Ar C'huzul-rannvro

Ar C'huzul-rannvro eo bodadenn divizout ar Rannvro. Divizout a ra peseurt durc'hadurioù reiñ d'ar politikerezh rannvroel ha bep bloaz, e miz Kerzu, e vez mouezhiet budjed ar Rannvro.
Kuzul-rannvro Breizh zo ennañ 83 c'huzulier-rannvro, a zeu eus pevar departamant ar Rannvro : Aodoù-an-Arvor, Mor-Bihan, Il-ha-Gwilen, Penn-ar-Bed. Dilennet int evit c'hwec'h vloaz hervez ar mouezhiañ hollek.
En em vodañ a ra ar C'huzul-rannvro ur wech bep trimiziad da nebeutañ en ur vodadeg veur (dalc'hoù). Etre an dalc'hoù e vez fiziet ul lodenn eus beli ar vodadenn er Bodad pad.

Prezidant ar C'huzul-rannvro

Ar prezidant, zo dilennet evit c'hwec'h vloaz gant ar vodadenn rannvroel, a embreg galloud erounit ar Rannvro hag ober a ra en hec'h anv.
• A-raok an dalc'hoù e vez prientet gantañ an divizoù kinniget d'an dilennidi da vouezhiañ. Ha gantañ e vez renet ar gaoz er vodadenn hag er bodad pad.
• War-lerc'h an dalc'hoù e laka seveniñ an divizoù zo bet kemeret, en ur gemer harp war servijoù melestradur ar rannvro, zo renet gantañ.
• Evit echuiñ, atebek eo eus budjed ar rannvro : urzhiañ a ra an dispignoù ha gourc'hemenn a ra ma vo kaset da benn ar c'haoudoù (amprestoù, taosoù ha tailhoù).

Gouzout hiroc'h diwar-benn Pierrick Massiot, prezidant ar C'huzul-rannvro

Burev ar C'huzul-rannvro

Ar burev-se a ya d'ober galloud erounit ar Rannvro. « Gouarnamant » ar rannvro eo, koulz lavaret. Ar burev, zo dindan aotrouniezh prezidant ar C'huzul-rannvro, zo ennañ c'hwec'h kuzulier-rannvro warn-ugent : ar pemzek besprezidant, ar seizh prezidant bodad, penndaneveller ar budjed, an dilennad dileuriet e diazezadur publik rannvroel ar font ha daou brezidant evit strolladoù ar muiañ-niver.

Ar bodad pad

Ar bodad pad, savet eus ar vodadenn rannvroel, zo dilennet hervez ar mouezhiañ kenfeurel gant ar strolladoù politikel zo er vodadenn. En em vodañ a ra ur wech bep miz ha kemer a ra, dre zileuriadur, an divizoù a ro tu da lakaat an divizoù mouezhiet gant ar C'huzul-rannvro da dalvezout.
Bodad pad Kuzul-rannvro Breizh zo ennañ seizh kuzulier-rannvro dilennet ha tregont : prezidant ar C'huzul-rannvro, ar pemzek besprezidant ha seizh prezidant bodad, pevarzek kuzulier-rannvro eus tu ar muiañ-niver hag eus an tu enep.

Bodadoù ar C'huzul-rannvro

Evit prientiñ an teulioù a-raok divizout e laka ar C'huzul-rannvro bodadoù dilennidi war-sav. Goulenn a ra o ali war raktresoù divizoù prezidant ar C'huzul-rannvro hag a vo mouezhiet warno.
Seizh bodad zo e Kuzul-rannvro Breizh : stummañ ; diorren an armerzh hag enklask ; terkañ an tiriad, isframmoù hag arc'hant ; sevenadur, glad ha sport ; endro hag endro bevañ, kengred, treuzkas barregezhioù, budjed ha dafar hollek.

Kuzul armerzhel ha sokial ar Rannvro (KASR)

Gant KASR e vez roet alioù war goulennoù a sell ouzh ar rannvro ha war an teuliadoù a vez kinniget dezhañ gant Prezidant ar C'huzul-rannvro. 113 dileuriad eus buhez armerzhel, sokial ha sevenadurel ar Rannvro zo e KASR. Dont a reont eus embregerezhioù ha micherioù nann gopret, sindikadoù gopridi, aozadurioù ha kevredigezhioù a gemer perzh er vuhez stroll hag, en o zouez, ez eus pennoù-bras anvet gant Prefed ar Rannvro ivez.


Modifié le


Partagez ce contenu