Glad naturel
Breizh a adro buhez da veteier an dour

Bep bloaz e ro sikour Rannvro Breizh da war-dro daou-ugent oberiadenn evit kempenn takadoù gleborek ha dourredennoù, gant ur budjed 500 000 € : obererezhioù sevenet e « raktresoù tiriad evit an dour ».

Cours d'eau
BERTHIER Emmanuel

Da-geñver « raktresoù tiriad evit an dour », ar Rannvro a ro sikour d’ar c’hornioù-bro eus Breizh da gas oberoù liammet ouzh an dour en-dro. En o zouez, an oberiadennoù evit kempenn an takadoù gleborek hag an dourredennoù a ranker lakaat da dremen da gentañ : gallout a reer kaout arc’hant a-hed ar bloaz digant ar gevelerien a zo eus Ajañs an dour Liger-Breizh hag an Departamantoù.

  • Adsevel glannoù hag ar glanngoad (gwezeg war vord an dourredenn),
  • Rezañ pe terkañ treuzoù ha savadurioù evit ma c’hallo ar pesked tremen  evel ma karont,
  • Ober kildroennoù d’an dourredennoù,
  • Adsevel takadoù greuniañ (takadoù ma c’hall ar pesked gouennañ)... 

Penn ar Biez zo en he naoz en-dro e Lannuon



P’eo bet addigoret ha daznaturet ar wazh-dour Penn ar Biez eo bet treuzfurmet karter ar Stanko e Lannuon. P’eo bet adlakaet an dourredenn-se da redek dindan an amzer e kêr,  pa oa bet goloet gant betoñs e-pad pell amzer,  ez eus bet krouet hentoù dous. Bez’ eo unan eus an oberoù kaset en-dro bep bloaz e Breizh evit adkavout meteier dour bev, en un doare enframmet, a liamm an doureier, ar c’hêraozañ hag an endro bevañ.

Bep bloaz e vez raktresoù nevez evit an dour

Raktresoù postadurioù , a-hend-all, a c’hall bezañ arc’hantaouet pa respontont da balioù pouezusañ an tiriad a zoug anezho, hag int liammet gant kalite an dour, yec’hed an dud hag an ekoreizhiadoù dour ha re an arvor, dizarbenn an dour-beuz, suraat ar pourchas dour mat da evañ… An traoù-mañ a c’hall bezañ arc’hantaouet :

  • Labourioù war ar purlec’hioù, ar rouedadoù yac’husaat hag ar postoù sevel, dreist-holl en arvor evit stourm a-enep ar saotradurioù bakteriologel.
  • Sevel takadoù emled evit an dour-beuz, poulloù dour-glav,
  • Tretañ an dour-glav en un doare all
  • Adsevel ar meteier dour

70 raktres postadurioù a vez arc’hantaouet bep bloaz gant ar Rannvro.

Ur galv da raktresoù gant ar Rannvro

Raktresoù postadurioù evit an dour a c’hall bezañ skoazellet gant ar Rannvro ; choazet e vezont dre ur galv bloaziek da rakresoù anvet « Steuñv Ober evit Postañ war dachenn an dour e par ar BTMD* ». E miz Kerzu e vo anavezet disoc’hoù raktresoù 2018 hag e nevez-amzer 2019 e vo lañset ur galv nevez da raktresoù. Ar raktresoù postadurioù a sell ouzh ar yac’husaat e toleadoù da aveiñ kentañ-wellañ, ar sevel takadoù emledañ evit an dic’hlann-dour, pe ar merañ an dour-glav. An oberiadennoù evit neveziñ ar meteier dour a vez studiet a-ziforc’h hag arc’hantaouet e vezont bepred a-hed ar bloaz.

Petra eo ur « raktres tiriad evit an dour » ?

Ur raktres politikel eo evit un tiriad en deus divizet dougen ur « raktres evit an dour ». Plediñ a ra ar raktres-se en un doare hollek hag e meur a feson gant kudennoù an dour en ur lakaat anezhañ e-kreiz ar goulennoù diwar-benn merañ an dachenn (garzhaouegoù, takadoù gleborek, pe dre vras, ar steuñvenn c'hlas douar ha dour), diwar-benn terkañ an tiriad (font, steuñverezh hag oberiadennoù kêraozañ) ha diorren al lec’h (filierennoù izel o live enkas, emrenerezh, talvoudekaat ratkresoù en-dro d’ar glad lec’hel, ha kement zo). Gant ar raktres tiriad e vez termenet ur strategiezh, an traoù kentañ d’ober hag ar peadra evit dont a-benn anezho.

Politikerezh an dour

Tregont vloaz zo emañ obererien an dour ha bed al labour-douar e Breizh o’n em zifretañ ha gallet o deus tapout disoc’hoù kalonekaus evit adkavout kalite an dour. Meur a rummad programmoù oberoù arc’hantaouet 80% anezho gant ar Stad, Ajañs an dour, ar Rannvro hag an Departamantoù, zo deuet a-benn da lakaat ar feurioù nitrat en dour da zigreskiñ pe da adc’hounit ur c’hendalc'h ekologel e dourredennoù zo.
Kudennoù a chom da renkañ, avat, amañ-hag-ahont dre ar vro. 40%, well-wazh, eus an tolzennadoù dour e Breizh zo e ratre vat en deiz hiziv, tra ma c’houlenn ar sturiad europat e vefe 100% anezho a-benn 2027. Ur pezh kammed a chom d’ober ha meur a dra zo da lakaat da dremen da gentañ :

  • En Il-ha-Gwilen n’eus nemet 8% eus ar redennoù a zo e ratre vat. Ret eo teuler evezh ouzh kudennoù ar vorfologiezh hag ar c’hendalc’h ekologel, an elfennoù kentañ a-fet gwastañ, hag ouzh ar bec’h nitrat ha produioù fitoyec’hed a gendalc’h da vezañ re uhel e dourredennoù zo ;
  • Eizh bae a vez aloubet gant bezhin glas ;
  • E kornioù zo eus an aod e vez lakaet diaes ar c’hreginerezh gant saotradurioù bakteriologel

Evit tizhout ar palioù hardizh-se emañ ar Rannvro o ren hag o harpañ politikerezhioù evit merañ an dour a vez graet politikerezhioù « enframmet » anezho, da lavaret eo e vez kenurzhiet politikerezhioù rannvroel ha lec’hel a-fet dour ha meteier an dour, ekonomiezh ha terkerezh an tiriad.