info budget2015 depenses bzh

Treuzdougen ha mont-ha-dont - 353,4 M€

E 2015 e talc’h ar Rannvro gant he strivoù evit aesaat ar mont-ha-dont war-zu Breizh. War greskiñ ez a ar budjed gouestlet d’an treuzdougen c’hoazh hag en eil renk emañ bepred e budjed ar strollegezh.

Delc’her gant ar chanter « Breizh tizh bras »

  • Gant al linenn tizh bras (LTB) e vo ezhomm tost 3 eur evit mont eus beg Breizh betek Pariz a-benn miz Mae 2017 ha mont a ra al labourioù war-raok hervez an deiziadur a oa bet lakaet. War-lerc’h al labourioù a oa bet kaset da benn e 2014 (douarañ, ober 240 savadur) e vo staliet aveadurioù al linenn e 2015.

  • Delc’her a reer ivez da gempenn al linennoù Roazhon-Brest ha Roazhon-Kemper evit lakaat an tizh bras da vont pep lec’h e Breizh. E-pad ar c’heit-se, e penn kentañ 2015, e vo echuet gant ar c’hendiviz foran war ar raktres evit al linennoù nevez Kornôg Breizh Broioù al Liger (LNKBBL). Diwar se e vo gallet gwellaat c’hoazh an desservij er Rannvro.

An arc’hant lakaet evit sevel al linenn Breizh Tizh Bras
E 2014 e oa bet lakaet ar muiañ a arc’hant, da lavaret eo 150 M€, goude-se eo krog ar sammad da zigreskiñ, evel ma oa bet rakwelet (100 M€ e 2015)

Modernaat evit kaout ur servij THR a-zoare

  • E 2015 e talc’h ar Rannvro da vodernaat an ostilhoù evit kinnig ur servij treuzdougen beajourien a-zoare gant THR Breizh. Da skouer e vo implijet pemp tren nevez daou estaj dezho, ar Regio2N (17 tren nevez a vo resevet etre 2014 ha 2016, ar pezh a gousto 200 M€ en holl).

  • Dalc’het e vo ivez da wellaat an desservij ha da nevesaat ar garioù THR hag adalek 2015 e vo kinniget prizioù nevez izel ha kengret.

Hentoù : ober war-dro an HB 164 (Reter-Kornôg) hag an Triskell (Norzh-Su) da gentañ-penn

  • Lakaet e vo arc’hant gant ar Rannvro evit lakaat 2 x 2 forzh a-hed an HB 164, a vez graet hent Kreiz Breizh anezhañ. Rak fellout a ra d’ar Rannvro, da gentañ-penn, ober war-dro kempenn an desservij Reter-Kornôg en-dro d’an HB 164, ha Norzh-Su gant an Triskell (Sant-Brieg - Pondi - Gwened/an Oriant). Pouezet e vo c’hoazh evit lakaat al labourioù kempenn an HB 164 da dremen da gentañ da-geñver ar c’hendivizoù evit diazezañ ar gevrat raktresoù Stad-Rannvro da zont.

Raktres porzh Brest

  • Dleout a ray al labourioù evit kempenn porzh Brest abalamour d’e ziorren bezañ boulc’het e-kerzh eil c’hwec’hmiziad 2015. Kaset eo ar raktres-se war-raok gant ar Rannvro. Koustañ a ray 220 M€ hag ar pal zo, war un dro, aesaat d’ar bigi mont ha dont ennañ tra ma’z eus kevezerezh bras er mareoù-mañ e Frañs ha gant ar broioù all (dragiñ kanolioù dreist-holl), ha kempenn ur polder ha kaeoù evit degemer obererezhioù nevez liammet ouzh an energiezhioù-mor nevezadus.

Neveziñ an hentoù bageal hag an tiez-skluz

  • Evit an hentoù bageal, kendelc’her a ray ar Rannvro gant al labourioù evit neveziñ ar riblennoù hag adingalañ ar savadurioù, ar pezh a ranker ober da-heul an dourioù bras a oa bet er goañv tremenet (6,6 M€) e-ser delc’her da addegas buhez d’an tiez-skluz diannez ha d’an tachennoù tro-war-dro.

