Stummerezh hag implij
Kendiviz « Kavout e hent a-hed ar vuhez» e Sant-Brieg

D’ar 15 a viz Here e Sant-Brieg, e oa bet bodet en tu-hont da 400 den a vicher er c’hendiviz «Kavout e hent a-hed ar vuhez » diwar-benn heñcherezh ar re yaouank hag an oadourien.


Caroline Ablain

Kuzulierien-heñchañ eus al liseoù, kreizenn stummañ an deskidi (KSD) pe kreizenn ditouriñ ha heñchañ (KTH), dileuridi eus ar C’hefridiezhioù lec’hel, eus ar Pol Implij pe eus ar Fonmehs : meur a gant a dud a vicher a oa en em adkavet er c’hendiviz aozet gant Rannvro Breizh diwar-benn an doare da heñchañ ar re yaouank kenkoulz hag an oadourien (klaskerien labour pe tud oberiat war hent un dastreiñ micherel). Ar pezh a vo bet heverk en emgav-se ivez eo e vo bet roet lañs, e Breizh, d’un taol-arnod evit ur servij publik rannvroel an heñcherezh (SPRH) :  fellout a ra d’ar Stad fiziout er Rannvroioù levierezh ur servij publik hag a lakaio an holl frammoù hag an holl servijoù o devez da emellout en heñcherezh micherel da genlabourat. Er penn a-raok emañ Breizh war an dachenn-se ha bez’ emañ  e-touez ar seizh Rannvro zo bet dibabet evit  arnodiñ a-benn Gwengolo 2014 : en em harpañ a c’hello evit se war rouedad Tiez ar  stummañ micherel (TSM) hag he 350 lec’h degemer (bet digoret e tiriad Breizh en e bezh e stern he folitikerezh rannvroel evit ar stummañ. Un tu kreñv hag a laka da gompren perak e oa meur a rannvro eus Frañs o kemer perzh (Akitania, Poatev-Charantez, Broioù al Liger ha Ron-Alpoù).

Pegoulz ha pelec’h :  Meurzh 15 a viz Here 2013 e Palez ar c’hendalc’hioù hag an diskouezadegoù e Sant-Brieg, gant Georgette Bréard, besprezidantez er C’huzul-rannvro karget eus ar stummañ.

Tags : Emploi Formation

Publié le


Partagez ce contenu