Breizh Kas Uhel-kenañ : buanoc’h-buan e stalier ar wienn optikel
Terkañ an tiriad

Skignañ an deknologiezh niverel zo unan eus ar palioù pennañ e rannvro Breizh rak klokaat a ra an danframmoù treuzdougen dre hent-houarn, dre hent ha dre nijerezioù. E Breizh ez istimer e vo postet war-dro 2 viliard a euroioù e-pad 15 vloaz evit staliañ ur rouedad wienn optikel badus. Sevel ar rouedad publik-se, a zo d’ar strollegezhioù, a roio tro da dizhout war-dro 1 milion a diegezhioù, embregerezhioù ha servijoù publik, bezet 100 % eus ar rannvro ac’hann da 2030 (95% anezho e 2023).


Les usages de la fibre Thomas Crabot

Ur rouedad publik rannvroel

Gant prantad 2 ar raktres (tachenn diskuliet d’ar Gwener 16 a viz Meurzh) e rakweler staliañ 400 000 lugell nevez etre 2019 ha 2023, bezet hanter vuioc’h eget an niver a lugelloù a oa bet staliet er prantad 1 a-fet kenstagañ ouzh ar wienn optikel 240 000 tiegezh ac’hann da 2019. Ur c’hendiviz bras a oa bet e 2017 er pevar departamant eus rannvro Breizh gant an 59 a ziazezadurioù publik a genlabour etrekumunel (DPKE) evit termenañ an toleadoù ma vo staliet ar wienn optikel da gentañ penn er prantad 2 ha gwarantiñ un dasparzh kempouezet, a glot gant palioù an diorren ha gant terkañ an tiriadoù. Ur c’hendiviza vo gant an embregerezhioù e 2018 evit gallout kregiñ ganti e 2019.  Goude ar prantad-se, e 2023, e c’hallfe 95 % eus ar Bretonezed hag ar Vretoned kaout digor d’ar Genrouedad gant ur c’has ouzhpenn 8Mb/s. Prometet o deus an DPKE dija lakaat 178 milion a euroioù evit al labourioù-se. Ar Rannvro hag an Departamantoù zo kevelerien war dachenn an arc’hant evit Breizh Kas Uhel-kenañ, kenkoulz hag ar Stad pe Unaniezh Europa.

Ar c’has uhel-kenañ e Breizh a-benn 2030

  • 100 % eus rannvro Breizh a vo kevreet ouzh ar wienn optikel (90% dre ar rouedad publik)
  •  1 milion a diegezhioù, embregerezhioù ha servijoù publik kevreet ouzh ar c’has uhel-kenañ
  • 70 000 km a wienn optikel staliet er rannvro
  • 300 implij krouet bep bloaz

Staliañ buanoc’h-buanañ adalek 2019

Gant al lodenn gentañ eus ar raktres, betek 2019, e vo staliet ar wienn optikel evit 240 milion a diegezhioù, embregerezhioù ha servijoù publik hag a vo kevreet ouzh ar c’has uhel-kenañ. An dra-se a vo graet e 13 kêr etre (An Alre, Karaez-Plougêr, Kastellin, Dinan, Dinarzh, Lambal, Landerne, Loudieg, Pempoull, Ploermael, Pondi, Kemperle ha Redon) ha kemend-all a lugelloù a vo war ar maez.

En deiz hiziv ez eus bet staliet 70 000 lugell e 4 c’hêr etre hag e 32 dakad war ar maez hag e-se o deus gallet ouzhpenn 100 000 tiegezh kevreañ ouzh ar c’has uhel-kenañ en 18 miz diwezhañ. Bremañ emeur o staliañ 170 000 lugell e 9 c’hêr etre ha kemend-all a linennoù e 90 takad war ar maez.

Prantadoù evit staliañ ar wienn optikel evit kevreañ ouzh ar C’has Uhel-kenañ

 

Alc’hwez : takadoù prantad 1 e roz, takad prantad 2 e gwer, takad prantad 3 e glas-sklaer
Kartenn etreoberiat da daolenniñ staliañ ar wienn optikel e Breizh (enlinenn a-benn nebeut)


Publié le


Partagez ce contenu