Yaouankizoù ha politikerezh
Dilennidi nevez Kuzul-rannvro ar Yaounkizoù

Dilennet ez eus 160 kuzulier-rannvro gant liseidi ha deskarded Breizh. Bremañ emañ pedet an dilennidi nevez d’en em gavout e Sant-Maloù e-pad un dibenn-sizhun, evit ober anaoudegezh an eil re gant ar re all ha gant an engouestl keodedel.


Session d'installation du Conseil régional des jeunes / mandat 2012-2014. Hôtel de Courcy, Rennes, 19 décembre 2012. Emmanuel Pain

Evel bep daou vloaz e oa bet galvet liseidi ha deskarded Breizh da votiñ evit dilenn o c’huzulierien-rannvro. E deroù miz Du e oa bet dilennadegoù e 14 skol, strewet e pevar departamant Rannvro Breizh.
Bremañ m’int bet dilennet ez ay ar guzulierien-rannvro yaouank da gemer perzh en unan eus ar pemp bodad tematek-mañ : agenda 21 ha diorren padus, liesseurted sevenadurel ha skignañ ar sevenadur, digoradur war ar bed, kehentiñ (Kaoz), yec’hed ha kalite bevañ. War-dro c’hwec’h gwezh ar bloaz en em vodint.

An emvod-meur staliañ, ma vo dilennet kenbrezidant nevez ar C’HRY, a vo d’an 10 a viz Kerzu a zeu, en Ostel Courcy e Roazhon. Met a-raok stagañ ganti da vat en em gavo an dilennidi e-pad un dibenn-sizhun, evit ober anaoudegezh an eil re gant ar re all, er greizenn Varangot e Sant-Maloù, d’an 22 ha 23 a viz Du. Dre ma ranker ober anaoudegezh an eil re gant ar re all evit ma vo ur gwir lusk a-stroll he deus fiziañs ar Rannvro e c’hallo ur c’hant bennak a dud yaouank dont, evel ma oa bet kont er respetad tremenet.

Tags : Assemblées

Publié le


Partagez ce contenu