Filtre en cours : Innovation


  1. Ekonomiezh
    Luskat ar « Breizh Fab » evit modernaat an industriezh e Breizh

    A-viskoazh eo bet Breizh ur vro a industriezh ha ret eo dezhi delc’her da vezañ ! He c’hevelerien evit diorren hec’h ekonomiezh (Stad, Rannvro, industriourien) o doa sinet « steuñv industriel Breizh 2020 » d’ar Meurzh 27 a viz Meurzh kement hag adlavaret o bolontez boutin dezho-holl : ur stignad tiriadel, « Breizh Fab » e anv, diazezet war dri ahel...

    Développement économique  Emploi  Innovation 

    Lire la suite


  2. Lid-digeriñ
    Ti Lab, labourva rannvroel an neveziñ publik

    Kaout fiziañs en ijin a-stroll ha lakaat an implijerien e-kreiz ar jeu abalamour da wellaat ar servijoù publik : setu al labour arnodiñ a vo kaset da benn gant Ti Lab, labourva rannvroel an neveziñ, digoret ez-ofisiel diriaou e Roazhon.

    Innovation 

    Lire la suite


  3. Abadenn evit an distro
    « 360 tra hag a c’haller ober, an neveziñ er mod BZH », d’ar 7 ha d’an 8 a viz Here

    Visuel de la manifestation

    Abadenn vras an distro eo evit an neveziñ, ha gouestlet eo d’an embregerezhioù ha da oberourien an neveziñ. Goude ma oa bet graet berzh gant an abadenn gentañ warlene e Roazhon e aoz Breizh Diorren Neveziñ « 360 tra hag a c’haller ober, an neveziñ er mod BZH » un eil gwech, d’ar 7 ha d’an 8 a viz Here e Brest.

    Économie  Innovation  Cop 21 

    Lire la suite


  4. Postadurioù an amzer-da-zont
    Seizh raktres eus Breizh evit ar c’hresk glas

    Seizh raktres evit ar c’hresk glas zo e-touez ar 174 raktres dibabet da-heul ar galv da raktresoù broadel « Oberennoù EBE » evit an treuzkemm energetek hag ekologel (programm broadel a bostadurioù evit an amzer-da-zont).

    Innovation  Mer 

    Lire la suite


  5. Skoazelloù rannvroel
    Emaoc’h o raktresañ krouiñ un embregerezh nevezus ?

    Open Space

    E Breizh ez eus ur rouedad frammoù evit sikour an neveziñ koulz hag ur stignad skoazelloù arc’hant hag a harp nevezadennoù an embregerezhioù. Ar poent war ar sikourioù d’ar c’hrouiñ embregerezhioù nevezus

    Innovation  Entreprise 

    Lire la suite


  6. Energiezhioù mor
    Ur rod-vor nevez er-maez da Vreizh

    hydrolienne

    Goude ar rod-vor Sabella a oa bet staliet er-maez da enez Eusa e 2015, e oa tro ar rod-vor RELS/Openhydro da vezañ lakaet er-maez da Enez-Vriad, dimerc’her, evit tennañ gounid eus ar redoù-mor a zo en-dro d’an enezenn. Gant an eil rod-vor a vo staliet en nevezamzer ez aio d’ober an uzin gentañ a vo luget ouzh ar rouedad tredan vroadel.

    Énergie  Innovation  Mer 

    Lire la suite


  7. Armerzh Breizh
    Graet ur c’hammed nevez gant Breizh Up, ar font rannvroel evit kenarc’hantañ an embregerezhioù

    E miz Ebrel tremenet e oa bet votet gant ar Vodadenn rannvroel ar font Breizh Up, savet evit skoazellañ an embregerezhioù nevezus yaouank e Breizh. Dilennet eo bet e brezidant hag an embregerezh merañ.

    Économie  Innovation  Europe 

    Lire la suite


  8. Tiriad Breizh ha niverel
    Erruet eo ar « .bzh » !

    Ar sizhun-mañ e teu ar « .bzh » war wel er gwiad goude dek bloavezh labour. Ar rannvro c’hall gentañ gant hec’h astenn Internet dezhi hec’h-unan e vo Breizh.

    Numérique  Innovation 

    Lire la suite


  9. Tiriad hag identelezh
    456 keveler evit ar merk Breizh

    Logo de la Marque Bretagne

    Abaoe miz Genver 2011, pa oa bet krouet ar merk Breizh, ez eus bet bodet 456 keveler gantañ : 207 embregerezh, 128 kevredigezh ha 121 aozadur publik ha lezpublik.

    Économie  Innovation 

    Lire la suite


  10. Enklask ha neveziñ
    Ur strategiezh nevez evit poloù kevezusted Breizh

    D’an 10 a viz Genver e oa bet sinet gant ar poloù Mor Breizh Atlantel, Valorial ha Skeudennoù & Rouedadoù ur gevrat efedusted gant ar Rannvro.

    Innovation  Recherche  Pacte d'avenir Bretagne 

    Lire la suite