Bannoù-treset
« Tintin en Amerika » embannet e brezhoneg

Dimerc’her diwezhañ e oa deuet « Tintin en Amerika » er-maez. Ar wech kentañ eo d’al levr-se da vezañ embannet e brezhoneg. Abadennoù sinañ an embannadur nevez-se e-kerzh Festival al levrioù e Karaez d’ar Sadorn 28 a viz Here adalek 3 eur gm hag er stal-levrioù M’enfin e Roazhon da 6 e d’abardaez d’an 3 a viz Du !

Image de la couverture de Tintin en breton
Après «Tintin en Amerika », deux autres titres seront publiés en 2018 : trois albums inédits en breton. Casterman

Troet eo bet troioù-kaer Tintin en ouzhpenn 100 yezh, pe e evefent yezhoù broadel pe rannvroel. Embannet e oant bet e brezhoneg dija gant Casterman e 1979 evit un albom (« Ar seizh boulenn strink ») ha goude-se gant an ti-embann breizhat An Here etre 1989 ha 2003, war-bouez tri albom avat : « Tintin en Amérique », « Tintin au Congo » ha « Tintin et les Picaros ».

« Tintin en Amerika » (1932) eo trede albom troioù-kaer Tintin. Troet eo bet gant Olier Biguet hag an hini kentañ eo diwar an tri a zo da vezañ embannet gant sikour Ofis publik ar brezhoneg hag ur skoazell arc’hant gant Rannvro Breizh (6 000 €). Embannet e vo an daou all e 2018 hag adembannet e vo an albomoù diviet.

150x200 TINTIN-EN-BRETON-

E vad en deus graet an embanner eus ar stignad nevez-flamm evit skoazellañ embann bannoù-treset e brezhoneg, krouet gant Rannvro Breizh e 2017 evit ar rummadoù tri albom d’an nebeutañ en ur ober pemp bloaz. Lusket eo bet ar skoazelloù-se da-geñver politikerezh ar Rannvro evit reiñ lañs da yezhoù Breizh.

Ur c’hinnig sevenadurel e brezhoneg evit degas c’hoant d’an dud da ober gant ar brezhoneg

Ne vo ket efedus kelenn ar brezhoneg, koulz d’ar vugale ha d’an dud vras, paneve an implij eus ar brezhoneg e-maez ar skolioù. Un dra ret eo evit degas c’hoant d’an dud ha reiñ tro dezhe da ober gant ar brezhoneg ha broudañ ar re n’ouzont ket c’hoazh da zeskiñ. Diwar se, sikour an dud da implijout ar brezhoneg er vuhez pemdez zo un dibab kadarn e politikerezh yezh ar Rannvro. Evit en ober e vez sikouret lakaat ar c’hinnig sevenadurel e brezhoneg da greskiñ. Dont a ra ar skoazell nevez evit embann bannoù-treset klasel da glokaat ar skoazelloù all evit an embann brezhonek.

An embann e brezhoneg

114 oberenn embannet e 2016
7 ti-embann kevredigezhel sikouret e 2016 gant ar Rannvro he deus roet 200 000 €
85 oberenn sikouret e 2016 - 13 oberenn divyezhek en o mesk - gant 36 000 €
25 troidigezh lennegel sikouret abaoe 2012, en o zouez oberennoù gant Stefan Zweig, Molière, Oscar Wilde, «Harry Potter», Agatha Christie, Primo Levi, Kafka, Stephen King….