Kemm ekologel
Ajañs ar vevliesseurted e Breizh

Ac’hann da fin 2017 e tlefe an Ajañs da zont evit ar vevliesseurted e Breizh bezañ lakaet da vont en-dro. Krouet eo da-geñver Cop ar Rannvro a oa bet lusket en nevez-amzer diwezhañ. Kerkent ha lakaet da vont en-dro e ranko reiñ lañs da veur a chanter evit gwareziñ hag adsevel an ekoreizhiadoù.


Region Bretagne

E 2015 e oa aet Breizh war ar renk evit arnodiñ Ajañs ar vevliesseurted, evel seizh Rannvro all : « Ar vevliesseurted eo an eil tra, asambles gant an hin, o c’houzañv abalamour da obererezhioù Mab-Den », a zispleg Loïg Chesnais-Girard, prezidant ar Rannvro. Asantet e oa bet da c’houlenn ar Rannvro gant Nicolas Hulot, ministr ar C’hemm ekologel ha kengret, hag Ajañs ar vevliesseurted e Frañs, d’an 23 a viz Here e Pariz da-geñver « Klaoustre an tiriadoù evit ar vevliesseurted ». Gant ur bazenn nevez emaomp aze : « Poent bras eo ober un dra bennak, ouzhpenn-se ez eus doareoù all a c’haller ober ganto hag ar vevliesseurted hec’h-unan a zegas diskoulmoù. Gant an ajañsoù rannvroel e vo gallet mont buanoc’h war-zu un doare ledan hag a vodo an holl en-dro dezhañ », a embann ar ministr. Krog eo Breizh gant ur c’h-Cop rannvroel, gant se ez eus meur a chanter o c’hortoz an Ajañs da zont e Breizh d’ober war o zro, ha pa n’eo ket krog da vont en-dro c’hoazh (ar pezh a ray da-heul Kuzuliadeg Breizh ar vevliesseurted, d’ar 14 a viz Kerzu).

Chanterioù an ajañs da zont

Emeur o sevel an Ajañs da zont evit Breizh ha daoust da se ez eus fiziet daou chanter enni gant Thierry Burlot, besprezidant ar Rannvro karget eus an endro, an dour, ar vevliesseurted hag an hin. An daou chanter-se zo da dremen a-raok pep tra.

  • Liammañ dalc’hoù an dour ouzh re ar vevliesseurted diwar sevel ur frammn hepken hag a vo karget eus an dour hag eus ar vevliesseurted. « Liammet strizh eo ekoreizhiadoù Breizh ouzh an dour, pe e vefe dour dous, an arvor pe ar mor », a lavar Thierry Burlot. Ar soñj : ober diouzh ma c’hallo an holl obererien war dachenn an dour, a zo frammet mat dija, labourat muioc’h evit mirout ar vevliesseurted.

  • Sikour an tiriadoù da gemer ar vevliesseurted e kont. Sikour  a vo roet gant ar Rannvro hag ar Stad d’ar strollegezhioù a fell dezho sevel o Atlas ar vevliesseurted, evit anaout gwelloc’h an traoù, lakaat an dud da gemer perzh dre ar skiantoù-perzhiañ, delc’her kont eus ar vevliesseurted en teulioù steuñviñ hag en holl bolitikerezhioù publik.