Roll strollegezhioù Breizh

Ur rouedad a intrudu publik

Evit staliañ an 50 000 km bennak a funioù en hon tiriad ez eus bet divizet gant an dilennidi vreizhat krouiñ ur rouedad a intrudu publik. Ur mad publik e vo ar rouedad-se, perc’hennet gant ar strollegezhioù bodet e-barzh ar sindikad kemmesk Mégalis Bretagne, hag e-se perc’hennet gant ar Bretonezed hag ar Vretoned. Skoazellet eo gant ar Stad ha gant Europa dre ar Font europat evit an diorren rannvroel.

Evit ur rannvro evel Breizh ez eo ar wienn optikel unan eus an traoù rekis evit diorren ekonomiezh hon holl diriadoù en ur mod kempouez ha derc’hel an implij. Ur benveg a bouez eo ivez evit kreñvaat hor c’hengred ha gwarantiñ ar genstagded en hor rannvro.


Loïg Chesnais-Girard, Prezidant Rannvro Breizh