Kuzul sevenadurel Breizh

Kuzul sevenadurel Breizh zo ur vodadenn aliañ stag ouzh ar C’huzul-rannvro. 70 den, anezho dileuridi eus liesseurted an arzoù, ar sevenadur hag ar glad e Breizh, a ya d’ober an ensav-se a oa bet krouet e 2009 ha n’en deus ket e bar e Frañs. Gant ar C’huzul-rannvro e vez goulennet ali ar c’huzul sevenadurel war gement tra hag a sell ouzh identelezh sevenadurel ha sked Breizh. Gallout a ra ivez emellout eus kement tra a zo stag ouzh e dachenn blediñ abalamour d’e studiañ ha d’ober erbedadennoù.

Gallout a ra ar C’huzul sevenadurel emellout eus kement tra a zo stag ouzh e dachenn blediñ abalamour d’e studiañ ha d’ober erbedadennoù. Holl alioù, mennadoù ha labourioù ar C’huzul sevenadurel diwar-benn ar politikerezhioù sevenadurel foran sevenet e Breizh (5 departamant) a vez kaset d’ar C’huzul-rannvro ha da Guzul Ekonomikel, Sokial hag Endro ar Rannvro (KESER). Kuzul sevenadurel Breizh zo da vat ul lec’h ma c’heller ober kinnigoù ha derc’hel a ra da gas holl arvezioù sevenadur Breizh war-raok.

Dalc’het e vez pevar emvod hollek ar bloaz d’an nebeutañ gant Kuzul sevenadurel Breizh, diouzh deiziadoù dalc’hoù ar C’huzul-rannvro, evit divizout ha votiñ war an alioù, ar mennadoù, ar studiadennoù hag an danevelloù bet prientet gant ar bodadoù hag ar strolladoù labour.
Ar burev zo ennañ 10 ezel dilennet ha leuret gant o c’hetpared. Ober a ra war-dro evezhiañ labourioù ar C’huzul ha divizout peseurt heuliadoù reiñ dezho.
Ar bodadoù
Gant o izili e vez prientet labourioù an dalc’h hollek e-barzh meur a vodad tematek :
-1- Bodad yezhoù Breizh,
-2- Bodad treuzkas sevenadurel ha krouiñ e Breizh,
-3- Bodad glad, sport, touristerezh,
-4- Bodad gwirioù sevenadurel, gwirioù yezhel hag all
Strolladoù labour a c’hell bezañ savet ouzhpenn an dalc’hoù-se. Pep ezel eus ar C’huzul a c’hell kemer perzh enno a-youl vat.
Gallout a ra Kuzul sevenadurel Breizh pediñ ha lakaat da zont d’an emvodoù-se kement perzhiad zo, ezel eus ar vodadenn pe get, hag a c’hell sklêrijennañ war un dachenn resis

Izili ar C’huzul sevenadurel

Gwelet aozlun Kuzul sevenadurel Breizh

Kuzul sevenadurel Breizh en deus ul logo hag ur garta c’hrafek a ya meur a dra d’ober anezho, traoù hag a ziskouez eo stag KSB ouzh an oberoù sevenadurel e Breizh.

logo magenta Conseil culturel de Bretagne

Gallout a ra neuz c’hrafek Kuzul sevenadurel Breizh lakaat soñjal e meur a dra :

  • ur siell, arouez ar ouiziegezh
  • ar « Gwenn ha du » (blanc et neirr e gallaoueg), banniel Breizh krouet gant Morvan Marchal e 1923, ennañ nav bandenn : pemp bandenn zu, peder bandenn wenn
  • skeudenn ur sarpant-nij, un dra hag a nij da-heul an avel (a vez e pep lec’h e Breizh)

Setu an elfennoù a ya d’he ober :

