Filtre en cours : Numérique


  1. Prenadennoù publik
    « Breizh storming » evit ar prenadennoù publik e servij an ekonomiezh

    séance de travail en petits groupes type "brain stroming"

    Divizet he deus Rannvro Breizh diazezañ ur politikerezh prenadennoù a-skiant vat e-keñver an ekonomiezh hag er sizhun-mañ he deus dalc’het ur mell « Breizh storming » gant an obererien war dachenn an ekonomiezh hag ar brenerien bublik a zo e Breizh, abalamour d’ar c’hinnig ha d’ar goulenn er prenadennoù publik da dostaat an eil ouzh egile. Un digar...

    Numérique  Entreprise  Territoire 

    Lire la suite


  2. Gweladenn ar C’hentañ Ministr e Breizh
    Emglevioù evit meurgêrioù abalamour da harpañ ar mont-ha-dont a skiant vat ha kampus ar mor er bed.

    E Breizh e oa Bernard Cazeneuve d’ar 26 a viz Genver. Bet e oa e Roazhon hag e Brest, asambles gant meur a vinistr hag ar Prezidant Le Drian.

    Numérique  Énergie  Apprentissage  Mer 

    Lire la suite


  3. Kas uhel-kenañ
    Jean-Yves Le Drian dirak koumananterien gentañ ar wienn optikel e Gazilieg

    Jean-Yves Le Drian rencontre les premiers abonnés à la fibre optique à La Gacilly

    D’an 20 a viz Genver e oa bet prezidant Kuzul-rannvro Breizh, Jean-Yves Le Drian, e Gazilieg (56), evit gweladenniñ an aveadurioù staliet er gumun hag en em gavout gant koumananterien gentañ ar wienn optikel.

    Numérique  Europe  Territoire 

    Lire la suite


  4. Cheñchamant a-fet energiezh ha teknologiezh niverel
    Rouedad SMILE : war-zu rouedadoù tredan naouek ar C’hornôg

    Rannvroioù-skouer eo Breizh ha Broioù al Liger a-fet diorren ar rouedadoù tredan naouek a-vras hiviziken. Emgav o doa en Oriant, d’ar Gwener 22 a viz Ebrel, gant ar 160 keveler a gemer perzh er raktres evit reiñ lañs d’an traoù dirak Jean-Yves Le Drian ha Bruno Retailleau, prezidant Rannvro Broioù al Liger.

    Numérique  Énergie  Développement durable 

    Lire la suite


  5. Enklask
    Ur studiadenn nevez diwar-benn an niverel e Breizh

    Vue d'un foyer avec jeune garçon devant son ordinateur portable en premier plan, et reste de la famille en second plan, dans la cuisine. Deux autres enfants sont attablés devant un autre ordinateur.

    Gwiaderien stank-ha-stank, muioc’h-mui a vinvioù hag a implijoù hezoug, teknologiezhioù nevez o tont war-wel hag a zedenn muioc’h-mui an embregerezhioù hag ar strollegezhioù... Embannadur 2016 « Implij an niverel e Breizh » a dres poltred ur rannvro bepred kevreetoc’h.

    Numérique  Territoire 

    Lire la suite


  6. Ekonomiezh niverel
    « Invest in cyber" d’ar 15 ha d’ar 16 a viz Here 2015

    Visuel de la manifestation

    Ar sibersurentez a vez lakaet da dalvezout e kalz gennadoù. E Breizh, ma’z eus ur filierenn o tiorren war an dachenn-se, e vo aozet abadenn gentañ ar vodadeg aferioù « Invest in cyber ».

    Numérique 

    Lire la suite


  7. Breizh niverel
    Ar ".bzh" digor d’an holl bremañ

    An holl dud a c’hall mirout o anv domani e « .bzh » bremañ. Ha mont a raio ar Vretoned da-heul ar gevredigezh www.bzh ?

    Numérique  Territoire 

    Lire la suite


  8. Tiriad Breizh ha niverel
    Erruet eo ar « .bzh » !

    Ar sizhun-mañ e teu ar « .bzh » war wel er gwiad goude dek bloavezh labour. Ar rannvro c’hall gentañ gant hec’h astenn Internet dezhi hec’h-unan e vo Breizh.

    Numérique  Innovation 

    Lire la suite


  9. Tiriad niverel
    Kevredigezhioù : hiviziken e c’hallit mirout ho chomlec’h gant an astenn « .bzh »

    Ouzhpenn dek bloavezh labour zo bet ezhomm. Dek bloavezh evit ma rofe an ICANN (an aozadur a reol internet) aotre d’ar Rannvro ha d’ar gevredigezh www.bzh da werzhañ an anv domani. Dek vloaz zo tremenet a-raok ma c’hallfe pep Breton diskouez e identelezh kerkent hag en e chomlec’h lec’hienn internet.

    Numérique  Territoire 

    Lire la suite


  10. Heuliad liesvedia
    Istor Breizh e tri fennad video warn-ugent

    Grit anaoudegezh gant istor Breizh (en-dro), eus – 700 000 bloaz betek hiziv, e bretagne.fr, e galleg pe e brezhoneg, en ur sellet ouzh un heuliad tri fennad video warn-ugent savet gant an ti-embann Skol Vreizh.

    Numérique  Territoire 

    Lire la suite