Stummañ hag implij
Grit ho mad eus ar skoazelloù rannvroel d’ar stummañ !

Cheñch micher, dibab e hent, gwellaat e varregezhioù pe lakaat anezho da vont diouzh ezhommoù nevez : evel Ludovic, Annie ha Claude, grit ho mad eus ar stummadurioù hag eus ar skoazelloù rannvroel a-hiniennoù evit en em stummañ war ur vicher hag a ray berzh en amzer-da-zont !

Rannvro Breizh a ginnig deoc’h un toullad stummadurioù berr pe hir hag a vez kadarnaet gant un diplom, dre an Drip (stignad rannvroel kenemprañ) hag ar PBF (programm stummañ Breizh), deoc’h d’en em soñjal war an hent a vo dibabet ganeoc’h, nevesaat ho parregezhioù pe deskiñ re nevez evit mont war-raok, kregiñ gant un hentad kenemprañ, gant ur stummadur hag a ro barregezhioù berr pe hir. Gallout a rit bezañ sikouret en hentad stummañ gant meur a seurt skoazelloù a-hiniennoù (chekenn-stummañ, chekenn cheñch oberiantiz, chekenn-dalvoudekaat...). Pouezus-bras eo en em stummañ hag un alc’hwez da zibrennañ dor an implij eo !

Cheñch micher

Ludovic a yay da deknikour roboteg

Goude bezañ bet stummet ha labouret e-pad ugent vloaz en industriezh en doa kollet Ludovic e labour abalamour ma oa bet graet freuz-stal gant e embregerezh. Evit adkavout labour en deus dibabet mont da deknikour roboteg. Desket en deus ar vicher-se, unan hag a ray berzh en amzer-da-zont hag a c’haller ober e gennadoù labourerezh liesseurt, gant ur stummadur hir eizh miz kadarnaet gant un testeniekadur metalouriezh. (video 2017)

Goulennit « Programm Stummañ Breizh » !

Kinnig a reer, gant Programm Stummañ Breizh, ouzhpenn 250 a stummadurioù perzhekaat el live V (CAP, BEP) el live III (aotreegezh, teul micherel...) evit deskiñ ur vicher, cheñch micher pe kreñvaat e varregezhioù e 14 gennad labourerezh disheñvel, un tamm e pep lec’h e Breizh. Ma ne gavit ket ar stummadur a glot gant ho raktres micherel e c’hallit kaout ur skoazell rannvroel a-hiniennoù d’ar stummañ : chekenn-stummañ pe chekenn-dalvoudekaat evit ur stummadur perzhekaat, chekenn cheñch oberiantiz (evit ar c’hopridi kollet o labour ganto da-heul un difredadur ekonomikel) abalamour deoc’h da gregiñ gant ur stummadur hag a glotfe gant ho raktres micherel.

Evit piv ? Klaskerien labour yaouank hag oadourien, tud yaouank war un implij an dazont, gopridi hag a zegouezh un difredadur ekonomikel ganto.

Ar fichenn bleustrek war Programm Stummañ Breizh
Sellet ouzh ar programm

Lakaat e varregezhioù da vont diouzh an doareoù nevez
Annie zo o vont war ar vicher skoazellerez niverel

 

Gant he bachelouriezh sekretouriezh ha goude bezañ labouret war an dachenn-se eo bet Annie war veur a vicher. Evit mont da sekretourez adarre eo ret dezhi deskiñ barregezhioù nevez war dachenn an niverel hag ar rouedadoù sokial. Gant ur stummadur eizh miz kadarnaet gant un testeniekadur live BTU dezhi da c’hallout bezañ « skoazellerez niverel » : ezhomm zo tud stummet war ar vicher-se en embregerezhioù ar vro. (video 2017)

Stummadurioù evit respont da ezhommoù ekonomikel ar vro

Aozet e vez bep bloaz stummadurioù arnod tiriadel (ATE) diouzh ezhommoù pep hini gant ar Rannvro asambles gant an aozadurioù a labour e Breizh war dachenn ar stummañ. Graet int evit respont da ezhommoù un embregerezh, pe meur a hini, en un takad pe war un dachenn obererezh bennak : kavout implijidi stummet war micherioù zo, kas ur raktres diorren ekonomikel war-raok er vro, aesaat ar c’henemprañ micherel, stummañ gopridi a zo e frammoù kenemprañ dre an obererezh ekonomikel.