  • an erminig o fiñval, heñvel ouzh hini ar C’huzul-rannvro, ganti stumm ar vro.
  • ar c’helc’h da aroueziañ an hollved, an orin, kement tra a zo hag an unvez (al lec’h a vez sachet ar selloù war e du). Arouez ar barfeted hag an unvanded eo ivez ; en tu all da se eo arouez an amzer hag an oabl.
  • tri anvadur, e brezhoneg, galleg ha gallaoueg, a zeu da astenn fiñv an erminig (he zri beg). Choazet ez eus skrivañ gant ar font « Spotka » evel evit neuz c’hrafek Rannvro Breizh. Ijinet eo bet diwar ar stumm lizherennoù a vez treset war ar bagoù-pesketa. Krouet e oa bet ar font-se e 2003 gant Xavier Dupré.
  • Bandennoù ar « Gwenn ha du » e-kichen ar sinadur. Lakaet int a-veskell, e korn ar c’henaozadennoù, evel tammoù panelloù chanterioù.
  • Al liv « Majenta » (pennliv ruz), a zo implijet gant karta c’hrafek Rannvro Breizh evit aroueziañ ar sevenadur. Ul liv birvidik eo, a vez kavet aes (aes d’eilañ neuze) hag implijet stank e bed ar sevenadur.

 

Bernez Rouz eo Prezidant Kuzul sevenadurel Breizh abaoe ar 7 a viz Genver 2017. Deuet eo war-lerc’h Paol Molac, Catherine Latour ha Jean-Bernard Vighetti.

Bernez Rouz

Bet eo Bernez Rouz kelenner ha goude-se kazetenner e Radio Frañs e Kemper, pennskridaozer e Amiens, ha dont a reas da vezañ pennskridaozer e Frañs 3 Hirwazh e Brest a-raok bezañ karget eus an abadennoù brezhonek e Frañs 3 Breizh (2008-2014).

Gant e skiant-prenet diwar e vicherioù e c’hall studiañ an teulioù tematek bras e Kuzul Sevenadurel Breizh e darempred gant an obererien war an dachenn. Brezhoneger gwriziennet en e vro eo ha war ar memes tro e kemer perzh e kevredigezhioù deskadurezh pobl evel Skol an Emsav pe Ti ar vro.

Sot eo gant an istor hag an doare da lakaat ar glad war wel, gant se ez eo un ezel oberiant eus ar gevredigezh Arkae en Erge-Vras 40 vloaz zo. Lakaet en deus embann war-dro 25 a levrioù war istor e gornad hag unan anezho, « Les Mémoires d’un paysan Bas-Breton » skrivet gant Jean-Marie Déguignet hag embannet e 1998, a reas berzh bras (400 000 skouerenn betek-henn) e 4 yezh eus meur a vro.
Dre e vicher gazetenner e voe dedennet gant Afer Sezneg. E 2005 en doa lakaet embann « L’affaire Quéméneur-Seznec, Enquête sur un mystère » e ti Apogée e Roazhon.

Abaoe 2017 e ouestl e amzer da Guzul Sevenadurel Breizh. Kaset en deus meur a studiadenn bouezus da benn war an darempredoù sevenadurel gant al Liger-Atlantel, war an dielloù prevez talvoudus evit ar glad, war ar sevenadur niverel, ha lakaet en doa votiñ, e fin 2019, un adreizhañ da framm KKB abalamour d’an aozadur da vezañ sklaeroc’h, efedusoc’h ha muioc’h anavezet.

E 2020 eo bet addilennet evel prezidant KSB ha lakaet en deus embann al levr « Fañch, le prénom breton qui fait trembler la République » diwar-benn un afer hag he deus lakaet KSB da reiñ bec’h, ha delc’her a ra war ar memes tro d’ober da lennerien Ouest-France ober anaoudegezh bep Sul gant « Teñzorioù ar brezhoneg skrivet ».

Blog : http://www.tresor-breton.bzh/

Twitter : https://twitter.com/BernezRouz

A-raok pep dalc’h gant ar C’huzul-rannvro e c’hell Kuzul sevenadurel Breizh embann alioù diwar-benn an danevelloù kinniget gant Prezidant ar C’huzul-rannvro d’an dilennidi war dachenn identelezh sevenadurel ha sked Breizh.

