Prenadennoù publik
« Breizh storming » evit ar prenadennoù publik e servij an ekonomiezh

Divizet he deus Rannvro Breizh diazezañ ur politikerezh prenadennoù a-skiant vat e-keñver an ekonomiezh hag er sizhun-mañ he deus dalc’het ur mell « Breizh storming » gant an obererien war dachenn an ekonomiezh hag ar brenerien bublik a zo e Breizh, abalamour d’ar c’hinnig ha d’ar goulenn er prenadennoù publik da dostaat an eil ouzh egile. Un digarez da bediñ an embregerezhioù da gemer perzh en un enklask enlinenn war ar brastres da zont evit a sell ouzh ar politikerezh prenadennoù.

séance de travail en petits groupes type "brain stroming"
Thomas Bregardis

Pouezus-bras eo ar prenadennoù publik en ekonomiezh Breizh pa’z eont d’ober ouzhpenn 2,5 miliard a euroioù well-wazh bep bloaz e Breizh. Emañ ar Rannvro er penn a-raok evit reiñ lañs d’an ekonomiezh ha divizet he deus diazezañ ur politikerezh prenadennoù e servij an ekonomiezh. Evit aozañ gwelloc’h an traoù, evit gwellaat ar galite gant ar prizioù a zere, eo krog da selaou alioù an holl e Breizh. Ar pal : dizanvezelañ ar mod d’ober gant un « doare savenn » ha sevel pep a strategiezh prenañ evit ar filierennoù obererezh, abalamour da lakaat ar re a ra war-dro ar c’hinnig da dostaat ouzh ar re a ra war-dro ar goulenn ha da aesaat d’an holl embregerezhioù bezañ war ar renk evit ar prenadennoù publik.

Sevel pep a strategiezh prenañ evit ar filierennoù obererezh

« Breizh Alim’ » (lusket warlene war dachenn industriezh ar boued evit broudañ d’ober er pretioù stroll gant boued a galite produet el lec’hioù nesañ) ha « Breizh Bâti’ » (a vo roet lañs dezhañ hepdale evit gwellaat ar prenadennoù publik war dachenn ar saverezh hag al labourioù foran) eo an daou zifrae fetis kentañ da-geñver ar strategiezh-se evit pep filierenn.

Lakaat ar re a ra war-dro ar c’hinnig da dostaat ouzh ar re a ra war-dro ar goulenn gant un « doare savenn »

Digor e oa hor « Breizh storming », dalc’het d’an 3 a viz Here en Agrocampus Ouest, e Roazhon, d’an holl brenerien bublik (strollegezhioù, ospitalioù...), embregerezhioù hag obererien war dachenn an niverel. Meur a abeg a oa da lakaat an holl a zo liammet ouzh ar prenadennoù publik e Breizh da « zivouedañ o fenn » evel-se :

  • Kendivizout war ar pezh a vo degaset gant prenadennoù publik sklaer ha digor

  • Kendivizout war beseurt tu e vo heñchet politikerezh ar Rannvro evit ar prenadennoù. Ar pezh a yay d’ober diazez ar politikerezh-se, dreist-holl, eo dizanvezelañ an difraeoù adalek ar 1 a viz Here 2018 en un doareeeun hag aes evit an holl, abalamour da vroudañ muioc’h a embregerezhioù da vont war ar renk evit ar marc’hadoù publik. Mont a ray en-dro dre un « doare savenn » evit lakaat ar re a ra war-dro ar c’hinnig da dostaat ouzh ar re a ra war-dro ar goulenn, forzh pegoulz e vefe hag en ur mod sklaer, gant teir lodenn servijoù : servijoù niverel emdroüs, difraeoù eeunaet ha suraet evit ar prenadennoù, ur politikerezh prenañ diouzh an ezhommoù gwirion.

  • Reiñ lañs ez ofisiel d’an enklask foran enlinenn e-touez an embregerezhioù diwar-benn brastres ar Rannvro evit a sell ouzh ar prenadennoù a-skiant vat e-keñver an ekonomiezh.

Goulenn o ali digant an embregerezhioù diwar ar brastres da zont evit a sell ouzh prenadennoù ar Rannvro

Da-geñver ar Breizh Storming e oa bet lusket ez ofisiel an enklask enlinenn e-touez an embregerezhioù diwar-benn ar brastres da zont evit a sell ouzh ar prenadennoù a-skiant vat e-keñver an ekonomiezh gant ar C’huzul-rannvro. Ar pal eo reiñ an tu dezho, gant o c’hinnigoù, da sikour sevel ar brastres-se a-stroll.

