Divizoù dalc’h an 30 a viz Mezheven hag ar 1añ a viz Gouere 2016

Ur steuñv evit an EBT, porzhioù ar rannvro, ar steuñv rannvroel evit dizarbenn ha merañ al lastez, ar steuñv evit al laezh hag ar filierenn-saout, eurioù nevez an TTB hag an THR....kavit an divizoù diwezhañ hag ar braz eus breutadegoù dalc’h diwezhañ ar C’huzul-rannvro e video

hémicyle du Conseil régional

Adrien Duquesnel

Diorren ekonomikel : ur framm nevez ha skoazellañ an EBT

En ur blegenn ma emdro rolloù pep hini a-fet kemer perzh en diorren ekonomikel, kinniget he deus ar Rannvro, da-geñver an dalc’h-mañ, heñchadurioù, palioù, un deiziadur hag un doare evit reizhañ he strategiezh war an dachenn-se. Ur c’hevelerezh nevez gant an DPKE, kargoù nevez evit harpañ an embregerezhioù, skoazellañ an EBT (Embregerezhioù Bihan-Tre), lakaet he deus ar Rannvro da bal bastañ gwell da ezhommoù an obererien ekonomikel. E deroù 2017 e vo gwiriekaet an heñchadurioù-se evit ma vo ar stignad nevez-se o vont en-dro buan.

Lenn an danevell

An danvez steuñv rannvroel evit merañ ha dizarbenn al lastez

A-benn 2017 e ranko ar Rannvro, hervez al lezenn ATNAR, sevel ur steuñv evit dizarbenn ha merañ kement seurtoù lastez a gaver (al lastez-ti dizañjerus, lastez ar sevel tiez hag al labourioù foran, al lastez dañjerus). Gant an treuzkas kefridioù-se e c’hallo ar Rannvro sevel ur gwir bolitikerezh evit un ekonomiezh-kelc’h, hag espern danvez e Breizh a-bezh. N’emañ ket ar Rannvro e-touez ar re washañ a-fet produiñ lastez-ti ; keit ha ma kresk ingal he foblañs e tigresk ar c’hementad lastez produet en andon eus 3% bep bloaz abaoe 2007. E 2014 e veze dastumet 220 kg/annezad e Breizh pa veze dastumet 269 kg/annezad e Frañs a-bezh. 90% eus al lastez-ti, e-skoaz 67% e Frañs, a vez kaset d’ar filierennoù talvoudekaat.

Lenn an danevell

Stad nevez ar porzhioù

E-pad dalc’h miz Meurzh diwezhañ en doa divizet ar C’huzul-rannvro mont war ar renk evit sammañ ar garg “perc’hennañ, terkañ, kempenn ha merañ” en 83 a borzhioù departamant a zo e Rannvro Breizh (kinniget gant al lezenn ATNAR eus miz Eost 2015 evit ar strollegezhioù a fell dezho). Goude bezañ aet e darempred gant Departamantoù Breizh, evit kavout diskoulmoù rannet a gouch gant dalc’hoù an tiriad. ez a ar C’huzul-rannvro war ar renk evit meur a borzh, evit sevel un daolenn nevez eus hollad ar porzhioù tro-dro da bevar ahel :

  • Kenderc’hel da ebarzhiñ reizhiad ar porzhioù kenwerzh e servij ur strategiezh rannvroel (enni e kaver porzhioù Sant-Maloù hag al Lege evit deservij Norzh Breizh, Sant-Maloù ha Rosko evit al listri-treizh, Brest, Konk-Kerne hag an Oriant evit ar sevel hag an dresañ bigi)

  • Sevel ur c’henlabour startoc’h tro-dro d’ar “pesketa e Breizh” (en ur grouiñ ur strollad a laz foran evit gwellekaat ar porzhioù-pesketa)

  • Labourat diouzh kefridi ar Rannvro evit deservij an inizi (kemer war he chouk ar porzhioù hag a zo o obererezh pennañ deservij an inizi)

  • Kadarnaat diorroadur ar sinergiezhioù evit an holl strollegezhioù


    Lenn an danevell

     

 

Ur steuñv hollek ha 30m€ evit dazont ar filierenn laezh/saout e Breizh

Gant ouzhpenn 5 miliard a litradoù laezh dastumet e chom Breizh, hag a-bell, ar rannvro gentañ e Frañs a-fet produiñ laezh. Enni e kaver tost 13 000 ti-feurm laezh ha kig. Ar filierennoù sevel saout, ganto diaweladoù ekonomikel kalonekaus, zo ur benveg evit terkañ an tiriad hag a framm ar maezioù. Evit harpañ ar filierennoù produiñ strategel-se da dalañ ouzh an enkadenn, en deus divizet ar C’huzul-rannvro kemer perzh en ur steuñv gant tri chanter

