Crowdfunding
Rannvro Breizh, buanaer evit mennadoù ar yaouankizoù

Etre 18 ha 29 bloaz oc’h ? Ho raktres zo nevezus, krouus hag a zegas e lod evit reiñ startijenn da diriad Breizh ? Evit gallout kaout un taol-skoaz gant Rannvro Breizh, kit war ar renk evit ar galv da raktresoù adal an 12 a viz Mae en ur lakaat hoc’h anv war unan eus an div gensavenn crowdfunding, Gwenneg pe Kengo !

Pa soñj Rannvro Breizh ez eo ar re yaouank ar re wellañ evit broudañ ha difenn o mennadoù dezho o-unan e klask o c’halonekaat, en ur reiñ, dreist-holl, ur sikour arc’hant dezhe evit seveniñ o raktresoù. Evit an eil bloaz e vez lañset ganti ar galv da raktresoù « buanaer evit mennadoù ar yaouankizoù», gant 50 000€ evit sikour o mennozhioù hag o sevel buanoc’h. E 2015 e oa bet roet begon da 11 raktres !

C’hwi ivez zo etre 18 ha 29 bloaz ? Ur raktres ho peus, unan nevezus, krouus hag a zegas e lod evit reiñ startijenn da diriad Breizh ha dedennañ an dud davetañ ? Kit war ar renk evit ar galv da raktresoù lañset gant Rannvro Breizh en ur lakaat ho raktres war unan eus an div gensavenn crowdfunding, Gwenneg pe Kengo hag evel-se e c’halloc’h kaout un taol-skoaz gant Rannvro Breizh !

Gallout a rit mont war ar renk adal an 12 a viz Mae evit ar galv da raktresoù-mañ dre an eil pe eben eus an div gensavenn crowdfunding Gwenneg ha Kengo. Ac’hann d’ar 27 a viz Here e c’hallit tizhout betek 70% eus ho pal arc’hantaouiñ.

Pa vo bet dibabet ho raktres*, e teuio Rannvro Breizh en ho kichen da bourchas an 30% a chom eus koust ar raktres (betek 4000€ dre raktres). Neuze, deoc’h da c’hoari !

NB : Ar raktresoù graet en amzer skol hag ar raktresoù beaj hiniennel pe evit ar studioù ne c’hallint ket bezañ sikouret. 

Sellet ouzh ar fichenn sikour

Gwenneg

Kengo 

11 raktres harpet e 2015

Kelaouenn « Étangs » (Gwenneg) Skoazell ar rannvro : 900€

Héméra Édition (Gwenneg) Skoazell ar rannvro : 600€

FoaliNet (Gwenneg) Skoazell ar rannvro : 180€

Combat de coq (Gwenneg) Skoazell ar rannvro : 1200€

Le Croissant Turbulent (Gwenneg) Skoazell ar rannvro : 900€

Koad (Gwenneg) Skoazell ar rannvro : 450€

Penn Ar Box (Kengo) Skoazell ar rannvro : 2250€

Krampouezh ar c'hoari (Kengo) Skoazell ar rannvro : 225€

On the Raw(d) (Kengo)  Skoazell ar rannvro : 1200€

My Djogg (Kengo) Skoazell ar rannvro : 1500€

Sport hep gwelet (Kengo) Skoazell ar rannvro : 450€


Tags : Jeunesse

Publié le


Partagez ce contenu