Ar c’hollok « Identelezhioù e Breizh » - Roazhon, 9 a viz Du 2012 e Skol-veur Roazhon 2

Fellet ez eus da Guzul sevenadurel Breizh ha da Skol-veur Roazhon 2 lakaat e-kerz an holl an titouroù hag ar prederennoù a-berzh ar skolveuridi diwar-benn an identelezh dre vras, ha hini Breizh dreist-holl.

Evit klevet pe adklevet ar pezh a oa bet lavaret dre video, klikit war ar roll amañ dindan :

 

« Emgavioù etrerannvroel war ar yezhoù hag ar sevenadurioù rannvro (RILCR) » – Roazhon ha Sant-Maloù, eus ar 26 d’an 28 a viz Du 2014

Bep bloaz e vez bodet en Emgavioù dileuridi eus un dek rannvro bennak eus Frañs, koulz re an douar bras ha re dramor, dezho da gendivizout war ar politikerezhioù evit brudañ liested ar yezhoù hag ar sevenadurioù rannvro, tennañ o mad digant skiant-prenet an eil re hag ar re all, ha kas oberoù da benn asambles.

 

Bodet e oa bet an dud e 2014 en-dro d’an tem :

« An adreizh tiriadel : Identelezhioù sevenadurel ha yezhel ha diorren an tiriadoù »

 

 


Modifié le


Partagez ce contenu