Lid
Trofeoù ar sport e 2017 : al loreidi

Ur wech ouzhpenn, gant an 28vet Trofeoù ar sport eo bet enoret ar gwellañ sportourien vreizhat o deus degaset brud vat war anv Breizh war ar podiomoù e-kerzh ar bloaz-mañ. Roet e oa bet ar prizioù d’al loreidi d’ar 7 a viz Kerzu gant ar marc’hhouarner Warren Barguil, paeron al lid er bloaz-mañ.

lauréats 2017 des Trophées du sport
Région Bretagne

Evel bep bloaz eo bet enoret ar sportourezed hag ar sportourien eus Breizh renket e tri rummad (sportourien, danvez kampioned, skipailhoù) gant ur juri ennañ besprezidant Rannvro Breizh karget eus ar sportoù, dileuridi Renerezh-rannvro ha Renerezh-departamant ar yaouankiz hag ar sportoù, kazetennerien ha prezidant ar Poellgor-rannvro olimpek ha sportel. D’ar Yaou 7 a viz Kerzu e oa bet dalc’het al lid ma oa bet roet ar prizioù. Eno e oa Pierre Poliquen, besprezidant ar C’huzul-rannvro karget eus ar sportoù.

Al loreidi :

Sportourez ar bloaz 2017 : Coralie DEMAY (marc’h-houarn)
Audrey CORDON-RAGOT (marc’h-houarn)
Marine VALLET (atleterezh)

Danvez kampionez ar bloaz 2017 : Marie LE NET (marc’h-houarn)
Caroline BOURIAUD (petank)
Aude UNTERSEE (plaverezh)

Skipailh merc’hed ar bloaz 2017 : BREST BREIZH HANDBALL
ROAZHON RUGBY
SKIPAILH GOUREN BREIZH

Sportour ar bloaz 2017 : Armel LE CLÉAC’H (voile)
Damien PERRIER (golf)
Laurent PICHON (marc’h-houarn)

Danvez kampion ar bloaz 2017 : Victor COROLLER (atleterezh)
Florentin LECAMUS-LAMBERT (marc’h-houarn)
Titouan ROPERS (plaverezh)

Skipailh paotred ar bloaz 2017 : ROAZHON VOLLEY 35
GWAREGERIEN ROAZHON (gwaregañ)
UJAP KEMPER (basket)


Tags : Sport

Publié le


Partagez ce contenu