Krouiñ klewelet
« Fin Ar Bed », ur stirad e brezhoneg penn-da-benn

Sellit ouzh « Fin Ar Bed » er skinwel pe dre ar web : un heuliadenn filmoù web ha skinwel empentet, sevenet, troet ha produet e Breizh gant skoazell ar Rannvro !


Ar stirad Fin Ar Bed

Fin ar Bed zo ur produadur breizhat penn-kil-ha-troad, e brezhoneg, gant istitloù gallek, hag a dorr kodoù ar stiradoù rannvroel kustum evit hon soubañ e sevenadur Breizh a vremañ. Ur film-kantren souezhus zo anezhañ, troet eo bet e lec’hioù

kaerañ Breizh ha kinniget da vare festival sinema Douarnenez en hañv-mañ. Teir zudenn oc’h adempentiñ o buhez zo leurennet er film-se, a gont istor tri devezh, etre film-skrij ha drama. Esperañs o deus produerien ar stirad-se, a zalc’h evezh an den, e stumm 7 rann 10 mn, e ray kement a verzh evel ar stirad « Borgen » e daneg. Gouezet e vo diouzh niver an arvesterien a heulio ar stirad skignet adalek an 30 a viz Gwengolo war Frañs 3, adalek ar 6 a viz Here 2017 war chadennoù skinwel rannvroel Breizh (TVR, TébéSud, Tébéo, Brezhoweb) ha frank dre ar web adalek miz Du 2017.

Sevenet gant Nicolas Leborgne, gant Nolwenn Korbell, Roger Stéphan ha Kaou Langoet evit ar rolloù pennañ ha produet gant sikour ar Font skoazell d’ar c’hleweled e brezhoneg gant Rannvro Breizh hag ar chadennoù rannvroel.

Tags : Breton

Publié le


Partagez ce contenu