Galv da raktresoù
Renabliñ : krogit e-barzh glad Breizh !

Servij renabliñ ar glad en deus lakaet e luc’hskeudennaoueg kaer enlinenn, 500 000 foto enni, ha roet en deus lañs d’ur galv da raktresoù evit kouviañ an holl Vretoned da binvidikaat an dalc’hadoù skeudennoù-se.


Sinpa

Skeudennoù savadurioù, kartennoù-post, luc’hskeudennoù kozh, tresoù arkitektourien pe kadastr… : danvez fonnus diwar-benn bro Vreizh zo en dalc’had skeudennoù-se, ouzhpenn 500 000 foto arc’hantek ha niverel ennañ, bet dastumet gant servij Renabliñ glad Breizh abaoe e grouidigezh e 1964. Betek bremañ e veze implijet gant arbennigourien, tud ouiziek, embannerien (peotramant, gant an archerien pa veze laeret traoù da skouer). Hiviziken emañ e-kerzh an holl e lec’hienn skignañ ar servij renabliñ) !

Kemer perzh el luc’hskeudennaoueg rannvroel

Gant div lodenn ar galv da raktresoù "Kemerit perzh evit skignañ dalc’hadoù skeudennoù diwar-benn glad savadurioù pe arreubeuri Breizh" a zo bet digoret er bloaz-mañ (betek an 30 a viz Mezheven 2017) e c’hallo ar Vretoned bezañ lodek muioc’h er mad boutin-se ha kemer perzh evit e anaout pe evit talvoudekaat dalc’hadoù all, frank a wirioù.

Pinvidikaat dalc’had ar Renabl
Hiniennoù, strollegezhioù pe kevredigezhioù istor lec’hel a zo kouviet da binvidikaat un tamm eus an dalc’had dre sikour ar Renabl da anaout ar savadurioù pe da hizivaat ar ouiziegezh war an dalc’hadoù skeudennoù-se.

Dalc’hadoù frank a wirioù evit brasaat al luc’hskeudennaoueg
Anv zo ivez da reiñ lec’h da zalc’hadoù all, frank a wirioù : un doare eo ivez da dalvoudekaat gwelloc’h an dalc’hadoù-se ha da greskiñ ar ouiziegezh hollek war glad Breizh.
Bevennet eo ar skoaziad rannvroel da 15 000 € bep bloaz dre raktres.

Un difrae a-stroll war atiz Rannvro Breizh

Kefridi dibar Renabl ar glad

Niveriñ, studiañ, reiñ da anavezout ar glad : setu ar gefridi a oa bet fiziet e Renabl hollek monumantoù ha pinvidigezhioù arzel Frañs e 1964 gant André Malraux, ministr ar Sevenadur da neuze. Breizh, dezhi ur glad puilh hep e bar, a oa bet unan eus ar rannvroioù kentañ o tiazezañ ur servij gant ar gefridi-se a zo bremañ e karg ar Rannvro. E servij renabliñ Breizh e labour un ugent den a vicher bennak (karget a studi, luc’hskeudennerien, mererien diazoù roadennoù, teuliourien, melestrourien...) : a-hed ar bloaz ez eont dre ar vro da anavezout gwelloc’h ar glad evit lakaat anezhañ da vevañ ha da vezañ tra an holl.