Filtre en cours : Économie


  1. Raktresoù an embregerezhioù
    Ar savenn arc’hantaouiñ a-stroll GwenneG skoazellet gant ar Rannvro

    Kef ar fiziadoù, gant kenlabour Rannvro Breizh, a ro skoazell d’ar savenn arc’hantaouiñ a-stroll GwenneG. Ur mod arc’hantaouiñ nevez evit sikour raktresoù an embregerezhioù.

    Économie  Apprentissage 

    Lire la suite


  2. Abadenn evit an distro
    « 360 tra hag a c’haller ober, an neveziñ er mod BZH », d’ar 7 ha d’an 8 a viz Here

    Visuel de la manifestation

    Abadenn vras an distro eo evit an neveziñ, ha gouestlet eo d’an embregerezhioù ha da oberourien an neveziñ. Goude ma oa bet graet berzh gant an abadenn gentañ warlene e Roazhon e aoz Breizh Diorren Neveziñ « 360 tra hag a c’haller ober, an neveziñ er mod BZH » un eil gwech, d’ar 7 ha d’an 8 a viz Here e Brest.

    Économie  Innovation  Cop 21 

    Lire la suite


  3. Embregerezhioù
    Ar Rannvro a skoazell EBE Breizh

    Entreprise Cordon electronics

    Rannvro Breizh a ro harp da rouedad ekonomikel Breizh dre sikour embregerezhioù Breizh gant meur a stignad evel ar "prest kresk" nevez d’an Embregerezhioù Bihan-Tre (EBT), ar stignad Efedusted EBE Breizh, ar font BRIT... Setu tro ar skoaziadoù d’an EBT / EBE p’emeur o lidañ dek vloaz ar font BRIT.

    Économie  Entreprise 

    Lire la suite


  4. Diorren ekonomikel
    Ur « prest kreskiñ » evit an embregerezhioù bihan-tre (EBT)

    Evit kadarnaat lusk kreskiñ an embregerezhioù bihan-tre (EBT), paot-kenañ e Breizh, emañ ar Rannvro o reiñ lañs d’ur prest nevez gant BPIfrance. Gant an 2 vilion a euroioù a ya d’ober anezhañ e c’hallo ar «prest kreskiñ EBT Breizh» degas ur respont kentañ d’o ezhommoù arc’hantaouiñ.

    Aides Régionales  Économie  Entreprise 

    Lire la suite


  5. Cheñchamant energiezh
    Dizoloet eo bet raktres skouer ar parkad rodoù-avel war-neuñv e Groe

    représentation d'éoliennes flottantes en 3 D

    A-benn 2019 e vo staliet ur parkad gant meur a rod-avel war-neuñv el lec’h dibabet er su da enez Groe. Displeget e oa bet raktres ar stroll industriel skoazellet gant Rannvro Breizh d’ar Meurzh 5 a viz Ebrel e Pariz. Ar pal : ober taolioù-esae evit gwellekaat an danframmoù hag an teknologiezhioù a-fet rodoù-avel, hag ivez evit gwiriekaat patrom arm...

    Économie  Énergie  Développement durable 

    Lire la suite


  6. Energiezh
    Rouedadoù tredan naouek : Breizh dibabet evit ar galv da raktresoù

    Logo Smile

    D’ar Meurzh 15 a viz Meurzh, Ségolène Royal hag Emmanuel Macron o doa taolet pled ouzh ar raktres SMILE, goude ur galv da raktresoù gant ar Steuñv rouedadoù tredan naouek. Breizh hag ar Broioù al Liger a vo un tiriad skouer evit diorren rouedadoù tredan naouek a-vras.

    Climat  Économie  Énergie 

    Lire la suite


  7. Hin
    Breizh e Cop 21

    Er Guzuliadeg vedel war an hin e oa bet dileuridi eus ouzhpenn 150 bro e Pariz, etre an 30 a viz Du hag an an 11 a viz Kerzu. Rannvro Breizh he deus degaset he lod ivez evit stourm a-enep direizhamant an hin : greomp ur bilañs eus he obererezh hag eus an abadennoù o deus merket ar bloavezh 2015 war dachenn an hin !

    Économie  Énergie  Développement durable  Cop 21 

    Lire la suite


  8. Armerzh Breizh
    Graet ur c’hammed nevez gant Breizh Up, ar font rannvroel evit kenarc’hantañ an embregerezhioù

    E miz Ebrel tremenet e oa bet votet gant ar Vodadenn rannvroel ar font Breizh Up, savet evit skoazellañ an embregerezhioù nevezus yaouank e Breizh. Dilennet eo bet e brezidant hag an embregerezh merañ.

    Économie  Innovation  Europe 

    Lire la suite


  9. Energiezhioù mor nevezadus
    Ar megawattoù kentañ produet gant ar rod-dour D10

    Vue de l'hydrolienne Sabella

    D’ar 25 a viz Mezheven e oa bet lakaet ar rod-dour D10, savet gant an embregerezh Sabella, er Froñveur, e 55 m donder er-maez da enez Eusa. Bremañ emañ kevreet ha juntet ouzh an douar hag abaoe ar sizhun dremenet e vez produet he megawattoù kentañ ganti.

    Économie  Développement durable  Cop 21 

    Lire la suite


  10. Steuñv sevel tiez padus e Breizh
    Ur stummadur-ober evit stummañ tud er filierenn a-bezh

    professionnels du bâtiment concstruisant un immeuble bardé de bois

    E-touesk ahelioù pennañ ar « steuñv sevel tiez padus e Breizh », degemeret bloaz zo, emañ ar stummañ, rak an alc’hwez eo evit dont a-benn da dalañ ouzh daeoù ar filierenn. Lañsañ a ra ar Rannvro, neuze, un doare stummañ nevez evit ar stummerien adalek miz Ebrel 2015.

    Économie  Développement durable 

    Lire la suite