Ur raktres evit an holl vreizhiz
Gouestlet o deus an oberataerien brevez staliañ roudedadoù gwienn e kêrioù hag e tolpadoù-kêrioù zo. Setu ma’z eus bet divizet staliañ ar wienn er peurrest eus an tiriad gant ar Rannvro ha strollegezhioù Breizh (ar 4 departamant hag an 59 etrekumulenezh a zo e Breizh), bodet e-barzh ar sindikad kemmesk Mégalis Bretagne.
Staliet e vo ar wienn en ur mod kevatal : pa vo luget un takad war ar maez e vo luget unan all e kêr. Evel-se e c’hallo an holl Vreizhiz mont d’ar memes servijoù gant un deiziadur reizh evit an holl.
Ac’hann da 2026 e vo 3 frantad bras er staliañ, lerc’h-ouzh-lerc’h :
Gwelit pegoulz e vo du-se war lafibrepourtous.bzh