#BreizhCommandePublique dre Twitter

Ar pezh a dremen da gentañ : kevezusted, neveziñ hag implij

Emañ Rannvro Breizh er penn a-raok evit diorren an ekonomiezh ha reiñ a ra lañs d’ur politikerezh rannvro evit lakaat kreskiñ kevezusted an embregerezhioù, an neveziñ hag an implij, kement-se gant obererezhioù evit an embregerezhioù hag ar filierennoù ekonomikel e Breizh.

Ar programm klok

  • 1e30 gm Degemer ar berzhidi
  • 2e Digoradur ha kinnig ar c’hendivizoù
    . Digoradur gant Emmanuel Couet, prezidant Roazhon Meurgêr (da vezañ kadarnaet)
    . Kinnig ar c’hendivizoù gant Loïg Chesnais-Girard, prezidant Kuzul-rannvro Breizh
  • 2e15 Kendiviz war ar pezh a vo degaset gant ur politikerezh prenañ e servij an ekonomiezh
    . Petra a fell deomp ober gant ur politikerezh prenañ a-skiant vat e-keñver an ekonomiezh ?
    . Ar prenadennoù publik : un dra cheñch-dicheñch evit kempouezañ an dispignoù publik pe evit plaenaat an traoù pa vez an ekonomiezh en ur gwall blegenn ?
    . War-zu prenadennoù e servij an ekonomiezh ?

  • 3e00 Reiñ lañs d’an enklask foran enlinenn evit sevel a-stroll brastres ar prenadennoù a-skiant vat e-keñver an ekonomiezh
    Gant Anne Patault, besprezidantez Kuzul-rannvro Breizh evit an ingalded, an neveziñ sokial ha buhez ar c’hevredigezhioù, Martin Meyrier, besprezidant Kuzul-rannvro Breizh evit an ekonomiezh, an neveziñ, an artizanerezh hag an EBT, asambles gant Franck Legout, prezidant ar gevredigezh Lec’h orin greunit Breizh
    Divizoù kaset en-dro gant : Céline Faivre, renerez an Aferioù lezennel hag ar Prenadennoù publik, Kuzul-rannvro Breizh

  • 3e30 Kendiviz : Perzh Breizh en ur « Small Business Act » mod Europa
    · Peseurt engouestloù boutin d’ar brenerien bublik ha d’an obererien ekonomikel evit prenadennoù publik nevesaet ?
    · Penaos talvoudekaat gwellentez an embregerezhioù en hor broioù diouzh reolennoù Europa ?
    · Penaos digeriñ ar prenadennoù publik da vuioc’h a embregerezhioù : frammañ ar rouedad ekonomikel peotramant mirout ul lodenn eus ar marc’hadoù evit embregerezhioù zo ?

  • 4e15 Kinnig Breizh Bâti’ evit prenadennoù publik padus ha digor war dachenn ar saverezh
    Gant Hind Saoud, kuzulierez-rannvro Breizh karget eus ar prenadennoù publik hag eus ar politikerezh prenañ, asambles gant François Coville, prezidant Kevread rannvroel al labourioù foran e Breizh, Stéphane Durand-Guyomard, prezidant Unvaniezh industriezhoù ar mengleuzioù hag an danvezioù saverezh e Breizh ha Hugues Vanel, prezidant Kevread rannvroel ar sevel tiez e Breizh

  • 5e00 Ur sell a-dost war engouestl Kuzul-rannvro Breizh evit prenadennoù publik eeunaet ha dizanvezelet adalek ar 1añ a viz Genver 2018. Gant Céline Faivre, renerez an Aferioù lezennel hag ar Prenadennoù publik, Kuzul-rannvro Breizh, asambles gant ur prener publik hag un oberer ekonomikel.

  • 5e20 Kendiviz war ar promesa diwar-benn prenadennoù dre ur savenn displeget gant Mounir Mahjoubi, sekretour-Stad stag ouzh ar C’hentañ Ministr, karget eus an niverel
    Gant an arbennigourien Isabelle André, Infopro Digital, Carey Kluttz, Open Contracting Partnership, Romain Talès, Renerezh etreministrel an niverel ha reizhiad kelaouiñ ha kehentiñ ar Stad, Mohammed Adnène Trojette, Liberté Living Lab
    Penaos tennañ gounid eus an danvez a zo gant an ostilhoù niverel evit ober prenadennoù diouzh ar gwellañ ?
    Petra a vez degaset ouzhpenn gant ur politikerezh prenañ diouzh an ezhommoù gwirion ?
    Peseurt intrudu diavaez a c’hall bezañ evit prenadennoù publik sklaeroc’h ?

  • 6e20 Klozañ gant Mounir MAHJOUBI, sekretour-Stad stag ouzh ar C’hentañ Ministr, karget eus an niverel