Yezhoù Breizh Mizvezh ar brezhoneg ha mizvezh ar gallaoueg !
E miz Meurzh e vo enoret yezhoù Breizh gant « Mizvezh ar Brezhoneg » ha « Mizvezh ar gallaoueg - Maiz du Galo » ! Pe e vefe gant stummadurioù, obererezhioù sevenadurel pe binvioù burevek, digarez a vo roet deoc’h d’ober anaoudegezh gant an doareoù a vil vern zo d’ober, bemdez, gant unan eus hon div yezh, ha perak pas gant an div.
Bannoù-treset « Tintin en Amerika » embannet e brezhoneg
Dimerc’her diwezhañ e oa deuet « Tintin en Amerika » er-maez. Ar wech kentañ eo d’al levr-se da vezañ embannet e brezhoneg. Abadennoù sinañ an embannadur nevez-se e-kerzh Festival al levrioù e Karaez d’ar Sadorn 28 a viz Here adalek 3 eur gm hag er stal-levrioù M’enfin e Roazhon da 6 e d’abardaez d’an 3 a viz Du !
Lavaret e oa bet d’ar gevelerien bublik, d’ar re brevez ha d’ar c’hevredigezhioù dont da Roazhon d’ar 15 a viz Here evit Emgavioù rannvroel ar brezhoneg. Un abadenn evit ober ar bilañs eus ar politikerezh-yezh lakaet war-sav gant ar Rannvro.
Yezhoù rannvro Koulzad brudañ : kemerit kentelioù brezhoneg !
E Sant-Brieg, d’an 9 a viz Gwengolo tremenet, e savadurioù an Tolpad-kêrioù, e oa bet roet lañs d’ar c’houlzad bloaz evit brudañ ar c’hentelioù brezhoneg d’an dud deuet.