  • Kreñvaat kevezusted ar filierennoù sevel saout-laezh ha saout-kig  

  • Liesseurtaat ar c’hinnig produioù, krouiñ muioc’h a werzh ouzhpennet ha frammañ ar filierennoù produiñ

  • Kemer tro eus an tuioù ezporzhiañ

Gant ar steuñv-se e vo kreñvaet c’hoazh harp ar C’huzul-rannvro d’ar filierenn (hag he deus resevet ouzhpenn 110 M€ e 2015). Grataat a ra strivañ, e 2016 ha 2017, kement ha 30 M€ : 21,8 M€ ouzhpenn evit an DLEH (diarbenn labour-douar, endro hag hin) (8 M€ e 2016 ha 13M€ e 2017, 400 k€ ar bloaz evit ar pass’DLEH ; 2 M€ ouzhpenn evit kenderc’hel ha mont war-zu al labour-douar biologel (Klb ha Mlb); 3,5 M€ ouzhpenn evit modernaat ar filierennoù produiñ ; 200 k€ evit ar Pass’Bio (skoazellañ en em staliañ ha mont war-zu al labour-douar biologel) ; 2 M€ a brestoù a enor ; 500 M€ ouzhpenn evit skoazellañ ar stummañ.

Lenn an danevell

Kinnig TTB-THR nevez d’ar mare ma tegouezh al linenn tizh bras

E 2017, pa vo lakaet al linenn tizh bras da vont en-dro, e vo Roazhon war-hed 1e25 ha Brest ha Kemper war-hed un tammig ouzhpenn 3e00 diouzh Pariz (dre berzh ur gounid 37 mn etre Pariz ha Roazhon). Ur c’hinnig TTB-THR nevez, gant an eil o klokaat egile, a vo savet ha lakaet da vont en-dro evit ma vo tennet gounid eus an tizh-se gant kement lec’h a zo e Breizh. Savet eo bet ar c’hinnig TTB-THR-mañ diwar meur a bennaenn :

  • Gounidoù amzer evit Breizh en he fezh

  • TTBoù war-eeun evit an holl diriadoù, ar c’hêrioù krenn en o zouez 

  • Skignañ an tizh bras e-kreiz an tiriadoù gant ur c’henglokadur TTB-THR skouer, kirri-boutin herrek evit deservij gwell kreiz Breizh, gwellaat ar c’hennaskañ etre ar modoù treuzdougen.

An THR hag ar c’hirri-boutin rannvroel o do o flas dezho er raktres gant :

  • Ur c’hinnig THR skankoc’h ha gwelloc’h 

  • Trenioù modernoc’h, frankoc’h, digor d’an holl  

  • Tiez-gar renevezet

  • Un etremodelezh startaet

    Lenn an danevell

Pemp heñchadur evit diorren an energiezhioù-mor nevezadus

Breizh zo en he c’herz ur c’halloudezh uhel a-fet an energiezhioù-mor nevezadus (EMN). Divizet he deus diorren ar filierennoù EMN a-benn 2030, tro-dro da deir linenn-stur strategel :

  • Diorren ar rodoù-avel offshore war neuñv evit ma vo Breizh, hag an aodoù atlantel dre-vras, evel penn a-raok europat ar rodoù-avel war neuñv ; 

  • Bodañ an obererien ekonomikel ha diorren barregezhioù industriel Breizh evit an holl deknologiezhioù EMN ;

  • Klask diskoulmoù energiezh evit inizi Breizh hag an takadoù n’int ket kennasket.

Da-geñver an dalc’h-se en deus choazet ar C’huzul-rannvro heñchadurioù strategel evit pemp dalc’h anavezet evel traoù pouezus:

  • Kenurzhiañ ha steuñviñ an energiezhioù-mor 

  • Harpañ ar raktresoù korvoiñ an danvez

  • Harpañ obererezh ekonomikel hag industriel ar filierenn

  • Sevel an danframmoù rekis da zegemer an EMN 

  • Dedennusted ha levezon Breizh, titouriñ an dud.

    Lenn an danevell

Hag Ivez

Modifié le


Partagez ce contenu