Filtre en cours : Énergie


  1. Cheñchamantoù a-fet an ekologiezh hag an energiezh
    Roet ez eus bet lañs da gCOP Rannvro Breizh !

    Eus ar c’hCOP 21 da gCOP ar Rannvro, emañ Breizh o plediñ a-zevri gant ar cheñchamantoù a-fet an ekologiezh hag an energiezh, pa ro lañs d’ar c’hCOP breizhat-se ma fell dezhi bodañ an holl dud a gemer perzh er cheñchamantoù-se. E "Kroashent ar cheñchamantoù" e oa bet bodet 700 a dud d’an 9 a viz Meurzh evit reiñ lañs d’ar jeu.

    Climat  Énergie  Eau  Développement durable  CopBzh 

    Lire la suite


  2. Gweladenn ar C’hentañ Ministr e Breizh
    Emglevioù evit meurgêrioù abalamour da harpañ ar mont-ha-dont a skiant vat ha kampus ar mor er bed.

    E Breizh e oa Bernard Cazeneuve d’ar 26 a viz Genver. Bet e oa e Roazhon hag e Brest, asambles gant meur a vinistr hag ar Prezidant Le Drian.

    Numérique  Énergie  Apprentissage  Mer 

    Lire la suite


  3. Cheñchamant energiezh
    Dizoloet eo bet raktres skouer ar parkad rodoù-avel war-neuñv e Groe

    représentation d'éoliennes flottantes en 3 D

    A-benn 2019 e vo staliet ur parkad gant meur a rod-avel war-neuñv el lec’h dibabet er su da enez Groe. Displeget e oa bet raktres ar stroll industriel skoazellet gant Rannvro Breizh d’ar Meurzh 5 a viz Ebrel e Pariz. Ar pal : ober taolioù-esae evit gwellekaat an danframmoù hag an teknologiezhioù a-fet rodoù-avel, hag ivez evit gwiriekaat patrom arm...

    Économie  Énergie  Développement durable 

    Lire la suite


  4. Cheñchamant a-fet energiezh ha teknologiezh niverel
    Rouedad SMILE : war-zu rouedadoù tredan naouek ar C’hornôg

    Rannvroioù-skouer eo Breizh ha Broioù al Liger a-fet diorren ar rouedadoù tredan naouek a-vras hiviziken. Emgav o doa en Oriant, d’ar Gwener 22 a viz Ebrel, gant ar 160 keveler a gemer perzh er raktres evit reiñ lañs d’an traoù dirak Jean-Yves Le Drian ha Bruno Retailleau, prezidant Rannvro Broioù al Liger.

    Numérique  Énergie  Développement durable 

    Lire la suite


  5. Energiezh
    Rouedadoù tredan naouek : Breizh dibabet evit ar galv da raktresoù

    Logo Smile

    D’ar Meurzh 15 a viz Meurzh, Ségolène Royal hag Emmanuel Macron o doa taolet pled ouzh ar raktres SMILE, goude ur galv da raktresoù gant ar Steuñv rouedadoù tredan naouek. Breizh hag ar Broioù al Liger a vo un tiriad skouer evit diorren rouedadoù tredan naouek a-vras.

    Climat  Économie  Énergie 

    Lire la suite


  6. Energiezhioù mor
    Ur rod-vor nevez er-maez da Vreizh

    hydrolienne

    Goude ar rod-vor Sabella a oa bet staliet er-maez da enez Eusa e 2015, e oa tro ar rod-vor RELS/Openhydro da vezañ lakaet er-maez da Enez-Vriad, dimerc’her, evit tennañ gounid eus ar redoù-mor a zo en-dro d’an enezenn. Gant an eil rod-vor a vo staliet en nevezamzer ez aio d’ober an uzin gentañ a vo luget ouzh ar rouedad tredan vroadel.

    Énergie  Innovation  Mer 

    Lire la suite


  7. Hin
    Breizh e Cop 21

    Er Guzuliadeg vedel war an hin e oa bet dileuridi eus ouzhpenn 150 bro e Pariz, etre an 30 a viz Du hag an an 11 a viz Kerzu. Rannvro Breizh he deus degaset he lod ivez evit stourm a-enep direizhamant an hin : greomp ur bilañs eus he obererezh hag eus an abadennoù o deus merket ar bloavezh 2015 war dachenn an hin !

    Économie  Énergie  Développement durable  Cop 21 

    Lire la suite


  8. Energiezhioù mor nevezadus
    Badezet eo bet ent-ofisiel ar rod-dour D10 a-raok bezañ diskouezet d’an dud

    Pierrick Massiot, prezidant Rannvro Breizh ha Jean-François Daviau, prezidant an embregerezh Sabella, o doa badezet ar rod-dour D10 d’ar Gwener 24 a viz Ebrel. Splujet e vo er Froñveur, en donvor da enez Eusa, e miz Mezheven. Pedet e oa an dud da zont d’he gwelet d’ar Sadorn 25 a viz Ebrel da-geñver un devezh dorioù digor e porzh Brest.

    Énergie 

    Lire la suite


  9. Treuzkemm doare energiezh
    Gant ar gevredigezh yaouank Tri'Nerzh e vo stoket energiezh an heol hag an avel

    E mengleuz kaolin Berrien, e « Menez Molve » (Penn-ar-Bed) en em stalio Tri'Nerzh

    E Breizh e c’hallimp a-benn nebeut, gant krouidigezh ar c’hevredad yaouank Tri'Nerzh, stokañ energiezh an avel, an energiezh fotovoltaek hag energiezh an dour evit korvoiñ anezho. Un nevezadenn skoazellet gant ar font rannvroel Eilan gouestlet d’an energiezhioù nevezadus.  

    Énergie  Développement durable 

    Lire la suite


  10. Kendiviz broadel
    Tremen energetek : dalc’het eo bet mennozhioù Breizh

    reparation d'une éolionne dans un champ éolien

    Energiezhioù nevezadus, nevesadur termek al lojeiz, treuzdougen… : mennozhioù a-leizh kinniget gant Breizh a c’hellfe bezañ lakaet en danvez lezenn steuñviñ war an tremen energetek.

    Énergie  Développement durable 

    Lire la suite