Miz Here 2020
Mennad ar bodad “Touristerezh, glad ha sport” war ar raktres Brastres rannvroel evit diorren an touristerezh hag an dudioù.

Dalc’h ar 27 a viz Mezheven 2020

Mennad war danevell obererezh ha diorren padus 2019 ar C’huzul-rannvro

Mennad war an danevell “erbedadennoù evit a sell ouzh ar c’henlabour etre al Liger-Atlantel ha Rannvro Breizh e-sell da vont war-zu an adunvaniñ

Dalc’h ar 1añ a viz C’hwevrer 2020
Mennad KKB war budjed kentañ ar C’huzul-rannvro evit 2020

Session du 28 septembre 2019

Avis sur le GIP ESR – Approbation d’une convention constitutive de GIP, Université Numérique de Bretagne  
Avis sur le Plan de mobilisation pour les jeunesses de Bretagne 

Session du 6 juin 2019

Avis sur le Rapport d’Activité et de Développement Durable 2018 (RADD)
Avis sur le projet stratégique breton pour le cinéma et l’audiovisuel
Avis sur la stratégie, bilan et perspectives à l’international de la Région Bretagne
Avis sur le plan d’action en faveur du soutien à la restauration du patrimoine en Bretagne

Session du 26 janvier 2019

Avis sur le projet de budget primitif du Conseil régional de Bretagne pour 2019

Session du 1 décembre 2018
Avis sur les orientations budgétaires 2019
Avis sur Breizh Cop, un monde à vivre – les objectifs
Avis sur les grandes orientations de la nouvelle politique en faveur des langues de Bretagne
Avis sur la nouvelle stratégie d’inventaire du patrimoine culturel

Session du 9 juin 2018

Avis sur le bordereau ” Canaux et voies navigables de Bretagne : l’affirmation d’une stratégie régionale de développement et de valorisation”
Avis sur le rapport d’activité et de développement durable 2017

Session du 3 février 2018

Avis sur le projet de budget Primitif de la Région pour 2018

Session du 2 décembre 2017

Avis sur les orientations budgétaires 2018, perspectives pluriannuelles et trajectoire financière 2018-2022

Session du 10 juin 2017

Avis sur les Parcs Naturels Régionaux
Avis sur le Rapport d’activité et de développement durable 2016

Session du 28 janvier 2017

Avis sur le budget primitif 2017 du Conseil régional

Session du 3 décembre 2016

Avis sur les orientations budgétaires du Conseil régional pour 2017

Session du 18 juin 2016

Avis sur le rapport d’activité et de développement durable 2015 du Conseil régional

Session du 12 mars 2016

Avis sur le projet de budget primitif du Conseil régional pour 2016

Session du 13 février 2016

Avis sur les orientations budgétaires 2016

Session du 3 octobre 2015

Avis sur la convention de délégation de compétences de l’État à la Région Bretagne en matière de culture
Avis sur la convention spécifique entre l’État et la Région pour la transmission des langues de Bretagne et le développement de leur usage au quotidien

Session du 6 juin 2015

Avis sur le bordereau du Conseil régional “rapport d’activité et de développement durable 2014”
Avis sur la politique territoriale

Session du 28 mars 2015

Avis sur le protocole d’accord pour le projet audiovisuel breton
Avis sur le document d’orientations des formations professionnelles
Avis sur le bordereau « La Région se mobilise pour les quartiers prioritaires de la politique de la ville 2015-2020 »
Avis sur Le Mont-Saint-Michel et sa baie

Diwar e atiz e-unan e embann Kuzul sevenadurel Breizh mennadoù war gement tra hag a sell ouzh kefridioù ar Rannvro war dachenn identelezh ha sked Breizh.

