Diorren padus
Kemerit perzh en 11vet Trofeoù an diorren padus !

Un embregerezh, ur stal stummañ, ur gevredigezh pe un oberer publik oc’h, ha kemer a rit perzh en un obererezh hag a ya a-du gant an diorren padus ? It war ar renk evit Trofeoù Breizh an diorren padus 2017 (digor eo ar galv d’ar raktresoù betek ar 17 a viz Kerzu) !

visuel Trophées développement durable 2017

Bep bloaz, gant Trofeoù Breizh an diorren padus, e vez lakaet war wel an obererezhioù nevezus a vez kaset da benn e Breizh war dachenn an diorren padus. Ret eo d’an obererezhioù-se bezañ war hir dermen ha kemer peder fennaenn e kont : an ekonomiezh, ar sokial, an endro hag an demokratelezh. Er bloaz-mañ e vo roet an Trofe « souezhenn ar juri » ivez. Dre-se, an holl aozadurioù a labour evit mad an diorren padus zo pedet, gant ar galv d’ar raktresoù 2017, da vont war ar renk (a-raok ar 17 a viz Kerzu 2016). Evel er bloavezhioù all e vo roet Trofeoù evit pevar rummad : an embregerezhioù, an aozadurioù a labour war dachenn an deskadurezh hag an obererien bublik. Un doare eo da vrudañ ar boazioù mat a-fet diorren padus hag a gaver gant obererien a bep seurt e Breizh.

Roet e vo Trofeoù Breizh an diorren padus 2017 d’ar 1añ a viz C’hwevrer 2017

Penaos respont d’ar galv da vont war ar renk ?

E-barzh lec’hienn 11vet Trofeoù an diorren padus e kavot ur bern keleier, deoc’h da c’houzout hiroc’h war palioù an Trofeoù, evit piv int graet, penaos e vez dibabet e-touez an aozadurioù a vez war ar renk hag... it-c’hwi war ar renk ! En em vodañ a ray ar juri e-kreiz miz Genver evit dibab loreidi 2017.