Diorren an armerzh

Ar rannvroioù zo karget da ambroug diorren armerzhel o ziriad e kempouez gant ar strollegezhioù all (departamantoù, kumunioù). Evit kas an neveziñ war-raok he deus divizet Rannvro Breizh harpañ an enklask, daoust ma'z eo ur varregezh a sell ouzh ar Stad da gentañ-penn.

Lenn politikerezh Armerzh hag implij ar Rannvro


Lenn politikerezh Enklask ar Rannvro

Ar stummerezh kentañ hag ar stummerezh dibaouez

E karg ar Rannvroioù emañ sevel, neveziñ, aveiñ al liseoù koulz hag o mont en-dro, gant, e-touez traoù all, merañ an implijidi n'int ket kelennerien hag a labour enno. Dielfennañ ha seveniñ a reont ar politikerezh rannvroel war an deskardelezh ha war stummerezh micherel ar yaouankizoù hag an oadourien zo o klask ul labour pe zo o klask mont war ur vicher nevez. Dibabet he deus Breizh ivez degas skoazell d'an deskadurezh uhel evit diorren ur c'hinnig stummañ kempouezet e-barzh ar vro.

Lenn politikerezh Liseoù ar Rannvro
Lenn politikerezh Stummerezh Micherel ar Rannvro
Lenn politikerezh Deskadurezh uhel ar Rannvro

Terkañ an tiriadoù ha treuzdougen

Ar Rannvroioù, zo anezho kevelerien bennañ ar Stad evit terkañ an tiriad, zo kefridiet da labourat evit diorren ar c'hêrioù hag ar maezioù e kempouez an eil re gant ar re all. Dibab a reont dreist-holl al lec'hioù da staliañ an aveadurioù bras, an isframmoù hag ar servijoù evit mad an holl hag evezhiañ a reont ma vo kempoell ar raktresoù aveiñ gant politikerezhioù ar Stad hag ar strollegezhioù all.
Evit an treuzdougen e reont o lod da vodernaat an isframmoù bras (hentoù, hent-houarn, porzhioù, aerborzhioù) hag aozañ a reont treuzdougen rannvroel an dud (tren ha karr-boutin TER). An dra gentañ d'ober evit Breizh zo sevel al linenn tizh bras evit mont eus Pariz da Vrest pe da Gemper dindan 3 eurvezh well-wazh.

Lenn politikerezh Tiriadoù ar Rannvro
Lenn politikerezh Treuzdougen ar Rannvro

Kalite ar vuhez hag ar sevenadur

An endro zo ur varregezh rannet anezhañ. Perzh a gemer ar Rannvroioù, a-gevret gant ar strollegezhioù lec'hel all hag ar Stad, en obererezhioù da wareziñ an endro ha da wellaat an endro bevañ. E Breizh e klasker, e-touez traoù all da gas wa-raok, kaout dour mat en-dro. Emellout a ra ar Rannvroioù ivez eus mirout ar glad ha diorren ar sevenadur hag ar sport war o zachenn.

Lenn politikerezh Endro ar Rannvro
Lenn politikerezh Touristerezh ha Glad ar Rannvro
Lenn politikerezh Sevenadur ar Rannvro
Lenn politikerezh Sport ar Rannvro
Lenn politikerezh Yezh ar Rannvro

Obererezhioù all da seveniñ kentañ-wellañ gant Rannvro Breizh

Daoust ma ne dennont ket da varregezhioù ret ar Rannvroioù, Breizh he deus divizet plediñ gant linennoù stur all, o kemer perzh en ur raktres e servij an dud hag ar vro.

Lenn ar politikerezh « Breizh 2.0 »
Lenn politikerezh Mor ar Rannvro
Lenn politikerezh Europa hag Etrebroadel
Lenn politikerezh Kengred ar Rannvro
Lenn politikerezh Kevatalded ar Rannvro
Lenn politikerezh Agenda 21 ar Rannvro


Modifié le


Partagez ce contenu