Bodadenn-rannvro
Cheñchamant prezidant er C’huzul-rannvro

Prezidant Rannvro Breizh, addilennet e miz Kerzu 2015 evit an 3e gwech diouzhtu, en doa komzet d’an 2l a viz Mezheven, gant Loïg Chesnais-Girard, e Vesprezidant 1añ, dirak e vuianiver ha goude-se dirak ar Bretonezed hag ar Vretoned dre hanterouriezh ar gazetennerien.

Jean-Yves Le Drian et Loïg Chesnais-Girard
Emmanuel Pain

Evel m’en doa lavaret pa oa o tigeriñ gar nevez an Oriant, d’an 20 a viz Mae, Jean-Yves Le Drian, anvet da vinistr Europa hag an Aferioù Estren er Gouarnamant, en doa roet e zilez eus Prezidantelezh ar C’huzul-rannvro d’ar Gwener 2 a viz Mezheven, e Roazhon, dirak Loïg Chesnais-Girard, e Vesprezidant kentañ, a zeu da vezañ, er fedoù, Prezidant da c’hortoz betek an abadenn dreistordinal ma vo lakaet ur Prezidant nevez en e garg, d’ar Yaou 22 a viz Mezheven.

« Prezidant ar Republik en deus fiziet ur gefridi bouezus ennon e servij hor bro hag e servij plas Frañs er bed. Ar garg-se am eus bet ivez a-drugarez da Vreizh he deus graet ac’hanon, a-drugarez d’ar Bretonezed ha d’ar Vretoned ha d’ar Guzulierien-rannvro am eus labouret ganto o deus lakaet o fiziañs ennon meur a wech, abaoe 2004, evit bodañ hor rannvro hag evit ma savo lorc’h enni gant hec’h identelezh hag evit ma vo kreñv he zonkadur. »

Ar gwenervezh-se e oa bet Jean-Yves Le Drian o tolpañ e vodad-seveniñ ha goude-se e vuianiver (53 dilennad) : « a-unvouezh o deus bet c’hoant ez afe Loïg Chesnais-Girard em lec’h. En em gavout a ra brav rak bez’eo ivez ar pezh am boa c’hoant d’ober. War ar renk e vo eta evit ar muianiver rannvroel d’an 22 a viz Mezheven ha reiñ a ran harp dezhañ hag e ran ».

Anv en deus graet Jean-Yves Le Drian eus al liammoù kreñv ha dibar a zo etre e Vesprezidant hag eñ, abaoe m’o doa kejet an eil gant egile e 2008 pa oa Loîg Chesnais-Girard o paouez bezañ dilennet da vaer Liverieg, da 30 vloaz. Ne oa ket chomet an dilennad yaouank etre daou evit goulenn hag-eñ e c’halle mont gant Prezidant ar Rannvro da Japan. Boas e oa da vont di bep hañv da gomz gant patromed ar strolladoù japanat bras a zo staliet e Breizh, en o zouez « Canon », a zo diazezet e Liverieg en deiz hiziv c’hoazh.

En un doare seder

Evit ar prezidant kozh e tremen ar garg eus an eil d’egile en un doare seder, « peogwir ez eus en-dro din hag e vo warc’hoazh, en-dro da Loïg, ur skipailh unanet, kempoell, diseurt met unvan. » Ur skipailh barrek, hag anavezet eo e varregezh. En e benn e vo « ur Prezidant a-zoare, un den hag a oar bodañ an dud, hag ivez ur Prezidant o tont eus ur rummad yaouankoc’h. Evel-se e vo kendalc’het gant al labour a zo bet boulc’het ha war un dro e vo roet ul lusk nevez, war diazez 6 chanter bras a oa bet embannet e fin 2015 hag a zo boulc’het-mat dija : Glas ekonomiezh, stummañ, cheñchamantoù war dachenn an ekologiezh hag an ekonomiezh, kempouez ar rannvro ha dienkañ, barregezh da grouiñ war dachenn ar sevenadur e Breizh ».

Jean-Yves Le Drian zo bepred Kuzulier-rannvro

Ha Jean-Yves Le Drian da ouzhpennañ : « Kuitaat a ran prezidantelezh ar C’huzul-rannvro met ne guitaan ket Breizh, rak emaon o chom enni. Ne guitaan ket Breizh, rak kuzulier-rannvro e choman, pa gav din e vo talvoudus d’ar Rannvro ha din-me e vefen en ensavadur evit bezañ e darempred gant ar gwirvoud ha gant emdroadur obererezh ar Rannvro. Morse ne vin pell-bras rak ar c’hefridioù a zo bet fiziet ennon gant Prezidant ar Republik a glot gant lod eus ar palioù pouezus a zo e Breizh : neveziñ Europa, kenwerzh diavaez pe touristerezh. »

Er mare-mañ, ur mare nevez-flamm evit buhez politikel Frañs, eo kendrec’het ar ministr e « rank Breizh degas he doare dibar, pe e vefe gant he barregezh da ijinañ traoù nevez, en ensavadurioù hag all, pe e vefe gant he c’hoant da gadarnaat an digreizennañ, gant an digor m’eo war ar bed hag hec’h engouestl evit Europa. Asambles e teuimp a-benn d’ober e doare ma talc’ho Breizh da ziorren hec’h identelezh, he nerzh, a zo anavezet gant an holl hiziv e Frañs hag e lec’h all. »

« Lod a soñj dezho a-wechoù on heñvel ouzh ur peulvan, eme an ao. Le Drian evit klozañ. Dedennus eo ar peulvan abalamour m’eo gwriziennet-mat ha m’emañ atav war-sav. Emaon o vont, evit ma c’helo, da vezañ ur peulvan fiñv-difiñv met, un dra zo sur, n’eus peulvan ebet a vefe e-unan morse, n’eus nemet steudadoù peulvanoù. Ma, evel-se eo hon eus dibabet dileuriañ Breizh ».

Ha bremañ

Loïg Chesnais-Girard, prezidant e-pad ar prantad tremen a zo o tigeriñ, a ranko, dindan viz, gervel un abadenn dreistordinal ma vo dilennet gant an 83 a guzulierien-rannvro eus Breizh ur Prezidant nevez, dre vilhedoù kuzh, koulz hag ar Bodad pad*.

 

Evit adwelet disklêriadur ar Prezidant Jean-Yves Le Drian :

 

* Ar bodad pad, na c’haller ket ober heptañ evit ma’z afe ar strollegezh mat en-dro, a vez bodet ur wech ar miz evit seveniñ an divizoù kemeret e deroù ar bloaz gant ar C’huzul-rannvro e-pad an abadenn ma vez kinniget ar budjed. Dilennet e vez hervez ar mouezhiañ kenfeurel gant ar strolladoù politikel dileuriet er vodadenn. 27 ezel zo ennañ : abaoe 2015 e kaver ennañ Prezidant ar C’huzul-rannvro, e 15 besprezidant, 2 guzulier-rannvro eus ar muianiver ha 9 eus an tu enep.


Tags : Assemblée

Publié le


Partagez ce contenu