Touristerezh ha glad
Keveliñ a ra ar Rannvro gant Klub mesened ar glad e Breizh

Evit sikour gwareziñ glad Breizh eo bet krouet klub mesened Breizh e miz Gouere 2016. Deuet eo ar Rannvro da geveliñ gantañ.


Rannvro Breizh

Sikour reneveziñ glad publik ha kevredigezhel ar Rannvro, setu petra eo pal ar c’hlub-se a oa bet savet c’hwec’h miz zo gant Diazezadur ar Glad. Ar c’hlub-se a zo bremañ 13 penn embregerezh breizhat ennañ ha dont a ra da harpañ kefridi gentañ an diazezadur hag a labour evit gwareziñ ar glad rannvroel. C’hoant he deus bet Rannvro Breizh da geveliñ gant ar c’hlub-se. Hervez Anne Gallo, besprezidantez Rannvro Breizh evit an touristerezh, ar glad hag an hentoù bageal, e teu klub mesened Breizh da glokaat stignad « Skoaz ouzh skoaz » ar Rannvro hag a oa bet savet e 2011 evit broudañ an dud da gaout raktresoù da reneveziñ savadurioù, savadurioù relijiel pe re all, ha gouelieroù kozh.

Evit kinnig an emglev keveliñ nevez-se e oa bet aozet un emvod kelaouiñ d’an 20 a viz Genver er C’huzul-rannvro, gant Anne Gallo, Gérard Brégent, prezidant ar c’hlub ha merour an embregerezh mañsonerezh Joubrel (Magoer), ha Jean-Pierre Ghuysen, dileuriad Diazezadur ar glad er rannvro.