Raktresoù an embregerezhioù
Ar savenn arc’hantaouiñ a-stroll GwenneG skoazellet gant ar Rannvro

Kef ar fiziadoù, gant kenlabour Rannvro Breizh, a ro skoazell d’ar savenn arc’hantaouiñ a-stroll GwenneG. Ur mod arc’hantaouiñ nevez evit sikour raktresoù an embregerezhioù.


Kevredad Envivio – Sant-Jakez-al-Lann – Il-ha-Gwilen – Jean-Louis Aubert

« Un doare nevez da reiñ arc’hant d’an embregererien eo an arc’hantaouiñ a-stroll, en ur gontañ war ar genskoazell er vro. N’eo ket diboell e vefe skoazellet an oberenn-se gant ar C’huzul-rannvro eta», a zispleg Loig Chesnais-Girard, 1 besprezidant karget eus an ekonomiezh, an neveziñ hag an dedennusted. 100 000 € a roio Rannvro Breizh da savenn arc’hantaouiñ embregerezhioù Breizh e stumm astennoù da vezañ restaolet. Ur yalc’had 300 000 € a vez fiziet enni gant Kef ar fiziadoù kement hag arnodiñ. Pal ar savenn eo arc’hantaouiñ ouzhpenn 300 raktres ekonomikel betek 20 M€ en holl ac’hann da 2020 en ur grouiñ pe mirout ouzhpenn 3 000 post-labour dre ar vro ha kaout levezon war arc’hantaouerien an ensavadurioù. Un diskoulm eo evit skoazellañ raktresoù nevez an embregerezhioù.

Ar savenn GwenneG

GwenneG zo ur savenn arc’hantaouiñ a-stroll bet krouet e 2015 hag a bled dreist-holl gant raktresoù ekonomikel tost. Sikour a ra raktresoù e Breizh, e stumm rakwerzhoù, prestoù pe postadurioù. N’eus ket he far d’ar savenn-se e gennad an arc’hantaouiñ a-stroll. Sikour an diorren e Breizh ha reiñ labour d’ar rummadoù-tud da zont eo ar pal pennañ. 1M € zo bet dastumet gant GwenneG dija. Gant se ez eus bet arc’hantaouet 50 raktres ekonomikel, krouet pe miret ouzhpenn 220 post-labour ha 2M € zo deuet da-heul gant arc’hantaouerien an ensavadurioù. Ouzhpenn 130 rener embregerezh a zo liammet ouzh ar savenn-se bremañ.