Chanterioù da zont war dachenn an energiezh

Crédit photo : Pascal Leopold

Er 115 a liseoù a zo e dalc’h ar Rannro e vez mestroniet an dispignoù a-fet energiezh (tommerezh ha tredan) abalamour da zigreskiñ levezon ar savadurioù niverus ha liesseurt-se war an danvezioù energiezh ha war an hin. Stag eo Steuñv Energiezh al Liseoù ouzh Breizh Cop, a zo un programm hollek hag a-stroll kaset war-raok gant Rannvro Breizh abaoe 2017 evit sevel Bretagne da zont en ur mod reizh ha diazezet war ar cheñchamant boazioù.

Lakaet e vez Steuñv Energiezh al Liseoù e pleustr abaoe miz Mezheven 2019 evit an holl liseoù publik e Breizh. Ur programm bras eo evit tizhout a-benn 2050 un digresk 60% evit an energiezh bevezet ha 50% evit ar gazoù efed ti-gwer taolet. War ar 100 milion a euroioù a vez lakaet ganeomp bep bloaz evit al labourioù el liseoù e vez gouestlet 20 milion d’an oberoù stag ouzh ar steuñv-mañ.

Anaout ar pezh a vez bevezet ganeomp evit beveziñ nebeutoc’h, sed aze ul lodenn a bouez bras evit mestroniañ an energiezh. Rak-se e vez graet aoditoù (10 e 2019 ha 15 bep bloaz da c’houde) evit gwelet stad an traoù dre vras el liseoù. Staliet e vo ostilhoù e pep savadur er 5 pe 7 vloaz da zont evit evezhiañ, kontañ ha sturiañ an energiezh abalamour da vuzuliañ ar pezh a vez bevezet, gwelet ar pezh a ya a-dreuz ha neuze reizhañ.

Adal ma vo graet kement-se, dao d’al labourioù ! Kregiñ a reomp gant ar programm adkempenn ha difuiñ gant diavaez ar savadurioù a zo anezho dija hag erru kozh (3 lise ar bloaz). Labouret e vez gant danvezioù yac’h. Ar pal eo lakaat ar beveziñ da zigreskiñ betek 50% er savadurioù adkempennet.

Implijout koad

Evit kaout liseoù arboellus, koulz evit sevel anezho hag evit ar pezh a sell ouzh adkempenn anezho evit an energiezh, eo gwell implijout koad. Al lise mor Florence Arthaud e Sant-Maloù, bet digoret e distro-skol 2016, zo bet savet gant seurtoù koad eus ar vro. Ur skouer vat eo a-fet ekosavadur, dilontek e-keñver energiezh hag aer a galite ennañ. Pa oa bet adkempennet lise Brekiniou e Roazhon, kêriad Kerichen e Brest, savet o-daou er bloavezhioù 60, hon doa graet labourioù difuiñ bras dre an diavaez gant frammoù koad. E-giz-se e c’haller dispign 60% nebeutoc’h a energiezh. Graet ez eus bet kemend-all el liseoù Colbert en Oriant, Yann-Vari ar Brizh e Douarnenez hag Amiral Ronarc’h e Brest.