Kempenn an tiriad ha kenskoazell - 72,4 M

Fellout a ra d’ar Rannvro ma vefe diorroet Breizh en un doare kempouez, gant se e ro skoazell d’an holl diriadoù e Breizh.

Kevratoù kevelerezh nevez gant ar Broioù (2015-2020)

  • Sinet e vo kevratoù kevelerezh nevez gant an 21 a vroioù hag an inizi e 2015 : ar skoazell roet gant ar Rannvro d’o raktresoù diorren evit ar maread 2014-2020 (266 M€ dindan seizh vloaz) zo diazezet war ar strategiezh diorren termenet gant pep tiriad (gant sikour ar Rannvro) en-dro da dri zra bennañ d’ar muiañ. Diazezet eo ar c’hevratoù, dreist-holl, war an doujañs evit an diorren padus hag ar c’hempouez a-fet arc’hant. Gant ar Rannvro e vez skoazellet ivez ar re vreskañ e-touez an tiriadoù hag an dud, gant he folitikerezh war dachenn al lojeiz, ar yec’hed ha diorroadur an teknologiezhioù niverel.

An efed loc’h gant arc’hant Europa
Ar Rannvro eo ar bennadurezh nevez evit merañ ar Fontoù europat e Breizh hag emañ o vont da lakaat kreskiñ o efed loc’h evit an diorren lec’hel : lakaet e vo 367 M€ evit ar c’hevratoù kevelerezh e 2014-2020 : 266 M€ a-berzh ar Rannvro, 37 M€ a-berzh ar FEADER (programm LEADER) ha 64 M€ a-berzh ar FEDER.

Lañs zo gant ar raktres « Breizh Kas Uhel-kenañ »

  • Ar sindikad kemmesk e-Mégalis Breizh a zo bet karget, gant strollegezhioù Breizh, da zegas ar c’has uhel-kenañ e pep lec’h er rannvro. Tapet e vo muioc’h a lañs evit diazezañ ar rouedad niverel e gas uhel-kenañ pa vo staliet ar wienn optikel (budjed ar Rannvro : 21 M€ e 2015). Kroget e oa bet gant ar c’houlzad kentañ staliañ ar wienn optikel e 2014 ha dalc’het e vo d’en ober e 2015 gant sikour arc’hant ar Font evit ar Gevredigezh Niverel (151 M€) hag ar proramm europat Feder (95 M€).

Arsellva an tiriadoù

  • Diazezet eo bet Arsellva an tiriadoù gant ar Rannvro : bodañ an holl ditouroù a gaver evit kaout un anaoudegezh resis ha nevesaet eus Breizh. Dleout a reer, gant an arsellva, anaout gwelloc’h ar pezh a zo en dalc’h evit diorren ar vro ha diwar se sevel politikerezhioù publik hag a gloto ar gwellañ gant an ezhommoù el lec’h-mañ-lec’h.

Stummañ a-hed ar vuhez ha suraat buhez vicherel an dud - 120,7 M€

Stummañ ar re yaouank hag an dud a zo o klask labour

Emañ Breizh e-touez ar peder Rannvro e Frañs lec’h m’eo an izelañ feur an dud dilabour (8,6%), met uhel a-walc’h eo bepred e-mesk an dud n’o deus ket kalz diplomoù pe hini ebet zoken. Se zo kaoz e vo kreñvaet e 2015 an diarbennoù a oa bet kemeret gant ar Rannvro e 2014, da-geñver he folitikerezh a-fet stummañ micherel, evit skoazellañ da vat tud yaouank ha tud dilabour d’en em stummañ pe da cheñch micher.

  • Delc’her, er stummadurioù a-stroll, da niver ar plasoù digor d’an dud a zo o klask labour (500 plas a oa bet lakaet ouzhpenn e 2014)

  • Delc’her gant ar c’hevratoù da dapout ur varregezh evit ar re yaouank dindan 26 vloaz, delc’her gant ar stignadoù difer evit skoazellañ ar stummañ (chekenn stummadur, chekenn cheñch oberiantiz).

