Touristerezh
"Brest-Douaroù ar Meurvor " : ur vro nevez evit an douristed

E Plougonvelen (29) eo e oa roet lañs ent-ofisiel d’ar vro nevez-se evit an douristed, d’an 18 a viz Kerzu, gant Pierrick Massiot, François Cuillandre, Prezidant Pol meurgêr Bro Brest, ha Maria Vadillo, Besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus an touristerezh hag ar glad.


Pierre Torset - CRTB

An trede bro evit an douristed eo "Brest-Douaroù ar Meurvor" diwar dek bro degemeret gant ar Rannvro. Evel-se e vo treset ur gartenn nevez a Vreizh, ijinet dre un enklask e-mesk an douristed. Ar pal : lakaat an tiriadoù da vezañ dedennusoc’h ha roiñ d’anavezout pinvidigezh broioù touristel dishañval eus Breizh. Ar broioù "Kemper Kerne" ha "Breselien" a zo bet lakaet war-sav e 2013 c’hoazh. Tro Bro Brest eo ar sizhun-mañ ha spletoù a bouez he deus : maeziadoù espar ha danvezioù naturel digredus, kalz lec’hioù dudi ha da vizitañ, ul liamm kreñv ouzh ar mor, gant ur sevenadur hag ur glad-mor a bouez ha kalz obererezhioù dour... 

Tags : Tourisme

Publié le


Partagez ce contenu