Lid
Trofeoù sport 2016

Evit ar 27vet gwech e oa bet aozet Trofeoù ar sport ha garedonet ar gwellañ atletourien o deus kaset uhel livioù Breizh war ar podiomoù. Grit anaoudegezh gant al loreidi ha sellit ouzh al lid e bretagne.bzh !

Lauréats 2016 des Trophées du sport
Région Bretagne

Evel bep bloaz eo bet garedonet ar sportourien hag ar sportourezed breizhat e tri rummad (sportourien, diwanidi, skipailhoù) gant ur juri ennañ besprezidant Rannvro Breizh karget eus ar sportoù, dileuridi Renerezh-rannvro ha Renerezh-departamant ar yaouankiz hag ar sportoù, kazetennerien ha prezidant ar Poellgor rannvroel olimpek ha sportel. Roet e oa bet ar prizioù d’ar Merc’her 7 a viz Kerzu, e Roazhon, dirak Pierre Pouliquen, besprezidant karget eus ar sportoù er C’huzul-rannvro. 

Adskignet e oa bet an abadenn war TVR, TébéSud ha Tébéo. 

Ar sportourien loreet : 

Sportourez ar bloaz 2016 :
Marie Bouchard (atleterezh),
Thu Kankasomphou (tennis-taol)
Camille Lecointre (bageal-dre-lien),
Jade Le Pesq (rugbi)

Sportour ar bloaz 2016 :
Alan Berrou (boks gall)
Tony Debray (kanoe-kayak)
Pierre Le Coq (bageal-dre-lien)
Louis Radius (atleterezh)

Diwanadez ar bloaz 2016 :
Caroline Drouin (rugbi)
Ludivine Guillot (boks gall)
Candice Mahé (golf)

Diwanad ar bloaz 2016 :
David Gaudu (marc’h-houarn)
Titouan Le Bosq (bageal-dre-lien)
Valentin Madouas (marc’h-houarn)

Skipailh merc’hed ar bloaz 2016 :
Brest Bretagne Handball (mell-dorn)
Quimper Volley (volley-ball)
Stade Rennais Rugby (rugbi)

Skipailh paotred ar bloaz 2016 :
US Concarneau (mell-droad)
Rennes Volley (volley-ball)
Klub rugbi Gwened (rugbi)


Tags : Sport

Publié le


Partagez ce contenu