Postadurioù an amzer-da-zont
Seizh raktres eus Breizh evit ar c’hresk glas

Seizh raktres evit ar c’hresk glas zo e-touez ar 174 raktres dibabet da-heul ar galv da raktresoù broadel « Oberennoù EBE » evit an treuzkemm energetek hag ekologel (programm broadel a bostadurioù evit an amzer-da-zont).


Nicolas Job

Treuzdougen, energiezhioù nevezadus, efedusted energetek, ekonomiezh-kelc’h, bevliesseurted : en holl domanioù an neveziñ war dachenn an ekologiezh e oa bet dibabet an « Oberennoù EBE » e miz Gwengolo tremenet (e-ser Postadurioù an amzer-da-zont eo bet krouet an « Oberennoù EBE » evit harpañ barregezh neveziñ an embregerezhioù bihan hag etre e Frañs). En o zouez, seizh raktres nevezus labelaet gant ar pol mor Breizh Atlantel a laka klaoustre war an energiezhioù nevezadus hag ar vevliesseurted vor e-sellan nevezadur hag an diorren ekonomikel : betek 200 000 € a vo evit pep raktres da sikour embregerezhioù bihan hag etre eus Breizh da gas o raktresoù da benn.

Rummad « Energiezhioù nevezadus »
Epenon
Benveg elektronek evit gwellaat diver an aer war palvezioù ar rodoù-avel

Douger ar raktres : Mer agitée, Ar Forest-Fouenant (29)

Ur c’haptor evit palvezioù rodoù-avel a verk ha strafuilhat pe lavnat eo an diver lec’hel hag a gas roadennoù d’ur greizenn akuizitañ evit gwellaat ar mont en-dro.

Rummad « Bevliesseurted »
Smart-pam
Boue evezhiañ dre glevet en danvor evit evezhiañ an ekoreizhiadoù mor

Douger ar raktres : Quiet oceans, Brest (29)

Gant ar boue-mañ e c’hellor evezhiañ diouzhtu an ekoreizhiadoù mor dre glevet an danvor. Er mare-mañ ez eo unan eus ar servijoù naouek evezhiañ dre glevet gouzañvat emeur o sevel evit a sell ar vevliesseurted vor.

Rummad « Bevliesseurted »
Oscarabis
Pelldetektiñ dre glevet puilhentez ha meteier ar gouelezennoù mor

Douger ar raktres : RTSYS, An Oriant (56)

Un arload pelldetektiñ dre glevet hag a servij da gartenniñ ha da anaout an endalc’hadoù biologel a zo er gouelezennoù mor.

Rummad « Bevliesseurted »
Biodivormeau
Sevel ourmel en ur ziwall an endro

Dalc’her ar raktres : Scea France Haliotis, Plougerne (29)

Raktres dourc’hounezerezh padus eus an ourmel evel gedour eus ar vevliesseurted e-sell da reiñ lañs da filierenn c’hall an ourmel.

Rummad « Bevliesseurted »
Simeo offshore
Treuzkas bep ma teuont roadennoù ur boue offshore evit evezhierezh ekologel ar mellkeineged mor

Douger ar raktres : NKE Instrumentation, Henbont (56)

Ur reizhiad evezhierezh ekologel eus ar mellkeineged mor eo hag ur raktres benvegañ offshore war-c’horre. Er mare-mañ ez eo unan eus ar gennadoù ma tiaweler ar muiañ a gresk ekonomikel war dachenn ar benvegañ mor.

Rummad « Bevliesseurted »
AB Biodiversité aquatique
Ijinennoù pesketa gwellaet evit mirout ar pourvezioù pesked maget en dour dous

Douger ar raktres : AB Pêcheries de Loire, Kerc’hfaou

Ijinennoù pesketa aveet evit mirout gwelloc’h ar pourvezioù pesked maget dre bakañ anezho hep o lazhañ ha dre o dibab, evit ma vo miret ar spesadoù o deus ezhomm da vezañ miret (evit merañ ar spesadoù aloubus da skouer) ha korvoet ar pourvezioù pesked maget en un doare padus.

Rummad « Bevliesseurted »
Aims
Evezhiañ enframmet dre glevet evit priziañ efed an trouz war an endro mor

Douger ar raktres : Sinay, Caen (14)

Reizhiad evezhierezh enframmet dre glevet eus ar meteier mor ha danvor, gant ur rouedad boueoù dispaket er mor hag ur savenn jediñ big data evit priziañ efed ar greanterezhioù hag evezhiañ anezho war hir-dermen.

Ar pol mor Breizh Atlantel gant sifroù

- 50 ezel, hag ouzhpenn an hanter zo EBE
- 260 raktres labelaet gant ur postadur a sav da 800 milion a euroioù evit klask ha diorren (K & D)
- 214 milion a euroioù a skoazelloù publik roet en ur ober dek vloaz
- 6 domani obererezh : ar surentez hag ar surded war vor, ar verdeadurezh hag ar bageal, an danvezioù energetek hag an danvezioù kailh er mor, ar pourvezioù biologel er mor (pesketaerezh-dourc’hounezerezh ha bioteknologiezhioù glas), an endro ha terkañ an arvor, ar porzhioù hag an danframmoù hag an treuzdougen war vor.



Tags : Innovation Mer

Publié le


Partagez ce contenu