Kas uhel-kenañ
Jean-Yves Le Drian dirak koumananterien gentañ ar wienn optikel e Gazilieg

D’an 20 a viz Genver e oa bet prezidant Kuzul-rannvro Breizh, Jean-Yves Le Drian, e Gazilieg (56), evit gweladenniñ an aveadurioù staliet er gumun hag en em gavout gant koumananterien gentañ ar wienn optikel.

Jean-Yves Le Drian rencontre les premiers abonnés à la fibre optique à La Gacilly
Fanch Galivel

A-gevret gant Pierre Roussette, prezidant Kumuniezh-kumunioù bro Gazilieg, ha Fabienne Dulac, renerez-seveniñ Orange Frañs, e oa bet Jean-Yves Le Drian o welet penaos eo aet war-raok al labourioù evit staliañ ar wienn optikel er vro. En takadoù eus ar gumun m’eo echu al labourioù e c’hello 1400 tiad tud, embregerezh ha lec’h publik mont war ar genrouedad dre ar c’has uhel-kenañ, evel er meurgêrioù hag en tolpadoù-kêrioù bras. Er mizioù a zeu e vo deservijet an takadoù all.

An holl Vretoned a vo kennasket a-benn 2030

Kenarc’hantet eo al labourioù kennaskañ ouzh ar c’has uhel-kenañ gant Unaniezh Europa (dre ar Font europat evit an diorren ekonomikel ha rannvroel), ar Stad, Rannvro Breizh, an Departamantoù hag ar C’humuniezhoù-kumunioù. Da 2 viliard a euroioù e sav koust hollek al labourioù evit sevel ar rouedad rannvroel-se, kaset da benn gant Mégalis Breizh, diouzh raktres Breizh Kas uhel-kenañ, ha dezho meur a bazenn : 

2014-2018 : 240 000 a diadoù tud, embregerezhioù ha lec’hioù publik a vo kennasket ouzh ar wienn optikel, 70 000 anezho e-pad prantad 1 al labourioù (2014-2016), an hanter anezho e 4 c’hêr etre (An Alre, Karaez, Lambal ha Redon) hag an hanter all e 28 takad ma ne vez ket ken stank ar boblañs.

2016-2018 : krog eo 2l prantad al labourioù en ur c’hant takad bennak, evit 70 000 savadur. E penn-kentañ 2017 e oa bet kroget da brogrammiñ prantadoù a zeu ar raktres (2019-2023 ; 2023-2030) ha da dermeniñ an takadoù nevez da gennaskañ kentañ-wellañ ouzh ar c’has uhel-kenañ.