Filtre en cours : 2011


  1. Ur bazenn ouzhpenn evit ar raktres "Breizh Tizh Bras"
    Arc’hantañ

    Emañ Kef ar Fiziadoù o vont da brestañ 550M€ d’ar Rannvro.

    Lire la suite


  2. Distro war ar galv da raktresoù 2009/2011
    Dizoloit ar 36 raktres deskadurezh d’ar glad

    Da-heul ar galv da raktresoù Deskadurezh d’ar glad a oa bet roet lañs dezhañ e 2009 he deus ar Rannvro graet bilañs ar raktresoù bet kaset da benn evit ar Vreizhiz yaouank.

    Lire la suite


  3. Festivalioù
    It d’an Transmusicales e THR evit 10€

    Kuzul-rannvro Breizh, a-gevret gant an SNCF, a gas ac’hanoc’h d’an Transmusicales evit 10 € mont ha dont.

    Lire la suite


  4. Espern an tredan
    Lañset eo ar c’houlzad Track O' Watts !

    D’ar 6 a viz Here e oa bet kinniget ar c’houlzad Track O' Watts ez-ofisiel a-raok reiñ lañs dezhañ da-geñver Gouel an Energiezh (eus ar 15 d’an 21 a viz Here). Diouzh emglev tredan Breizh eo ar c’houlzad kenaozet gant Rannvro Breizh, ar Stad hag an AEMEG (Ajañs an endro ha mestroniañ ar gremm). Gant an taol-arnod-se e vo roet tro da 70 familh eus B...

    Lire la suite


  5. Labour-douar Breizh
    Ar C’huzul-rannvro a ro lañs d’ur Pass’ Bio

    Evit kas al labour-douar biologel war-raok emañ Rannvro Breizh o paouez krouiñ ur Pass’Bio kinniget d’an holl labourerien-douar a fell dezho lakaat amdreiñ o stal labour-douar.

    Lire la suite


  6. Disentezioù diwezhañ
    Ar re yaouank e-kreizig-kreiz obererezh ar Rannvro

    Stummerezh, implij ha kenemprerezh, met ivez lojeiz, yec’hed, treuzdougen, raktresoù ha keodedouriezh... : er « Garta engouestl evit ar re yaouank e Breizh » degemeret dimerc’her tremenet gant an 83 dilennad eus ar Rannvro, ez eus pemp diviz fetis ha daou-ugent. Ar sintezenn hag ar c’hendivizoù gant ur video.

    Lire la suite


  7. Politikerezh rannvro ha labour-douar
    Da-geñver ar Space e tiskouez Rannvro Breizh pelec’h eo en em gavet he folitikerezh nevez evit al labour-douar

    Ar sizhun-mañ, da-geñver 25vet Saloñs etrebroadel ar sevel loened (er Space, eus an 13 betek ar 16 a viz Gwengolo e Roazhon), e kinnig Rannvro Breizh hec’h « Emglev Nevez » : lakaet eo bet politikerezh nevez ar Rannvro a-fet labour-douar, bet savet asambles gant an dud a vicher eus Breizh ha votet e miz Mezheven, da dalvezout dija dre ar vro.

    Lire la suite


  8. Politikerezh rannvroel yaouankiz
    El liseoù e sikouro ar Rannvro ar re yaouank da sevel o dazont

    Ur c’hantin emservij renevezet, livioù flamm er skol-lojañ, ur Greizenn Deuliaouiñ ha Titouriñ (KTT) aveet gant PCoù nevez, takadoù boutin kempennet-mat, un tamm skoazell arc’hant evit ur rakres desavadurel… : en tu-hont d’an deskadurezhioù akademikel zo fiziet ar garg anezho er Stad ez emell ar Rannvro er vuhez skol evit degas d’ar 137 000 a lisei...

    Lire la suite


  9. Espern an tredan
    Na zevit ket kement a energiezh ken gant Trak O'Watts !

    Da-geñver Gouel an Energiezh, eus ar 15 betek an 21 a viz Here, e vo roet lañs d’ar c’houlzad espern an tredan Trak O'Watts. C’hoant ho peus da gemer perzh ennañ ha da lakaat ho fakturenn da zigreskiñ ? Lakait hoc’h anv evit bezañ unan eus ar familhoù a vo dibabet e Breizh !

    Lire la suite


  10. Breizh a dizh bras
    Lañset eo al labourioù war hentoù-houarn Roazhon-Brest ha Roazhon-Redon

    Kendalc’het e vez gant al labourioù war al linenn tizh bras : abaoe an 10 a viz Eost tremenet ez eus bet roet lañs da labourioù war roudennoù hentoù-houarn an div linenn vreizhat. E 2011 ez eo 39 km a vo adnevezet evel-se.

    Lire la suite