  • Diazezañ stignadoù stummañ difer evit bastañ da ezhommoù hag a zeufe war wel en un tiriad bennak (da skouer : an ezhommoù tuta en embregerezhioù lec’hel).

Ar sifroù : 7 M ouzhpenn
7 M€ ouzhpenn e-keñver 2014 zo lakaet evit ar stummañ, dreist-holl evit aesaat d’an dud dilabour kaout stummadurioù evit en em varrekaat ha gwellaat ar c’huzulioù hag an heñchañ.

Reiñ lañs da servij publik rannvroel an heñchañ

  • Breizh zo unan eus an eizh Rannvro hag a zo oc’h arnodiñ ur Servij publik rannvroel eus an heñchañ (SPRO). E 2015, abalamour da vastañ diouzh ar gwellañ da ezhommoù an dud, e vo aesaet ar moned d’arpourvezioù niverel ha sikouret e vo an aozadurioù kuzuliañ war dachenn an heñchañ, a vo lakaet en ur rouedad.

Implij, diorroadur ekonomikel ha neveziñ – 91,1 M€

Fellout a ra d’ar Rannvro skoazellañ ekonomiezh Breizh, dre-se, e 2015, e vo kresket eus 4,5 % budjed ar Rannvro gouestlet d’an ekonomiezh (91,1 M€ e 2015). Gant budjed 2015 e vo dalc’het da lakaat an obererien war dachenn an ekonomiezh da labourat evit reiñ lañs da ekonomiezh an amzer-da-zont e Breizh : un « ekonomiezh-c’hlas vreizhat » nevezus, hag a zegaso obererezhioù hag implijoù.

Un « ekonomiezh-c’hlas » evit unnek filierenn anavezet

  • Bet e oa 2014 ar bloavezh ma oa bet diazezet ar strategiezh nevez evit filierennoù an ekonomiezh-c’hlas  ; evit en ober e oa bet lañset obererezhioù resis evel ar steuñv labour-douar ha gounezvouederezh evit amzer-da-zont Breizh. E 2015 e venn ar Rannvro, e-touez an traoù d’ober da gentañ-penn, sikour an unnek filierenn, a anavezer e Breizh, pe e vefent hengounel pe nevez, da emdreiñ, da zont war wel pe da vezañ muioc’h digor an eil war eben.

An unnek filierenn
6 filierenn « diazez » -ar boued, gennad bigi-merdeiñ, an touristerezh, ar gennad niverel, an tangarrerezh, an difenn, a vo skoazellet da emdreiñ. - 5 filierenn uhel o galloudezh : ar bevdeknologiezhioù, an energiezhioù-mor nevezadus (EMR), ar sevel tiez/eko-sevel/eko-nevesaat, an eko-obererezhioù, ar yec’hed a vo skoazellet muioc’h, dezho da vont war-raok buanoc’h.

Broudañ ha harpañ an neveziñ

  • Graet eo an ekonomiezh-c’hlas ivez evit skoazellañ an neveziñ ha kreñvaat kevezusted an embregerezhioù. Gant ar Rannvro e vo harpet dreist-holl ar raktresoù nevezus troet war-zu ar marc’hadoù etrebroadel hag an obererezhioù neveziñ a gemer e kont an treuzkemm doare energiezh hag an neveziñ sokial. Dav eo gouzout ivez e vo dalc’het, e 2015, da ziorren an energiezhioù-mor nevezadus hervez ar sturfollenn a oa bet diazezet e 2014.

Un diorroadur padus eus al labour-douar hag eus ar gounezvouederezh

  • Graet eo ar Steuñv labour-douar ha gounezvouederezh evit Breizh abalamour d’ober d’an agroekologiezh mont war-raok o lakaat an tiez-feurm da vezañ efedus koulz e-keñver an ekonomiezh hag e-keñver an endro. Klask a reer e-giz-se, dreist-holl, sikour an dud d’en em staliañ ha harpañ an doareoù labour-douar padus a venn doujañan endro ha mont war-zu an emrenerezh a-fet energiezh ha boued (steuñv protein) evit an tiez-feurm.

