1. Dalc’h dreistordinal
    An dalc’h diwar-benn Breizhcop berr-ha-berr

    D’ar Yaou 19 a viz Ebrel e oa bet bodet dilennidi ar C’huzul-rannvro e Brest evit un dalc’h dreistordinal diwar-benn Breizh Cop. Setu a oa mare ar c’hendivizoù evit gwelet pelec’h eur en em gavet gant an afer-se a-berzh ar Rannvro ha pediñ ar c’heodedourezed hag ar geodedourien da gemer perzh e Breizh Cop abalamour da sevel ur raktres asambles evit...

    Développement durable  Territoire 

    Lire la suite


  2. Ekonomiezh
    Luskat ar « Breizh Fab » evit modernaat an industriezh e Breizh

    A-viskoazh eo bet Breizh ur vro a industriezh ha ret eo dezhi delc’her da vezañ ! He c’hevelerien evit diorren hec’h ekonomiezh (Stad, Rannvro, industriourien) o doa sinet « steuñv industriel Breizh 2020 » d’ar Meurzh 27 a viz Meurzh kement hag adlavaret o bolontez boutin dezho-holl : ur stignad tiriadel, « Breizh Fab » e anv, diazezet war dri ahel...

    Développement économique  Emploi  Innovation 

    Lire la suite


  3. Breizh Kas Uhel-kenañ : buanoc’h-buan e stalier ar wienn optikel
    Terkañ an tiriad

    Hiziv o deus kadarnaet strollegezhioù Breizh, bodet er poellgor sindikad Megalis Breizh, ar gartenn evit staliañ ar wienn optikel er rannvro e 2019-2023 (prantad 2). Ur bazenn nevez eo hag a vasto da c’hoantoù ar Bretonezed hag ar Vretoned da staliañ buanoc’h-buan ar c’has uhel-kenañ e Breizh a-bezh.

    Lire la suite


  4. Cheñchamant
    An Amoko Cadiz a rank digeriñ un oadvezh nevez

    D’ar 16 a viz Meurzh 1978 e reas peñse an Amoko Cadiz war aodoù Breizh, ar pezh a zegasas unan eus ar gwashañ lanvioù du en istor. Tro hon eus evel-se da zerc’hel soñj eus ur stourm en deus digoret un oadvezh nevez evit ar surentez war vor, met ivez d’en em dreiñ war-zu an dazont evit buanaat ar cheñchamant e Breizh.

    Lire la suite


  5. Yezhoù Breizh
    Mizvezh ar brezhoneg ha mizvezh ar gallaoueg !

    E miz Meurzh e vo enoret yezhoù Breizh gant « Mizvezh ar Brezhoneg » ha « Mizvezh ar gallaoueg - Maiz du Galo » ! Pe e vefe gant stummadurioù, obererezhioù sevenadurel pe binvioù burevek, digarez a vo roet deoc’h d’ober anaoudegezh gant an doareoù a vil vern zo d’ober, bemdez, gant unan eus hon div yezh, ha perak pas gant an div.

    Langues De Bretagne 

    Lire la suite


  6. Divizadoù
    Pep tra diwar-benn budjed 2018

    D’ar 15, 16 ha 17 a viz C’hwevrer e oa bet votet budjed ar Rannvro evit 2018, 1 538 M€, gant an 83 a guzulierien-rannvro. Kendivizet o doa ivez war ar strategiezh a-fet touristerezh, war ar poent m’eur en em gavet evit ar c’has uhel-kenañ, war adreizhañ ar politikerezh tiriadel… Adkavit ar pep pennañ eus budjed 2018 hag an holl gendivizoù e video e...

    Lire la suite


  7. Krouiñ er c’hleweled
    Ur skoazell gant ar Rannvro d’an amatourien da sevel filmoù

    Sikour lakaat krouerien nevez war wel er sinema hag er c’hleweled : sed aze ar pezh a venner ober gant ar « skoazell d’ar programmoù krouiñ a-gevret » nevez-lañset gant Rannvro Breizh evit ar c’hevredigezhioù a brodu filmoù savet gant amatourien. Un doare skoazell nevez hag a arnoder evit harpañ ar c’hrouidigezhioù a bep seurt.

    Culture  Aides Régionales 

    Lire la suite


  8. Kemm ekologel
    Breizh Cop : ar Rannnvro a ro lañs d’ur c’hendiviz gant he c’hevelerien

    Visuel BreizhCop

    Staliet e oa bet daou vodad-ren er sizhun dremenet ha roet ez eus lañs d’ur c’hendiviz war an dalc’hoù da zont evit treuzfurmiñ Breizh en un doare padus : ur bazenn nevez war-raok evit Breizh COP. Ar pal : sevel asambles, gant Breizh Cop, ur raktres kemm youlek evit Breizh.

    Agenda 21  BreizhCOP  Climat  Développement durable 

    Lire la suite


  9. Krouiñ klewelet
    « Fin Ar Bed », ur stirad e brezhoneg penn-da-benn

    Sellit ouzh « Fin Ar Bed » er skinwel pe dre ar web : un heuliadenn filmoù web ha skinwel empentet, sevenet, troet ha produet e Breizh gant skoazell ar Rannvro !

    Breton 

    Lire la suite


  10. An divizadoù diwezhañ
    Dalc’h ar 14 hag ar 15 a viz Kerzu 2017 berr-ha-berr

    E-kerzh an dalc’h-se gouestlet da heñchadur ar budjed e 2018 e oa bet termenet perzhioù pennañ ar budjed evit 2018 a vo votet, an eil programm war-lerc’h egile, e miz C’hwevrer da zont. War ar roll labour e oa ivez : ar c’hevratoù broioù adwelet, emdroadur kartenn ar stummadurioù kentañ, perzh Breizh e politikerezhioù Europa pe c’hoazh ar raktresoù...

    Assemblée 

    Lire la suite