Yezhoù Breizh
Mizvezh ar brezhoneg ha mizvezh ar gallaoueg !

E miz Meurzh e vo enoret yezhoù Breizh gant « Mizvezh ar Brezhoneg » ha « Mizvezh ar gallaoueg - Maiz du Galo » ! Pe e vefe gant stummadurioù, obererezhioù sevenadurel pe binvioù burevek, digarez a vo roet deoc’h d’ober anaoudegezh gant an doareoù a vil vern zo d’ober, bemdez, gant unan eus hon div yezh, ha perak pas gant an div.

Mizvezh ar brezhoneg

Goude bezañ bet krouet ha skoazellet « Sizhunvezh ar brezhoneg » e-pad pevar bloaz diouzh renk he deus divizet ar Rannvro kreñvaat hec’h oberoù evit deskiñ brezhoneg, ober gantañ ha reiñ lec’h dezhañ er vuhez pemdeziek. Diwar vremañ e vo miz Meurzh « Mizvezh ar Brezhoneg ». Un toullad abadennoù nevez en-dro d’ar brezhoneg, aozet gant an Emglevioù-bro ha labelaet « Mizvezh ar Brezhoneg », a zo kinniget war ar seizh tem-mañ :

  • Skignañ ar ouiziegezh war ar brezhoneg : diskouezadegoù, prezegennoù, atalieroù…

  • Ar c’helenn brezhoneg / e brezhoneg hag oberoù evit ar vugaligoù : dorioù digor, standoù…

  • Ar stummañ micherel hag ar c’helenn d’an dud deuet : dorioù digor, standoù, gweladennoù eus lec’hioù labour ma reer gant ar brezhoneg…

  • An embann : saloñsoù, standoù, emgavioù, prezegennoù, atalieroù, « speed-booking »…

  • Ar c’hoariva (arvestoù, stajoù, skrivañ…) ha sonerezh a vremañ e brezhoneg (sonadegoù, skingas, annezoù, leurennoù digor…)

  • Produiñ ha skingas kleweled : radio, TV, web-TV, sinema

  • Ar binvioù niverel : Internet, meziantoù, rouedadoù sokial…

Emglevioù-bro o tont da eilañ Mizvezh ar brezhoneg

Gant an emglevioù-bro a gar e vez aozet pe kenurzhiet Mizvezh ar brezhoneg war o zachenn. Pep emglev en deus gallet kinnig ur roll abadennoù d’ar Rannvro ha lakaat al logo fardet gant honnezh war wel war e zafar brudañ.

An abadennoù e pep bro

Kit da welet e Twitter : #mizbzhg

Le Maiz du Galo
Mizvezh ar gallaoueg

Evit ar wezh kentañ, e miz Meurzh 2017, e kinnig ar Rannvro Miz ar gallaoueg ivez. Evit kas an dra-se da benn e ro skoazell d’ar c’hevredigezhioù a striv evit reiñ lec’h d’ar gallaoueg hag evit ma vefe graet gantañ er vuhez pemdeziek, gant ar re yaouank dreist-holl. Digarez a vo roet d’an dud da gomz ha da vevañ e gallaoueg e-pad miz ha da vrudañ ar yezh-se war un dro. Un dibab obererezhioù zo kinniget evit deskiñ gallaoueg, ober pe adober anaoudegezh gantañ gant diskouezadegoù, prezegennoù, atalieroù, pe dre an arzoù evel ar c’hoariva, ar c’han, ar c’hontadennoù peotramant ar varzhoniezh. 

An abadennoù e pep bro