  • Gant ar steuñv-se e vo skoazellet ivez an implij er gounezvouederezh hag aesaet e vo mont diouzh ar cheñchamantoù ekonomikel, ha war un dro e vo broudet ar postadurioù hag ar modernaat. Evel-se e fell d’ar Rannvro sikour lakaat ar gwerzh ouzhpenn da greskiñ, ar pezh a ranker kaout abalamour d’an embregerezhioù gounezvouederezh da chom kevezus e Breizh.

Ober muioc’h-mui evit ar pesketaerezh

  • Adalek 2015 e vo karget ar Rannvro da verañ ul lodenn eus diarbennoù ar FEAMP (43,8 M€). Graet eo an darn vrasañ eus diarbennoù-se evit reiñ ur sikour ekonomikel d’ar filierennoù pesketaerezh ha dourc’hounezerezh hag evit harpañ an obererezhioù lec’hel er porzhioù-pesketa pe er c’hoc’huioù-pesked, pe evit skoazellañ ar raktresoù kenwerzhelañ.

Ar budjet gouestlet d’ar pesketaerezh e 2015
Savet eo bet diwar ar steuñv pesketaerezh ha dourc’hounezerezh 2011-2015 met adwelet e vo peogwir eo bet degemeret ar FEAMP, ha diwar se e vo heñchet an doare ma vo roet ar skoaziadoù gant ar Rannvro.


Un deskadurezh digor war an amzer-da-zont ha war ar bed – 394,3 M€

Er renk kentañ emañ en hor budjed ha mont a ra d’ober kalon kefridioù ar Rannvro.

Ur gartenn boellekoc’h evit ar stummañ

  • Da-heul teir lezenn votet e 2013 ez eo d’ar Rannvroioù da sevel kartenn ar stummañ micherel, gant se eo bet cheñchet ar c’hefridioù hag ar stumm gouarn a sell ouzh ar stummerezh kentañ. Digarez he do Rannvro Breizh e 2015, gant ar c’hargoù nevez-se, da sevel ur gartenn boellekoc’h ha da wellaat an hentadoù stummañ, diazezet war ar soñj "Bak-3, Bak+3" (kinniget e-barzh Brastres rannvroel an deskadurezh uhel hag an enklask).

Digreskiñ priz ar stummañ evit suraat buhez vicherel ar re yaouank

  • Arabat eo e vefe koust ar skoliata ur skoilh evit mont pelloc’h gant ar studioù, se zo kaoz e talc’h ar Rannvro gant he folitikerezh reiñ sikourioù d’ar studierien er stummadurioù yec’hedel ha sokial (yalc’hadoù rannvroel), d’al liseidi e lisoù micherel ha d’an deskarded (dafar micherel, debriñ, mont-dont ha lojañ). War ar memes tro e vo dalc’het gant ar stummadurioù TGM digoust.

Postañ arc’hant el liseoù evit mont diouzh kresk ar boblañs

  • E Breizh ez a niver al liseidi war greskiñ kalz, en Il-ha-Gwilen dreist-holl (bro Roazhon) hag e norzh ar Mor-Bihan (bro Ploermael). Evit delc’her da reiñ stummadurioù diouzh ar gwellañ e vo lakaet ur budjed 120 M€ abalamour da lakaat sevel liseoù nevez e Ploermael hag e bro Roazhon ha da greskiñ liseoù all ouzhpenn al labourioù nevesaat pe adkempenn a zo rakwelet da-geñver ar programm nevesaat al liseoù. A-benn miz Gwengolo 2015 e vo digoret lise mor nevez Sant-Maloù, a zo ur skouer evit a sell ouzh an ekosavadurioù.

Servijoù a galite, perzhioù energetek ha niverel el lise

E 2015 e talc’h ar Rannvro gant e obererezhioù evit :

- Gwellaat perzhioù energetek ar savadurioù hag e-giz-se dispign nebeutoc’h evit mont en-dro ar skolioù. Gant rakprogramm ar postadurioù el liseoù e tremeno da gentañ ar raktresoù a lakay dispign nebeutoc’h a energiezh pe ar re a ray gant danvezioù nevezadus.

