Traoù ho peus da c’houlenn ?

Crédit : Eugénie Ragot – L’école à la maison

Pegoulz e c’hallin kevreañ ouzh ar c’has uhel-kenañ dre ar wienn optikel ?

Tamm-ha-tamm e vo staliet gwiennoù optikel e pep lec’h e Breizh ac’hann da 2026, en eil kumun war-lerc’h eben, en eil karter war-lerc’h egile. Evit gouzout pegoulz en em gavo ar wienn optikel betek du-se, sellit ouzh ar gartenn a gaver amañ.

Perak e pad ken pell staliañ ar gwiennoù optikel ?

Ur pezh mell chanter eo staliañ gwiennoù optikel evit ouzhpenn 3 milion a dud e Breizh hag evit en ober e ranker lakaat kalz a arc’hant hag a araezioù industriel. Programmet e vez an traoù diouzh ar pezh a vez d’ober kentañ gwellañ e-keñver an ezhommoù ha kempenn an tiriad.

Kevreet eo ma amezeg dre ar wienn ha me n’on ket avat. Petra zo kaoz ?

Ne vez ket staliet ar gwiennoù optikel diouzh harzoù ar c’humunioù. Graet e vez diouzh linennoù ar rouedad pellgomz a oa bet savet meur a zek vloaz zo. Sellit e-barzh lec’hienn korvoer hor rouedad ha gallout a rit kevreañ dre ar wienn optikel. Ma vez gwir, kit e darempred gant ho pourvezer moned war Internet. Ma vez diaezamantoù na chomit ket da dortal : roit da c’houzout d’an embregerezh THD Breizh

Staliet e vo gwiennoù optikel em c’humun : pegeit e pado al labourioù ?

Ur bloaz, well-wazh, e pad al labourioù evit pep kumun. Diouzh perzhioù pep kumun ha diouzh niver al lugelloù e c’hall an traoù bezañ disheñvel, evel-just. Rak evit staliañ ar wienn optikel e ranker ober war-dro difraeoù melestradurel, teknikel, war dachenn al lezennoù zoken, kas meur a studiadenn da benn, goude-se e vez labourioù ijinerezh sivil ha staliet e vez aveadurioù war hedoù hir-tre pa vezont berniet an eil re war ar re all.

Penaos gouzout pegoulz e c’hallin kevreañ ouzh ar wienn optikel ?

Sellit ouzh hor c’hartenn evit gouzout e peseurt bloaz eo sañset al labourioù da vezañ. Pa vo deuet ar mare n’ho po ken sellet ouzh ar gartenn lakaet enlinenn gant korvoer ar rouedad pe gant an embregerezh.

Daoust ha troc’het e vo Internet du-mañ keit ha ma vo an dud o staliañ al linenn kas uhel-kenañ ?

Alies-tre e vez lakaet al linennoù kas uhel-kenañ e gwienn optikel da dremen dre ar memes hent gant ar rouedad pellgomz a zo dija. Ne vo kevreet ho lojeiz ouzh ar wienn nemet gant ma vo bet staliet ar rouedad en ho straed dija ha gant m’ho po paeet ur c’houmanant dre wienn gant un oberataer. Da c’hortoz e virit ar gevreadenn a oa du-se betek-henn.

Pegement e kousto koumanantiñ d’ar c’has uhel-kenañ dre ar wienn optikel ? Ha ret e vo din paeañ ar frejoù staliañ ?

Termenet e vez priz ar c’houmanant d’ar c’has uhel-kenañ dre ar wienn optikel gant ar bourvezerien monedoù Internet. Heñvel a-walc’h eo priz ar c’houmanant d’ar c’has uhel-kenañ dre ar wienn optikel ouzh ar prizioù evit ar rouedad kouevr.

Frejoù kenstagañ pe frejoù mont war ar rouedad a c’hall bezañ fakturennet gant an oberataer. Diouzh politikerezh kenwerzhel hoc’h oberataer e c’haller profañ ar frejoù-se deoc’h.

N’on ket kevreet ouzh Internet c’hoazh pe re c’horrek eo ma c’hevreadenn. Gallout a ran kaout ar c’has uhel-kenañ diouzhtu ?

Graet e vez da gentañ-penn war-dro an takadoù (karterioù, kêriadennoù, kêrioù bihan) lec’h m’eo stank an tiegezhioù n’o devez ket kas uhel a-walc’h. E lec’hioù zo e vo nevesaet ar rouedad kouevr da c’hortoz ar wienn optikel da vezañ staliet. Diskoulmoù all zo ivez da c’hortoz (s.o. ar goulenn 9).

Peseurt diskoulmoù zo da c’hortoz ma n’eo ket staliet ar wienn du-mañ c’hoazh ?

Ma n’eo ket kreñv a-walc’h ho krevreadenn ADSL ez eus diskoulmoù evit mont war Internet dre gas uhel, evel dre loarell pe 4G diloc’h. Evit gouzout hiroc’h, sellit e-barzh lec’hiennoù ar bourvezerien monedoù Internet. Bez’ ez eus ivez eus al lec’hienn-mañ a zo erbedet gant Megalis Breizh.

Diaezamantoù am eus evit kevreañ ouzh Internet, gant piv e rankan mont e darempred ?

Mégalis Breizh hag ar strollegezhioù e Breizh n’int ket pourvezerien monedoù Internet. Sevel a reont ar rouedad gwiennoù optikel a vez lakaet e kerz ar bourvezerien monedoù Internet. Ret eo deoc’h neuze mont e darempred gant hoc’h oberataer evit kement diaezamant teknikel hag a sell ouzh kevreañ.

Penaos koumanantiñ d’ar c’has uhel-kenañ dre ar wienn optikel ? Ret eo din cheñch oberataer ?

Adal ma vo staliet ar rouedad e-kichen du-se e c’hallot gwelet gant ar pourvezer moned Internet dibabet ganeoc’h evit koumanantiñ d’ar c’has uhel-kenañ dre ar wienn optikel. Ma vez kinniget koumanantoù d’ar c’has uhel-kenañ en ho takad gant hoc’h oberataer betek-henn, ne vo ket ret deoc’h cheñch.

Daoust ha ret eo ober labourioù em lojeiz evit kevreañ ouzh ar c’has uhel-kenañ ?

Ya. Evit gallout kevreañ ouzh ar c’has uhel-kenañ dre ar wienn optikel eo ret deoc’h staliañ ul lugell nevez en ho lojeiz ha marteze cheñch hoc’h ostilhoù. Graet e vo ar gevreadenn-se ur wech m’ho po graet ur goulenn gant ar pourvezer moned Internet, a lavaro hiroc’h deoc’h war an doare d’ober.

Penaos anaout roll an oberataerien evit al lec’h m’emaon o chom ?

Roll an oberataerien evit ar rouedad publik dre ar wienn optikel e Breizh evit ar mare a gaver amañ.

Ne fell ket din e vefe staliet ar wienn optikel du-mañ, petra eo ret din ober ?

N’ho peus netra d’ober da neuze. Delc’her a rit gant ho koumanant evel bremañ. Adal ma vo graet ur goulenn ha paeet ur c’houmanant ganeoc’h gant un oberataer e vo staliet an traoù du-se, paneve se ne vo ket graet.

Ha gallout a ran mirout ma linenn bellgomz kozh e kouevr ?

Ya, gallout a rit mirout ho linenn bellgomz e kouevr ma ne fell ket deoc’h bezañ kevreet dre ar wienn optikel.

Hon holl geleier

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