président CCBjpg

© Charles Crié

 

Besprezidant Ti ar Vro Kemper eo Bernez Rouz ha lakaat a ra e nerzh ouzhpenn daou-ugent vloaz zo er gevredigezh Arkae evit lakaat glad an Erge-Vras war wel. Diwar se e oa bet prezidant al lidoù da-geñver pemp-kant vloaz chapel Kerzevod. Savet en deus un ti-embann hag he deus lakaet 25 levr da zont er-maez diwar-benn glad ar c’hornad-se.

 

Embannet en doa, e 1998, Les Mémoires d’un Paysan Bas-Breton. An unanvet embannadur warn-ugent eus ar best-seller-se (400 000 skouerenn), bet troet e meur a yezh, a oa deuet er-maez e 2017 gant an ti-embann Arkae. E 2005 en doa embannet L’affaire Quéméneur-Seznec : Enquête sur un mystère, gant an ti-embann Apogée eus Roazhon. Bep Sul e ra war-dro ur gronikenn er gazetenn Ouest-France, diwar-benn Teñzor ar brezhoneg skrivet.

 

Bet eo Bernez Rouz kazetenner e Radio Frañs e Kemper, pennskridaozer e Amiens goude-se, ha dont a reas da vezañ pennskridaozer e Frañs 3 Hirwazh e Brest (etre 1997 ha 2007) ha karget e voe goude-se eus an abadennoù brezhonek e Frañs 3 Breizh (2008-2014).

 


Modifié le


Partagez ce contenu