- Gwellaat kalite ar servijoù teknikel. Graet e vo gant skipailhoù teknikel bale (STB), lakaet e vo asambles ar servijoù kannañ el liseoù, tutaet e vo gwazourien evit degemer an dud hag evit delc’her kempenn an dafar urzhiataerezh : hervez al lezenn evit addiazezañ ar skol eo ret reizhañ niver ar postoù teknikel (2 900 hiziv an deiz), diwar se e vo gallet kinnig servijoù a galite el liseoù e 2015.

- Dafar pedagogel : aesaat d’ar skolidi ober gant an teknikoù niverel. Dalc’het e vo da strivañ evit aesaat d’al liseidi ober gant an teknikoù niverel (unan eus diazezoù pennañ lezenn Peillon)  ; a-benn ober se, dreist-holl, e vo kresket an debarzhadurioù ostilhoù hag aesaet an implij eus an danvez niverel.



Diwar an deskadurezh uhel hag an enklaskerezh e teu an neveziñ

  • Gouestlet e vo ur budjed 28 M€ e 2015 gant ar Rannvro evit an enklaskerezh hag an deskadurezh uhel. Gant ar budjed-se e vo arc’hantet, da skouer, ar « C’hampus niverel » breizhat a lakaer gantañ skolioù a live europat, etrerannvroel ha rannvroel en ur rouedad. Gwelet a reer aze strategiezh ar Rannvro war dachenn an deskadurezh uhel hag an enklaskerezh, hag a laka al liamm gant an ekonomiezh hag an implij e-mesk an traoù pennañ.

Sikour an deskardelezh evit 18 000 a yaouankizoù.

Delc’her a ra ar Rannvro, en un doare kreñvoc’h, da sikour an deskardelezh a zo ur gwir filierenn d’ar re yaouank da dapout barregezhioù ha da gavout o flas e bed ar micherioù.

  • Daoust m’eo bevennet strizh an traoù gant lezenn arc’hantaouiñ 2014, e talc’h da sikour an embregerezhioù enno betek 20 goprad a implij deskarded ha gant he skoaziadoù evit ar c’hemmesk hag ar c’henemprañ. Degas a ray ivez sikourioù nevez d’an embregerezhioù a implijo un deskard evit ar wech kentañ.

  • Ar sikourioù roet d’an deskarded (dafar micherel, mont-dont, debriñ, lojañ) a vo dalc’het.

Stummadurioù yec’hedel ha sokial evit bastañ da ezhommoù an dud

  • Gant he c’hefridi nevez a-fet kartenn ar stummañ e ranko ar Rannvro aozañ ur c’hinnig stummadurioù yec’hedel ha sokial diouzh an ezhommoù hag ober diouzh ma vo ingalet en un doare kempouez e Breizh. A-benn ober se ez eus bet ur c’hresk 5 % e-keñver 2014 er budjed gouestlet d’an dachenn-se.

  • E 2015 e tlefemp, da-heul breudoù meur al labour sokial, mont war-zu un emdroadur eus ar stummadurioù war ar micherioù sokial pa vo lakaet diazezoù boutin dezho moarvat. A-hend-all e vo prest pazenn gentañ ar c’henemglev gant ar skolioù-meur evit ar stummadurioù lezvezegel live III (bak+2) e 2015.

Reiñ lañs da yezhoù Breizh

  • Delc’her a ra ar Rannvro da ziskouez he youl da skoazellañ yezhoù Breizh en-dro da zaou ahel pennañ : treuzkas ar yezhoù ha lakaat anezho war wel er vuhez pemdez. Un trede ahel zo : lakaat Karta implij yezhoù Breizh da dalvezout e politikerezhioù ar Rannvro.

Kenemglev evit ar c’helenn divyezhek. Evit lakaat an Emglev evit an dazont da dalvezout e talc’ho ar Rannvro gant ar c’hendivizoù gant ar Stad evit diazezañ ur c’henemglev difer war yezhoù Breizh : lakaet e vo ar pouez da gentañ-penn war ar c’helenn divyezhek ha war an tuta kelennerien evit treuzkas ar yezhoù-se.

