Aozadur
Anvet e vez 113 ezel Kuzul armerzhel ha sokial ar Rannvro evit c’hwec’h vloaz, war-bouez un diferad gant prefed ar Rannvro, diwar ginnig an aozadurioù derc’houezus. Pevar skolaj zo ennañ :
• ur skolaj gant dileuridi an embregerezhioù hag an obererezhioù micherel n’int ket gopret (38 ezel) ;
• ur skolaj gant dileuridi ar sindikadoù gopridi (38 ezel) ;
• ur skolaj gant dileuridi an aozadurioù a gemer perzh er vuhez a-stroll (sokial, sevenadurel, kevredigezhel...) (32 ezel) ;
• ur skolaj gant tud perzhek (5 ezel).

Roll an izili dre skolaj

Ar prezidant
Prezidant Kuzul armerzhel ha sokial ar Rannvro, goude kuzuliañ gant ar burev, a sav roll-labour an dalc’hioù meur hag a aoz labourioù ar bodadoù, ar c’hevrennoù hag ar strolloù-labour. E karg emañ ivez eus an titouriñ hag eus darempredoù diavaez KASR, etre rannvroioù peurgetket.
Gouzout hiroc’h diwar-benn Prezidant KASR, Alain Even

Burev KASR
Kenurzhiañ a ra labourioù ar bodadoù etre an dalc’hioù, dindan atebegezh prezidant KASR.
Aozadur ar burev

Pevar bodad
Pevar bodad a labour war un dro war grefen difer (ar stummerezh, ar sevenadur…) ha war grefen treuz (al labour etre rannvroioù, budjed ar Rannvro…) : ar bodad stummerezh ha deskadurezh uhel ; ar bodad diorren armerzhel hag enklaskerezh ; ar bodad kalite ar vuhez, sevenadur ha kengred ; ar bodad terkerezh an tiriad hag endro.
Aozadur ar bodadoù

Div gevrenn

Labourat a reont war gudennoù treuz : ar gevrenn imbourc’hiñ a labour war an emdroadurioù teknikel, armerzhel, sokial, poblañsouriezhel ha sevenadurel, hag ar gevrenn Mor hag Arvor a labour war ar c’hrefen a denn d’ar vuhez war ar mor hag en arvor.
Aozadur ar c’hevrennoù

Penndanevellerien

Prientiñ a reont peurgetket an alioù a sell ouzh budjed ar Rannvro pe ouzh ar c’hrefen a denn da Europa.
Ar benndanevellerien


Modifié le


Partagez ce contenu