info budget2015 recettes bzh

 

Digresket eo an debarzhadurioù digant ar Stad da-geñver ar politikerezh evit lakaat ar strollegezhioù d’ober o lodenn evit adsevel ar c’hontoù publik, evel ma’z eus bet divizet gant an Emglev a fiziañs hag a skiant-vat. Pa’z eo diaes an traoù er mareoù-mañ er vakroekonomiezh ned a ket ar gounidoù diwar an telloù war greskiñ evit ar Rannvro ivez. Gant se ez eus un digresk eus 1,77 % evit korvoderioù ar Rannvro, ma ne gonter ket an amprestoù, e-skoaz 2014.

57 % eus an arc’hant a zeu diwar budjed ar Stad

War-lerc’h adreizh an delladurezh e teu ouzhpenn an hanter eus arc’hant ar Rannvro diwar gredadoù ar Stad.

Debarzhadurioù ha skoazelloù digant ar Stad : 24% eus an arc’hant. Digreskiñ a ra o lodenn e-keñver an hollad peogwir ez aent d’ober 28% e 2014. Evit an darn vrasañ anezho int debarzhadurioù roet da-geñver an treuzkas kefridioù eus ar Stad war-zu ar Rannvro (evel al liseoù e 1986, an THR e 2002...).

An delladurezh divizet gant ar Stad (33% eus an arc’hant) : Gant an adreizh eus 2010 n’eus ket mui eus an taosoù eeun dastumet gant ar Rannvro, en o flas ez eus telloù hag a vez termenet o feur evit Frañs a-bezh : ar CVAE (skodenn war gwerzh ouzhpennet an embregerezhioù), an IFER (tell dreziadek war an embregerezhioù rouedadoù), a vez paeet dreist-holl gant an SNCF ha France Telecom, ha daou zebarzhadur kempouezañ.

13% hepken eus ar gounidoù zo mestroniet gant ar Rannvro

Daouhanteret int bet e-keñver ar pezh a oa pemp bloaz zo. Da-heul adreizh an delladurezh e 2010 ne vez ket dastumet an taos micherel nag an taos war ar font gant ar Rannvro ken, ne douch mui nemet an taosoù dieeun, da lavaret eo an TDDE (taos diabarzh war an danvezioù energiezh) hag an taos war ar c’hartennoù gris (lamet eo bet an taos war an aotreoù-bleinañ gant ar C’huzul-rannvro).

Korvoderioù all ar Rannvro. Mont a reont d’ober 5 % eus gounidoù ar Rannvro e 2015. Dont a reont dreist-holl diwar skoazelloù a-berzh Europa, diwar ar font da gempouezañ an TGO ha diwar gorvoderioù diseurt (arc’hant restaolet abalamour ma oa bet roet e gaou, embregerezhioù hag o deus restaolet arc’hant bet amprestet digant ar Rannvro, skodennoù digant ar strollegezhioù lec’hel all da-geñver obererezhioù arc’hantaouet asambles).

Telloù ar Rannvro e 2015

Gant ar Rannvro ne vez dastumet nemet an taosoù dieeun (Ne vez ket dastumet an taos war an aotreoù-bleinañ ken gant ar C’huzul-rannvro).
- Taos war ar c’hartennoù gris : n’eo ket bet cheñchet evit 2015, da lavaret eo 23€/marc’h-nerzh evit ar c’hirri dre GTL, gaz naturel pe tredan, 46€/marc’h-nerzh evit ar c’hirri all.
- Taos diabarzh war an danvezioù energiezh(TDDE) : 2,5 santim € dre litrad evit ar super ha 2,5 santim € dre litrad evit ar gazeoul.

25% eus ar budjed a zeu diwar amprestañ

Enskrivet ez eus bet un aotre-amprestañ 342 vilion a euroioù er budjed 2015. Digresket eo an debarzhadurioù a-berzh ar Stad hag adreizhet eo bet an doare da arc’hantaouiñ ar stummañ micherel hag an deskardelezh. Gant se ne c’hall ket ar Rannvro en em arc’hantaouiñ kement ha ma rae. Ret eo amprestañ kalzik arc’hant evit arc’hantaouiñ ar postadurioù war hir-dermen. Mestroniet eo memes tra, a-fet arc’hant, kresk an dle evit arc’hantaouiñ ar postadurioù-se. Ingal e vez anavezet gant an dud eus an diavaez ez eo yac’h stad an arc’hant er Rannvro hag e vez meret honnezh a-zoare. Gant ar c’hempouez-se a-fet arc’hant hag an doare ma vestroni he dle e c’hall Rannvro Breizh ober gant meur a zoare arc’hantaouiñ evit hec’h amprestoù : er bloaz-mañ e ray gant doareoù all evit klokaat an amprestoù digant ar bankoù, doareoù efedus ha n’int ket ken koustus. Goulennet he deus ivez arc’hant digant posterien brevez ha respontet ez eus bet ya ganto.

Un notenn vat evit an arc’hant "AA diawelad stabil" !
E miz Kerzu 2014 e oa bet kadarnaet gant an ajañs Fitch Ratings an notenn « AA diawelad stabil » a oa bet roet da Rannvro Breizh e deroù 2013 diwar « efedusted he budjed », an « doare ma ver he budjed gant evezh » hag an « nebeud a zle he deus dastumet ». Gant an notenn vat-se eo kadarnaet ar fiziañs e strategiezh arc’hant ar strollegezh, en ur blegenn m’eo stegn an traoù a-fet an arc’hant publik. Ganti eo bet sikouret hec’h amprest dre endalc’hennoù kentañ d’ober berzh gant ar bosterien, o deus maget fiziañs enni : 70 M€ savet diwar bresterien bublik : kef fiziañ ha tredeogañ, Bank postañ europat. Dont a ra ar Rannvro a-benn d’en em arc’hantaouiñ diouzh divizoù mat-kaer (prestoù war 10, 14 pe 22 vloaz) ha da skañvaat dre se karg an amprestoù.
An notenn « AA diawelad stabil »
Berzh a ra an amprest kentañ dre endalc’hennoù

 

 


Modifié le


Partagez ce contenu