Endro -  21,3 M€

Gwareziñ an endro zo unan eus an traoù pouezus a zo e dalc’h evit an diorren padus. Kemeret e vez e kont e-barzh an holl bolitikerezhioù kaset da benn gant ar Rannvro, etre ar pezh a sell ouzh terkerezh an tiriad, kalite ar vuhez hag ar c’hresk ekonomikel.


Tra m’emeur gant an treuzkemm doare energiezh hag ekologiezh e klask bezañ « ekodiaraogerez » : sikour ar c’hresk glas, reiñ lañs da c’hennadoù ha doareoù ekonomikel nevez evel an ekonomiezh-c’hlas pe an ekonomiezh-kelc’h, obererezhioù arnodiñ ha neveziñ evel Steuñv sevel-tiez padus Breizh.

Delc’her kont eus kudennoù an hin

  • Da-heul 21vet Kuzuliadeg ar Berzhidi e kenemglev an hin (COP 21) e Pariz e tlefe ar Stadoù kemer un engouestl a-benn miz Kerzu 2015. Ar pal zo, bepred, un digresk 40 % eus an dilaoskadennoù gaz efed ti-gwer ac’hann da 2030, hag ar Rannvro a ray he lod gant ar chanterioù liammet ouzh ar Brastres rannvroel hin, aer, energiezh (BRHAE), ar Steuñvoù evit an hin, an energiezh hag an tiriad (SHET), an Ekonomiezh-c’hlas pe c’hoazh ar Brastres rannvroel a genstagded ekologel (BRKE), a zlefe bezañ degemeret da vat e 2015.

Un doare nevez da verañ an dour er Rannvro

  • E 2015 e vo lakaet ur politikerezh rannvroel nevez da dalvezout, kenurzhiet ha kaset en-dro gant Rannvro Breizh asambles gant tiriadoù Breizh, da-geñver Kuzuliadeg Breizh evit an dour hag ar meteier dourel. Gant an doare nevez-se da verañ an traoù e vo savet Steuñv Breizh evit an dour ac’hann da 2016,

  • E 2015 bepred e vo bloavezh diwezhañ ar Steuñv stourm ouzh ar bezhin glas (kaset da benn en 8 bae lec’h m’eo stank ar bezhin glas) : savet e vo ur bilañs a-raok mont pelloc’h.

Ur politikerezh uhelek evit an energiezh

Tri ahel pennañ a vo e 2015 :

  • Sikour an tiriadoù o reiñ lañs d’ar boukloù energetek lec’hel, d’ar savennoù evit nevesaat al lojeiz, hag o wellaat ar skoazell roet d’an ijinerezh tiriadel.

  • Diorren an energiezhioù nevezadus, an energiezhioù-mor dreist-holl.

  • Obererezhioù evit stokañ an energiezh ha krouiñ rouedadoù ijinek evit merañ gwelloc’h ar produiñ hag ar beveziñ tredan.

Gwareziñ ha talvoudekaat ar vevliesseurted hag al lec’hioù

War-lerc’h krouidigezh hec’h eil park naturel rannvro er Mor Bihan e fell d’ar Rannvro bodañ an oberien war ar vevliesseurted en ur rouedad. Ar pal : gwellaat efedegezh an obererezh publik ha talvoudekaat ar raktresoù hag al lec’hioù.
E 2015 e vo lakaet raktresoù ar steuñv obererezhioù evit ar « steuñvenn c’hlas » da dalvezout evit ar wech kentañ.

Touristerezh ha glad – 18,4 M€

Kendelc’her gant ar politikerezh nevez a-fet touristerezh

  • E-pad ur pemzek vloaz bennak e oa aet niver an douristed war zigreskiñ ha war a seblant ez eus paouezet gant an digresk-se war-lerc’h an hañvezh 2014 hag a zo bet mat. Fellout a ra d’ar Rannvro kendelc’her gant an obererezhioù a oa bet lusket da-geñver Brastres rannvroel an touristerezh evit kevezañ gwelloc’h ha sachañ muioc’h a dud.

