Filtre en cours : archives


  1. Divizoù gant ar Rannvro
    Pep tra diwar-benn ar budjed evit 2017

    Elus dans l'hémicycle régional

    D’an 9, 10 hag 11 a viz C’hwevrer e oa bet breutaet gant an 83 dilennad eus ar Rannvro, ha degemeret ar budjed rannvroel evit 2017 : ur budjed 1,62 miliard €, brasoc’h eget hini ar bloavezh kent. Kit da welet doareoù pennañ ar budjed-se hag an holl vreutadegoù e video war bretagne.bzh.

    Assemblée 

    Lire la suite


  2. Gweladenn ar C’hentañ Ministr e Breizh
    Emglevioù evit meurgêrioù abalamour da harpañ ar mont-ha-dont a skiant vat ha kampus ar mor er bed.

    E Breizh e oa Bernard Cazeneuve d’ar 26 a viz Genver. Bet e oa e Roazhon hag e Brest, asambles gant meur a vinistr hag ar Prezidant Le Drian.

    Numérique  Énergie  Apprentissage  Mer 

    Lire la suite


  3. Diorren padus
    Kemerit perzh en 11vet Trofeoù an diorren padus !

    visuel Trophées développement durable 2017

    Un embregerezh, ur stal stummañ, ur gevredigezh pe un oberer publik oc’h, ha kemer a rit perzh en un obererezh hag a ya a-du gant an diorren padus ? It war ar renk evit Trofeoù Breizh an diorren padus 2017 (digor eo ar galv d’ar raktresoù betek ar 17 a viz Kerzu) !

    Développement durable 

    Lire la suite


  4. Crowdfunding
    Rannvro Breizh, buanaer evit mennadoù ar yaouankizoù

    Etre 18 ha 29 bloaz oc’h ? Ho raktres zo nevezus, krouus hag a zegas e lod evit reiñ startijenn da diriad Breizh ? Evit gallout kaout un taol-skoaz gant Rannvro Breizh, kit war ar renk evit ar galv da raktresoù adal an 12 a viz Mae en ur lakaat hoc’h anv war unan eus an div gensavenn crowdfunding, Gwenneg pe Kengo !

    Jeunesse 

    Lire la suite


  5. Enklask
    Ur studiadenn nevez diwar-benn an niverel e Breizh

    Vue d'un foyer avec jeune garçon devant son ordinateur portable en premier plan, et reste de la famille en second plan, dans la cuisine. Deux autres enfants sont attablés devant un autre ordinateur.

    Gwiaderien stank-ha-stank, muioc’h-mui a vinvioù hag a implijoù hezoug, teknologiezhioù nevez o tont war-wel hag a zedenn muioc’h-mui an embregerezhioù hag ar strollegezhioù... Embannadur 2016 « Implij an niverel e Breizh » a dres poltred ur rannvro bepred kevreetoc’h.

    Numérique  Territoire 

    Lire la suite


  6. Diorren padus
    Kevrat keveliñ nevez gant inizi Breizh ar C’huzh-heol

    Une île du Ponant

    A-vaez da aodoù Breizh, n’eus anezho a-wechoù nemet tachennoù un nebeud kilometroù karrez. Pinvidik meurbet int avat… : d’ar Gwener 10 a viz Gouere, e oa bet sinet gant Kevredigezh inizi ar C’huzh-heol – hag a vod 12 enezenn a Vreizh – ur gevrat keveliñ evit ar bloavezhioù 2015-2020 gant ar Rannvro hag ar Stad evit un diorren padus diouzh al lec’h...

    Développement durable 

    Lire la suite


  7. Terkerezh an tiriad
    Menez-Mikael deuet da enezenn en-dro

    Setu disoc’h tost 20 vloaz a studi hag a labourioù, pazenn ziwezhañ terkadur bae Menez-Mikael. Digwener e oa bet distrujet ar chaoser a stage ar Menez d’an douar-bras. Souezhus-eston e oa an dra-se dija ha boemusoc’h c’hoazh e oa bet gant ar mareoù kreñv-kenañ.

    Tourisme 

    Lire la suite


  8. Galv da ziskouez e youl
    Ur skoazell da ziorren an ekonomiezh-kelc’h

    En ekonomiezh-kelc’h e lakaer oberoù disheñvel hag a sikour da verañ gwell an danvezioù, an adaozañ en o zouez.

    Evit ma vo implijet gwell an danvezioù hep dale e kinnig ar Rannvro d’an embregerezhioù ha d’ar strollegezhioù a zo war an dachenn skoazellañ o raktresoù ma klotont gant doareoù produiñ an ekonomiezh-kelc’h.

    Économie  Développement durable 

    Lire la suite


  9. Zoum video
    Ur gevrat diorren padus gant inizi Breizh

    Gwareziñ endro an inizi, derc’hel o foblañs warno, diorren an armerzh, al lojeiz hag ar servijoù... Setu pal ar Rannvro gant he stignad da skoazellañ inizi Breizh. Amañ e weloc’h raktresoù skouer war Enez-Groe en ur video.

    Mer  Territoire 

    Lire la suite


  10. Agenda 21
    8vet Trofeoù an diorren padus : al loreidi !

    les lauréats 2013 et les organisateurs des Trophées bretons

    Grit anaoudegezh gant pemp loread 2013, o deus sevenet an traoù heverkañ e Breizh evit an diorren padus.

    Développement durable  Territoire 

    Lire la suite