Dalc’h ar 1añ a viz C’hwevrer 2020

Gouestl « Oberoù parlamantidi Breizh evit lakaat anaout ar yezhoù rannvro »
Gouestl « Evit reiñ tro d’an holl skolidi da dremen o arnodennoù e brezhoneg er vachelouriezh »
Gouestl « Evit lakaat Ti ar Gouren da vezañ un ti rannvroel »
Gouestl « Evit goulenn gant ar Stad arc’hantaouiñ ar Gouren hengounel evel ar sportoù gouren all »

Session du 28 septembre 2019

Voeu : « Il est temps de mettre un terme à l’oubli des langues et de l’Histoire de Bretagne »

Session du 6 juin 2019

Le Conseil culturel de Bretagne dénonce les conséquences néfastes des réformes « Blanquer » sur l’enseignement des langues régionales

Session du 6 octobre 2018

Voeu sur le financement des festivals

Session du 9 juin 2018

Voeu sur les emplois aidés

Session du 3 février 2018

Voeu sur « La Cour d’Appel de Rennes, élément fondamental de l’unité de la Bretagne »

Session du 2 décembre 2017

Voeu sur le breton, langue de composition au baccalauréat
Voeu sur la menace sur l’enseignement immersif en Alsace
Voeu sur le Breizh Nevez 1

Session du 23 septembre 2017

Voeu sur la suppression des emplois aidés
Voeu fait suite à l’annonce de la décision de France 3 Bretagne de modifier son offre informative en Bretagne
Voeu sur la circulaire de 2014 qui n’intègre pas le titre ou tilde comme signe diacritique en usage dans la République française

Session du 10 juin 2017

Voeu “Donner vie au « 1 % travaux publics pour l’art vivant”
Voeu sur les filières bilingues au collège
Voeu sur la culture

Session du 28 janvier 2017

Voeu sur la reconnaissance par la loi de la discrimination linguistique : pour des négociations entre les collectivités bretonnes et l’État

Session du 18 juin 2016

Voeu sur la situation du Quartier, centre d’art contemporain de Quimper et sur les politiques artistiques
Voeu faisant suite à l’annonce de recul du service public dans ses missions concernant l’expression et la promotion de la langue bretonne

Session du 12 mars 2016

Voeu face à la disparition annoncée de l’association départementale costarmoricaine Itinéraire Bis

Session du 13 février 2016

Voeu sur la prise en compte des pratiques amateurs dans le projet de loi « Liberté de création, architecture et patrimoine
Voeu pour une loi-cadre pour la protection, la promotion, la reconnaissance de droits des locateurs et le développement des langues régionales
Voeu en faveur du défenseur de la langue bretonne d’Ai’ta qui sera jugé en correctionnelle le 23 février à Vannes

Session du 3 octobre 2015

Voeu sur les pratiques amateurs et le projet de loi sur la création artistique

Session du 6 juin 2015

Voeu sur les fonds photographiques bretons
Voeu sur l’enseignement des langues régionales au collège

Session du 28 mars 2015

Voeu sur les remparts de Dinan
Voeu sur la signalétique plurilingue
Voeu sur la présence de la Loire-Atlantique au sein des cartes produites par le Conseil régional de Bretagne

Gant Kuzul sevenadurel Breizh e vez kaset studiadennoù da benn war danvezioù hag a zo stag ouzh identelezh sevenadurel ha sked Breizh.

Ar studiadenn « Gallaoueg, studioù hag erbedadennoù » (miz Here 2015) pe penaos aesaat anaout ha diorren ar gallaoueg er vuhez foran hag er vuhez prevez.
Klikañ amañ evit lenn an danevell en he fezh.

Ar studiadenn « An obererezhioù sevenadur ha glad dre vras e-keñver an ekonomiezh » (miz Kerzu 2016) zo ul lodenn eus ur preder war an ekonomiezh liammet ouzh an amzer vak. Kinnig a reer enni ur sell war ekonomiezh ar sevenadur hag ar glad e Breizh en ur gemer meur a dachenn e kont.
Klikañ amañ evit lenn an danevell en he fezh hag ar sintezenn a zeu da-heul.