  • Er bloaz-mañ e vo brudet da vat an 11 Lec’h touristel eus Breizh. Gant koulzadoù brudañ er mediaoù e vo klasket sachañ tud nevez.

Lakaat ar glad war wel

  • Delc’her a ray ar Rannvro e 2015 gant al labour diazez kaset da benn evit lakaat glad ar c’humunioù eus Breizh war wel ha treuzkas ar gouiziegezhioù dreist-holl dre al lec’hienn www.patrimoine.bzh.

  • Kendalc’het e vo ivez gant ar politikerezh evit gwareziñ ha talvoudekaat glad ar savadurioù o skoazellañ, evel bep bloaz, reneveziñ un 250 savadur bennak, anezho savadurioù mor, relijiel pe re all.

Sevenadur ha sport – 34 M€

Sikour a ra ar Rannvro kas un toullad obererezhioù war-raok evit brudañ Breizh, kalite ar vuhez enni hag, a-benn ar fin, an unaniezh sokial a zo enni.

Delc’her d’ar strivoù evit ar sevenadur

  • Er mareoù-mañ, pa c’hallfe pep hini ac’hanomp bezañ techet da lakaat traoù da dremen da gentañ, e talc’h ar Rannvro d’ar strivoù bras evit ar sevenadur (24,4 M€), kement ha diskouez e ro pouez d’an afer. Mont a ra dreist an diforc’h etre sevenadur gouiziek ha sevenadur pobl evit sikour an holl zoareoù krouiñ gant ma vezont gwriziennet mat er vro ha broudañ a ra da skignañ anezho pelloc’h eget Breizh hec’h-unan.

  • E 2015 e vo meret an obererezh publik war dachenn ar sevenadur asambles gant an obererien sevenadurel. Talvezout a ray an arnodiñ a-fet digreizennañ war an dachenn sevenadurel (a zo enskrivet en Emglev evit dazont Breizh) e 2015 evit ar sinema, al levrioù hag ar glad dizanvezel (yezhoù). Mat eo gouzout e vo staliet ur servij hepken evit respont d’an dougerien raktresoù a vo o c’houlenn bezañ sikouret.

Sport evit an holl

Kendelc’her a ra ar Rannvro gant ur budjed stabil e 2015 evit ar pezh a fell dezhi ober hervez tri ahel pennañ :

  • Lakaat muioc’h a dud na reont ket c’hoazh da bleustriñ ur sport bennak

  • Aesaat d’ar c’hleuboù ha d’ar sportourien a live uhel kevezañ ha chom e-mesk ar re varrekañ e Frañs

  • Sikour an aozerien abadennoù ha krogadoù sport anavezet e Frañs a-bezh hag er broioù all.

Delc’her a ray ivez da luskat an aozadurioù merañ er Rannvro gant ar soñj da implijout diouzh ar gwellañ ar stignadoù harpañ publik.

Europa hag etrebroadel - 2,9 M€

Ur programmadur europat nevez betek 2020

  • E 2015 e vo kroget da lakaat programmadur 2014-2020 e pleustr evit ar fontoù FEDER,FSE, FEADER ha FEAMP, a oa bet kroget e 2013 da gendivizout diwar o fenn. E-se emañ ar Rannvro o vont da verañ war-dro 780 M€ dindan c’hwec’h vloaz, pe e vefe war-eeun pe dre zileuriadur : 307 M€ a-berzh ar FEDER, 62 M€ a-berzh an FSE, 368 M€ a-berzh ar FEADER ha 44 M€ a-berzh ar FEAMP.

Ul lec’hienn Internet evit bezañ kelaouet war ar fontoù europat e Breizh
Adalek 2015 e vo digor an holl zielloù evit lakaat ar fontoù-se da dalvezout pe aesaat an traoù d’ar re a c’hall touch anezho. Rankout a ray ar Rannvro doujañ d’ar redioù a-fet kehentiñ ha priziañ keit ha ma pado ar programmoù-se. Hepdale e vo digoret ul lec’hienn Internet a-ratozh evit se.




Modifié le


Partagez ce contenu