Endro
Ur skoazell dreistordinal a-berzh ar Rannvro evit ar wenanerien

Emañ Rannvro Breizh o paouez votiñ ur stignad skoazelloù dreistordinal d’ar gwenanerezh e Breizh evit 2018. Marvet ez eus kalz gwenan, se zo kaoz e fell d’ar Rannvro sikour ar wenanerien da lakaat o barroù-gwenan da ouennañ adarre ha da brenañ barroù-gwenan nevez.

abeille
Région Bretagne

E-kerzh bodad pad an 9 a viz Gouere o doa votet dilennidi ar Rannvro ur stignad skoazelloù dreistordinal evit ar wenanerien e Breizh hag a zeu ouzhpenn ar sikourioù a vez roet abaoe 2015. Ar pal : sikour lakaat ar barroù-gwenan da ouennañ adarre ha prenañ barroù-gwenan nevez. War ar memes tro e vo roet lañs d’ul labour war hir dermen evit kompren perak e varv ar gwenan ha neuze herzel ouzh se.

Betek 15 000 € sikourioù gant ar Rannvro

Daou seurt skoazelloù a vez kinniget gant ar Rannvro :

  • sikour ar barroù-gwenan da ouennañ : 20, 25 pe 30 € evit pep barr-gwenan adsavet, pep a 60 pe 75 € evit ar barroù-gwenan prenet, hag etre 40 ha 50 € evit ar « pakadoù gwenan ». 
  • sikour ar stalioù gwenanerezh a vicher lec’h ma’z eus bet ar muiañ a reuz, da brenañ barroù-gwenan ouzhpenn ar re a zo chomet hag a vez lakaet da adsevel, kement-se evit adtapout ar pezh a oa bet kollet e-pad ar goañv hag an hañv. Gant an daou stignad war un dro e c’hall ar wenanerien kaout betek 15 000 € a sikourioù.

Piv a c’hall bezañ skoazellet ?

Evit bezañ sikouret e rank ar wenanerien, a zo o stal e Breizh, bezañ ezel eus an AMEXA pe paeañ o skodenn d’an MSA.

Ar sikour evit lakaat ar barroù-gwenan da ouennañ zo evit :

  • ar wenanerien ganto 50 ruskenn pe ouzhpenn, hag o deus kollet 15% eus o ruskennadoù d’an nebeutañ, etre miz Kerzu 2017 ha miz Gwengolo 2018.
  • ar wenanerien o deus kollet ouzhpenn 30% eus o ruskennadoù etre miz Kerzu ha miz Mae 2018, gant ma ve ar gwenanerezh o micher bennañ, ma ve 50 ruskenn ganto ha ma vent ezel eus an AMEXA pe ma ve dalc’het ganto da baeañ o skodenn d’an MSA 5 bloaz zo d’an nebeutañ.

Evit ar skoazell ouzhpenn evit prenañ barroù-gwenan, graet eo evit ar wenanerien a zo ar gwenanerezh o micher bennañ pe ar re o deus 50 ruskenn d’an nebeutañ, a zo ezel eus an AMEXA pe a bae o skodenn d’an MSA 5 bloaz zo d’an nebeutañ, hag o deus kollet ouzhpenn 30% eus o ruskennadoù etre miz Kerzu 2017 ha miz Mae 2018.

Gallout a reer sevel daou deuliad

Abalamour d’ar wenanerien a c’hall bezañ skoazellet, da resev an arc’hant kuit a c’hortoz re bell, e kinnig ar Rannvro dezho sevel daou deuliad :

  • unan en eil c’hwec’hmiziad 2018 evit digoll an arc’hant lakaet etre miz Genver ha miz Here 2018
  • un eil e c’hwec’hmiziad kentañ 2019 evit digoll an arc’hant lakaet e fin ar goañv.

Ne vo ket kemeret e kont an dispignoù a zo bet sikouret dija gant ar stignadoù FranceAgriMer.