Yaouankiz ha keodedouriezh
Loreet eo bet KRY gant ar priz Anacej evit e goulzad skritellañ diwar-benn ar revelezh

D’ar 6 a viz Mezheven e oa bet c’hwec’h dileuriad yaouank eus bodad ar yec’hed e Kuzul-rannvro ar yaouankiz, en Avinhon da-geñver emvod-meur an Anacej (kevredad broadel ar c’huzulioù bugale ha yaouankiz). Ganto e oa ar guzulierez-rannvro Anne Troalen. Roet e oa bet ar priz Anacej dezho evit o c’houlzad "Te eo ar reolad".

Les jeunes lauréats du prix Anacej posent avec leur récompense
Région Bretagne

Kroget o doa ar re yaouank eus bodad ar yec’hed gant an obererezh-se e miz Genver 2017. Goude bezañ kaset ur c’houlennaoueg d’ar re yaouank abalamour da c’houzout ar pezh a fell dezho e vefe graet war an tem-se, o deus divizet labourat dreist-holl war « Ar re yaouank e dalc’h ar reoladoù revel » evit :

  • deskiñ penaos dispartiañ ar gwir revelezh diouzh ar revelezh diwir (pornografiezh)
  • lavaret n’eo ket ret asantiñ da aktoù revel zo en ur c’houblad, ret eo d’ur c’henasant bezañ
  • aliañ ar re yaouank da gemer amzer evit kregiñ gant o buhez revel.

Abalamour da sikour ar re yaouank da soñjal ha da vevañ o revelezh en un doare seder e fell dezho mont d’ar skolioù all da gendivizout gant tud yaouank all diwar skritelloù savet diwar ar pezh a zegouezh er vuhez pe diwar reoladoù « gouzañvet ». Savet ez eus bet dek skritell gant ar gevredigezh Frankiz livioù hag a glot tre-ha-tre gant ar pezh o doa c’hoant ar re yaouank d’ober :

  • ment ar c’halc’h, ha pouezus eo ? – diskouez e varregezh pe degas plijadur ?
  • ret eo kaout an darempred revel kentañ an abretañ ar gwellañ ? – gwask ar gevredigezh
  • padelezh an darempredoù revel, ha pouezus eo ? – ar pezh a sell ouzh ar c’hurioù
  • ret eo pleustriñ an holl zoareoù revelezh evit kaout ur vuhez revel a-feson ?
  • ar bornografiezh evel benveg deskadurezh
  • an durc’hadur revel dibabet
  • ne vefe ket a revelezh gant an dud nammet
  • ar maouezed evel « binvioù beveziñ pemdez »
  • difennet kaout darempredoù revel pa vez o amzerioù gant ar merc’hed.

Savet ez eus bet ivez un dornlevr buheziñ ennañ ar skritelloù-se, 10 fichenn deknikel, un teul diwar-benn ar reolennoù evit kas kendivizoù en-dro, abalamour da aesaat kas ar c’hendivizoù en-dro en un doare efedus. Er mare-mañ emeur o soñjal war ur mod d’ober kartennoù-post diwar ar skritelloù, da sevel goulennoù zo hag ur c’hod QR evit gallout mont pelloc’h ganti e-barzh al lec’hienn bretagne.bzh.


Tags : Jeunesse Santé

Publié le


Partagez ce contenu