Un hentad evit kavout e blas
Claude zo en ur stummadur evit mont da wazour surentez

 

Paouezet en doa Claude gant ar skol en 3e klas ha fellout a rae dezhañ sevel e raktres micherel. Gant ur stummadur da gavout e blas e bed al labourez a da advarrekaat war an danvezioù hollek ha kemer a ra perzh e stajoù evit gwelet war beseurt hent mont. Gallout a ra kregiñ gant ur stummadur war ar vicher wazour surentez, bet dibabet gantañ, da-heul ar skoazell eizh miz-pad evit ar re yaouank hep stummadur vicherel na skiant-prenet war ur vicher. (video 2017)

Sevel e raktres micherel gant an « Drip »

Gant ar stignad rannvroel evit ar c’henemprañ micherel (Drip) e vez sikouret ar glaskerien labour yaouank (adalek 16 vloaz) hag an oadourien o deus diaezamantoù o kavout o flas er bed micherel, da sevel ur raktres kenemprañ padus ha fetis. Graet e vez war-dro gant aozadurioù stummañ un tamm e pep lec’h e Breizh, abalamour da vezañ tost ouzh an dud : heñchañ, kenemprañ micherel, deskiñ barregezhioù diazez (advarrekaat ha gouiziegezhioù diazez), barregezhioù war meur a dachenn ha barregezhioù treuz henidi, Galleg Yezhoù Estren (FLE). Tri fal zo : ober pep hini ar poent war e stad dezhañ, war ar pezh eo gouest d’ober ha war beseurt hent e fell dezhañ mont ; sevel ur raktres micherel ha termeniñ ar pazennoù evit mont betek penn ; en em brientiñ da gregiñ gant ur stummadur perzhekaat war ar vicher a zibaber. Goude-se e c’hall pep hini bezañ ambrouget diouzh e ezhommoù dezhañ gant ur gevrat perzhekaat (CAQ).

Evit piv ? Tud yaouank ha klaskerien labour hep perzhegezh vicherel na skiant-prenet war ur vicher

Ar fichenn war ar stignad rannvroel evit ar c’henemprañ micherel/p>

Ar chekenn stummañ evit kregiñ gant ur stummadur perzhekaat hir (kadarnaet gant un diplom pe un testeni micherel) pa vezer o klask labour, ar chekenn cheñch oberiantiz evit cheñch micher pe mont diouzh emdroadur al labour gant ur stummadur testeniañ pa vezer gant un difredadur ekonomikel, ar chekenn dalvoudekaat evit kadarnaat ar skiant prenet ha neuze kaout un testeni… : bez’ ez eus ivez skoazelloù a-hiniennoù a-berzh ar Rannvro evit sikour raktresoù stummañ ar glaskerien labour. Bep bloaz e vez skoazellet tost da 2 000 a dud e-giz-se da gregiñ gant un hentad stummañ. (Dav eo gouzout n’eus ket mui eus ar "chekenn nerzh" a zo anv anezhi er video sevenet e 2014)
Ar chekenn stummañ
Ar chekenn cheñch oberiantiz
Ar chekenn dalvoudekaat

Ar Rannvro karget eus ar stummañ micherel

Georgette Bréard, Besprezidantez ar Rannvro karget eus ar stummañ, an deskardelezh hag an heñchañ, a bed ar Breizhadezed hag ar Vreizhiz da implijout stummadurioù ha skoazelloù ar Rannvro evit en em stummañ

 

Koulzad rannvroel
Ur gwir eo en em stummañ, un dever eo sikour ac’hanoc’h

Campagne formation

Evit adkavout pe cheñch labour eo un dra emsav bezañ stummet ! Ur c’houlzad brudañ a oa gant Rannvro Breizh en nevez-amzer diwezhañ (etre an 13 hag ar 25 a viz Meurzh 2017) evit broudañ merc’hed ha paotred Breizh da ober gant ar stummadurioù.

Ar c’houlzad brudañ

E 201 e oa bet tost da 25 000 a dud er stummadurioù arc’hantet gant Rannvro Breizh.