Ober gant energiezhioù nevezadus

Crédit : Thomas Crabot

Gouestlañ kemer perzh er cheñchamant energiezh er 115 lise eur karget da verañ a dalvez ivez produiñ hag implijout muioc’h a energiezhioù nevezadus.

Danvez zo gant toennoù al liseoù da broduiñ energiezh, ha n’eo ket dister. Hiziv an deiz ez eus 25 a staliadurioù fotovoltaek o vont en-dro. Ar pezh a fell deomp ober eo goleiñ kement toenn a c’hall bezañ gant panelloù-heol evit lakaat digreskiñ ar fakturennoù tredan evit al liseoù ha gounit arc’hant diwar an energiezh produet.
Lakaat a reomp ivez kenstagañ muioc’h-mui a liseoù ouzh an RCU (rouedadoù tommerezh kêr). 13 lise (re zo e Roazhon, Brest ha Loudieg) a vez tommet hiziv an deiz dija gant ar rouedadoù-se meret gant kêrioù pe tolpadoù-kêrioù. Pal ar Steuñv eo kenstagañ 35 lise a-benn 2050.
Un dra d’ober kentañ-wellañ ive eo kenstagañ 35 lise e Breizh a-benn 2050 ouzh tommerezhioù hag a ya en-dro gant greunigoù koad, pa n’eus nemet 2 evit ar mare.
Evit tizhout ar palioù e-keñver an energiezh nevezadus el lise e vez prenet, ar muiañ ma c’haller, energiezh c’hlas digant ar broduerien. 8 lise a ya en-dro gant tredan glas pe nevezadus hiziv an deiz, ha muioc’h-mui a vo anezho.

Ur skol-lojañ giz nevez

El lise Breselien e Gwern-Porc’hoed ez eus ur skol-lojañ nevez hag a zo ur skouer vat a-fet ekosavadur. Savet eo bet en ur framm betoñs/koad, gant ur bardaj koad kistin evit an talbennoù diavaez, un difuiñ kreñvoc’h (gloan-gwer ha gloan-koad) hag un doenn c’hlasvez. Ennañ ez eus ivez ur reizhiad aveliñ kas-digas, adtapet e vez energiezh diwar an aer a vez tennet, hag un tommerezh koad a domm ur rouedad adc’hraet penn-da-benn.

Al lise Simone Veil e Liverieg

E distro-skol 2020 e vo digoret al Lise Simone Veil e Liverieg, a vo degemeret 1200 skoliad ennañ. Ur skouer vat eo al lise-mañ a-fet ekosavadur. En 9 savadur a zo eno, war un dachenn 46 000 m2, e vez graet ar muiañ ma c’haller gant staliadurioù gouzañvat evit dispign an nebeutañ ar gwellañ evit an energiezh, koulz a-fet tommañ, sklêrijennañ hag aveliñ.

Hon holl geleier

Koumanantit d’hol lizher-kelaouiñ