Ar studiadenn « Al liammoù sevenadurel gant al Liger-Atlantel : darempredoù stankoc’h ? » (miz Mezheven 2018) a sell ouzh puilhentez an darempredoù sevenadurel etre an obererien eus al Liger-Atlantel ha re an departamantoù a zo e Breizh velestradurel.
Klikañ amañ evit lenn an teul-se en e bezh hag ar sintezenn a zeu d’e heul.

Ar studiadenn « An teknikoù niverel hag an doareoù sevenadurel nevez e Breizh » (miz Kerzu 2018) a laka traoù war wel : doareoù ha gizioù nevez, hag ivez an obererien bennañ war dachenn ar pleustroù sevenadurel e Breizh hag a ra gant an ostilhoù niverel.
Klikañ amañ evit lenn an teul-se en e bezh hag ar sintezenn a zeu d’e heul.Gallout a reer gwelet ur c’hinnig e stumm « prezi » enlinenn amañ.

An danevell « Dielloù prevez talvoudus evit ar glad, Saveteiñ ha brudañ mammennoù an istor hag ar memor e Breizh » (miz Kerzu 2019) eo he fal sachañ evezh an holl obererien sevenadurel ha politikel war ar pezh a sell ouzh an dielloù prevez, hag ivez kinnig doareoù d’ober a-fet dastum, tretañ ha lakaat an dielloù-se war wel.
Sintezenn an danevell a c’haller lenn amañ.
Gallout a reer gwelet ur c’hinnig e stumm « prezi » enlinenn amañ.

Vidéo introuvable

Fellout a ra da Guzul sevenadurel Breizh spisaat perzhioù zo eus identelezh sevenadurel Breizh, ha gant-se aozañ ha/pe kemer perzh e foromoù pe kendivizoù diwar-benn temoù hag a sell ouzh e gefridioù.

« Emgavioù europat war ar gwirioù yezhel », d’ar 25 a viz Here 2019 e Roazhon, aozet asambles gant ar rouedadoù ELEN ha Kevre Breizh.
Da-geñver bloavezh ar yezhoù engenidik aozet gant an UNESCO ez eus bet kinniget gwelet stad an traoù evit a sell ouzh ar gwirioù yezhel en Europa : etre termeniñ ar pennaennoù ha lakaat anezho da dalvezout el lec’h-mañ-lec’h.

« Brezhoneg, yezhoù minorelaet : amzer-da-zont ha treuzkas er familhoù », d’an 23 ha 24 a viz Du 2018 en Oriant, aozet asambles gant Skol-veur Kreisteiz Breizh.

« Emgavioù etrerannvroel war ar yezhoù hag ar sevenadurioù rannvro (RILCR) » – Roazhon ha Sant-Maloù, eus ar 26 d’an 28 a viz Du 2014

Bep bloaz e vez bodet en Emgavioù dileuridi eus un dek rannvro bennak eus Frañs, koulz re an douar bras ha re dramor, dezho da gendivizout war ar politikerezhioù evit brudañ liested ar yezhoù hag ar sevenadurioù rannvro, tennañ o mad digant skiant-prenet an eil re hag ar re all, ha kas oberoù da benn asambles.

Bodet e oa bet an dud e 2014 en-dro d’an tem : « An adreizh tiriadel : Identelezhioù sevenadurel ha yezhel ha diorren an tiriadoù ».

Kendiviz « Identelezhioù e Breizh » – Roazhon, 9 a viz Du 2012, e Skol-veur Roazhon 2

Fellet ez eus d’ar C’huzul sevenadurel ha da Skol-veur Roazhon 2 lakaat e-kerz an holl titouroù ha prederennoù a-berzh skolveuridi diwar-benn an identelezh dre-vras, ha hini Breizh dreist-holl.