680 M€ evit talvoudusaat barregezhioù an dud

Lakaat a reomp hor politikerezhioù disheñvel e-keñver ekonomiezh, fiñvusted, stummañ, kelaouiñ hag heñchañ a-unan evit skoazellañ ar Bretonezed hag ar Vretoned d’en em varrekaat. Ar c’henober-se a vez graet da-heul ar follenn-hent strategel a zo eus ar Gevrat steuñv rannvroel evit diorren ar stummadurioù hag an heñchadurioù micherel (KSRDSHM), a zo talvoudek da vat hiviziken. E 2020 emaomp o vont da greñvaat hor c’hinnigoù stummañ evit an dud a glask labour ha da ledanaat tachenn al lec’hioù IDEO, an doare nevez da ginnig d’an holl ditouroù war ar micherioù hag ar stummadurioù.

  • 1Md €
    eo sammad ar steuñv postañ evit harpañ al liseoù gant o zreuzkemm energetek.
  • 6500
    stajiad a raio o mad eus PREPA Clés e 2020

Al liseoù, obererien an debriñ mat hag an treuzkemm energiezh

Degemeret eo bet ar follenn-hent « engouestl an debriñ mat evit an holl » gant dilennidi ha dilennadezed ar Rannvro e miz Du 2019. He fal eo broudañ an dud war-zu cheñchamant ekologel hag ekonomikel ar filierennoù produiñ, treuzfurmiñ ha dasparzhañ. El lusk-se o deus al liseoù ur perzh a-bouez-bras da gemer. E 2020 e vo renet oberoù kizidikaat ha kehentiñ evit kelaouiñ ar skolidi hag ar gumuniezh kelenn en he fezh war dalc’hoù an « debriñ mat » hag ivez evit o lakaat da vat er cheñchamant-se. Un evezh dibar a vo lakaet gant 15 lise skouer. Al liseoù a-youl-vat-se o do kuzulioù teknek spis war ar produiñ, an dibaboù hag ar stourm ouzh ar foranañ boued.

Kemer a raint perzh ivez e Steuñv Energiezh al Liseoù, ur programm bras evit digreskiñ ar beveziñ energiezh a 60% hag an dileuskel gaz efed ti-gwer a 50% a-benn 2050. Lakaet e vo da dalvezout e 2020 en ur sevel ur gwir strategiezh evit diorren an energiezh fotovoltaek hag an energiezhioù adnevezus dre vras, donaat an anaoudegezh war glad ar rannvro ha seveniñ oberoù fetis evel bodañ obererien al liseoù hag adneveziñ ar savadurioù.

PREPA Clés : ur c’hinnig nevez o tispakañ

C’hoant hon eus e c’hallfe pep Breizhadez ha pep Breizhad o klask labour stummañ un hent dezho o-unan gras da ginnigoù stummadurioù, ha pa vefe evit kavout ur vicher, cheñch micher pe c’hoazh en em varrekaat. Ar c’hinnig PREPA Clés, bet roet lañs dezhañ e 2019, a lakaio ar pouez e 2020 war donaat ar barregezhioù pennañ evit tud o klask labour, evel donaat gouiziegezhioù diazez, gouzout ober gwelloc’h gant an teknologiezhioù niverel pe tapout un testeniekadur. Graet eo ar c’hinnig-se, a gaver e 30 lec’h e Breizh, evit stourm ouzh an dislennegezh dreist-holl hag evit ma vefe gwelloc’h ebarzhet an dud vreskañ en teknologiezhioù niverel.

Lakaat bevañ pinvidigezh ar yezhoù

E 2020 e vo graet ur bilañs etre ar gevelerien eus ar « C’hendivizad a-ziforc’h evit treuzkas yezhoù Breizh ha diorren an implij anezho er vuhez pemdez » bet sinet e miz Kerzu 2015 etre ar Rannvro, ar Stad ha skolioù-meur Breizh-Izel ha Roazhon 2. Gant al labour-se e c’hallor sevel ur c’hendivizad uhelek nevez evit ar prantad 2020-2025, hag a harpo peurgetket diorroadur ingal ar c’helenn divyezhek ha diret. Kendelc’her a raimp da strivañ evit obererien ar c’helenn hag ar stummañ oadourien war ar brezhoneg. Evit ar pezh a sell ouzh ar gallaoueg e savimp ur c’hentañ Poellgor ar Gallaoueg a vo bodet ennañ dileuridi ensavadurel evit prederiañ war sevel asambles ur politikerezh da wareziñ ha diorren ar gallaoueg.

An durc’hadurioù pennañ

  • Suraat kalite an darempred etre an implijoù hag ar stummañ
  • Brudañ taolioù intrudu el liseoù evit ar re yaouank ha ganto ha gwellaat doareoù an degemer anezho war ar pemdez
  • Gwellaat framm savadurioù al liseoù, o mont en-dro hag an aveadurioù anezho
  • Kreñvaat an enklask hag an deskadurezh uhel
  • Suraat ar stummadurioù yec’hed ha sokial
  • Diorren ha gwellaat ar c’hinnigoù stummadurioù evit respont da zaeoù an ekonomiezh, ar gevredigezh, hag an endro
  • Diorren yezhoù Breizh