":"6 minutes"},"schema":{"@context":"https:\/\/schema.org","@graph":[{"@type":"Article","@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/implij-ar-pevar-stajiad-man-o-deus-bet-pep-a-stummadur-archantaouet-gant-ar-rannvro\/#article","isPartOf":{"@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/implij-ar-pevar-stajiad-man-o-deus-bet-pep-a-stummadur-archantaouet-gant-ar-rannvro\/"},"author":{"name":"flenir","@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/#\/schema\/person\/1b03887aed6cf2b5b3708b37c02bd40a"},"headline":"Implij : ar pevar stajiad-ma\u00f1 o deus bet pep a stummadur arc\u2019hantaouet gant ar Rannvro","datePublished":"2022-11-25T13:12:46+00:00","dateModified":"2024-06-26T08:23:50+00:00","mainEntityOfPage":{"@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/implij-ar-pevar-stajiad-man-o-deus-bet-pep-a-stummadur-archantaouet-gant-ar-rannvro\/"},"wordCount":1339,"publisher":{"@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/#organization"},"image":{"@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/implij-ar-pevar-stajiad-man-o-deus-bet-pep-a-stummadur-archantaouet-gant-ar-rannvro\/#primaryimage"},"thumbnailUrl":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/app\/uploads\/Copyright-Martin-Boudier_RB_0090207.jpg","articleSection":["Non classifi\u00e9(e)"],"inLanguage":"bre-BZH"},{"@type":"WebPage","@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/implij-ar-pevar-stajiad-man-o-deus-bet-pep-a-stummadur-archantaouet-gant-ar-rannvro\/","url":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/implij-ar-pevar-stajiad-man-o-deus-bet-pep-a-stummadur-archantaouet-gant-ar-rannvro\/","name":"Implij : ar pevar stajiad-ma\u00f1 o deus bet pep a stummadur arc\u2019hantaouet gant ar Rannvro &#183; R\u00e9gion Bretagne","isPartOf":{"@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/#website"},"primaryImageOfPage":{"@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/implij-ar-pevar-stajiad-man-o-deus-bet-pep-a-stummadur-archantaouet-gant-ar-rannvro\/#primaryimage"},"image":{"@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/implij-ar-pevar-stajiad-man-o-deus-bet-pep-a-stummadur-archantaouet-gant-ar-rannvro\/#primaryimage"},"thumbnailUrl":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/app\/uploads\/Copyright-Martin-Boudier_RB_0090207.jpg","datePublished":"2022-11-25T13:12:46+00:00","dateModified":"2024-06-26T08:23:50+00:00","description":"&#183; Florent, M\u00e9lanie, Nicolas hag Ariane o deus bet pep a stummadur perzhekaat dre ar stignad Qualif Emploi. Hiziv an deiz o deus che\u00f1chet micher, pe emaint war-nes ober, deuet da veza\u00f1 metrer, mekaniker,","breadcrumb":{"@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/implij-ar-pevar-stajiad-man-o-deus-bet-pep-a-stummadur-archantaouet-gant-ar-rannvro\/#breadcrumb"},"inLanguage":"bre-BZH","potentialAction":[{"@type":"ReadAction","target":["https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/implij-ar-pevar-stajiad-man-o-deus-bet-pep-a-stummadur-archantaouet-gant-ar-rannvro\/"]}]},{"@type":"ImageObject","inLanguage":"bre-BZH","@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/implij-ar-pevar-stajiad-man-o-deus-bet-pep-a-stummadur-archantaouet-gant-ar-rannvro\/#primaryimage","url":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/app\/uploads\/Copyright-Martin-Boudier_RB_0090207.jpg","contentUrl":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/app\/uploads\/Copyright-Martin-Boudier_RB_0090207.jpg","width":800,"height":533,"caption":"DAns une classe, lors d'une formation pour adultes."},{"@type":"BreadcrumbList","@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/actualites\/implij-ar-pevar-stajiad-man-o-deus-bet-pep-a-stummadur-archantaouet-gant-ar-rannvro\/#breadcrumb","itemListElement":[{"@type":"ListItem","position":1,"name":"Accueil","item":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/"},{"@type":"ListItem","position":2,"name":"Implij : ar pevar stajiad-ma\u00f1 o deus bet pep a stummadur arc\u2019hantaouet gant ar Rannvro"}]},{"@type":"WebSite","@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/#website","url":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/","name":"R\u00e9gion Bretagne","description":"La r\u00e9gion \u00e0 vos c\u00f4t\u00e9s","publisher":{"@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/#organization"},"potentialAction":[{"@type":"SearchAction","target":{"@type":"EntryPoint","urlTemplate":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/?s={search_term_string}"},"query-input":{"@type":"PropertyValueSpecification","valueRequired":true,"valueName":"search_term_string"}}],"inLanguage":"bre-BZH"},{"@type":"Organization","@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/#organization","name":"R\u00e9gion Bretagne","url":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/","logo":{"@type":"ImageObject","inLanguage":"bre-BZH","@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/#\/schema\/logo\/image\/","url":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/app\/uploads\/logo-crb-1.png","contentUrl":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/app\/uploads\/logo-crb-1.png","width":51,"height":51,"caption":"R\u00e9gion Bretagne"},"image":{"@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/#\/schema\/logo\/image\/"},"sameAs":["https:\/\/www.facebook.com\/regionbretagne.bzh\/","https:\/\/x.com\/regionbretagne","https:\/\/www.instagram.com\/region.bretagne\/","https:\/\/www.linkedin.com\/company\/region-bretagne\/","https:\/\/www.youtube.com\/@Region-Bretagne","https:\/\/fr.wikipedia.org\/wiki\/Conseil_r\u00e9gional_de_Bretagne","https:\/\/bsky.app\/profile\/regionbretagne.bsky.social"]},{"@type":"Person","@id":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/#\/schema\/person\/1b03887aed6cf2b5b3708b37c02bd40a","name":"flenir"}]}},"amp_enabled":true,"_links":{"self":[{"href":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/wp-json\/wp\/v2\/posts\/109172","targetHints":{"allow":["GET"]}}],"collection":[{"href":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/wp-json\/wp\/v2\/posts"}],"about":[{"href":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/wp-json\/wp\/v2\/types\/post"}],"author":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/wp-json\/wp\/v2\/users\/20"}],"replies":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/wp-json\/wp\/v2\/comments?post=109172"}],"version-history":[{"count":2,"href":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/wp-json\/wp\/v2\/posts\/109172\/revisions"}],"predecessor-version":[{"id":148099,"href":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/wp-json\/wp\/v2\/posts\/109172\/revisions\/148099"}],"wp:featuredmedia":[{"embeddable":true,"href":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/wp-json\/wp\/v2\/media\/108380"}],"wp:attachment":[{"href":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/wp-json\/wp\/v2\/media?parent=109172"}],"wp:term":[{"taxonomy":"category","embeddable":true,"href":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/wp-json\/wp\/v2\/categories?post=109172"},{"taxonomy":"post_tag","embeddable":true,"href":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/wp-json\/wp\/v2\/tags?post=109172"},{"taxonomy":"dm-lies","embeddable":true,"href":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/wp-json\/wp\/v2\/dm-lies?post=109172"},{"taxonomy":"ccactu","embeddable":true,"href":"https:\/\/www.bretagne.bzh\/br\/wp-json\/wp\/v2\/ccactu?post=109172"}],"curies":[{"name":"wp","href":"https:\/\/api.w.org\/{rel}","templated":true}]}}