Kalz a vad evit an implij hag ar stummañ e Breizh

Crédit photo : Jérome Sevrette

Ar wienn optikel : ur filierenn nevez danvez ganti

Diwar ar raktres Ar wienn optikel evit an holl e Breizh war-eeun e teu kalz a vad evit an ekonomiezh, al labour hag ar stummañ e Breizh pa ro lañs d’ur filierenn vicherel nevez : stalier·ien·ezed, teknikour·ien·ezed… Er filierenn-se, danvez enni evit an amzer-da-zont, e vez krouet postoù labour stabil gant barregezhioù resis hag a vez priziet gant an embregerezhioù.

Rannvro Breizh (asambles gant he c’hevelerien) he deus lakaet he c’hinnig stummadurioù da vont diouzh ar goulenn-se a ya war greskiñ.

200 a dud hag a zo o klask labour a vez stummet bep bloaz war meur a vicher liammet ouzh ar gwiennoù optikel. Stummadurioù perzhekaat int, kinniget e Breizh hag arc’hantet gant Rannvro Breizh da-geñver ar programm QUALIF Emploi.

Emaoc’h o klask labour pe ur stummadur ?

Er programm QUALIF Emploi lusket gant Rannvro Breizh e kinniger meur a stummadur perzhekaat war dachenn ar gwiennoù optikel :

  • Treser·ez Raktreser·ez evit rouedadoù pellgehentiñ (GRETA)
  • Stalier·ez rouedadoù pellgehentiñ
  • Teknikour·ez evit rouedadoù pellgehentiñ (AFPA)

3 aozadur a ra war-dro ar stummadurioù-se e Breizh. Evit gouzout kement a sell ouzh danvez ha lec’hioù ar stummadurioù-se, sellet ouzh ar roll enlinenn :

  • GRETA Aodoù-an-Arvor
  • Pol Stummañ UIMM
  • AFPA Kavout labour

Evit anaout ar skoazelloù a c’hallit goulenn ha penaos ober evit kaout anezho, sellit amañ !

Stummadurioù war dachenn ar gwiennoù optikel : micherioù an amzer-da-zont

La fibre pour tous en Bretagne – Témoignage de la SCOP TRB