Darvoud
Gouel daouvloaziek an arz a vremañ e Roazhon

Eus ar 15 a viz Gwengolo d’an 9 a viz Kerzu e vo dalc’het 3e Gouel daouvloaziek an arz a vremañ e Roazhon.

"Ar Pradennoù" : setu aze danvez 3e Gouel daouvloaziek an arz a vremañ ma c’hortozer un hanter-kant bennak a arzourien eus ar bed a-bezh er bloaz-mañ. En degouezh-se e vo krouet un ugent oberenn dibar bennak ivez. E meur a lec’h eus Roazhon hag er c’humunioù tro-dro e vo roet da welet oberennoù endroel, kizelladurioù, livadurioù, videoioù, filmoù, dielloù...

 Lec’hioù diskouez a bep seurt :

An diskouezadeg stroll dematek Ar Pradennoù a vo da welet e daou lec’h : e Frac Breizh (Dalc’had rannvroel an arz a vremañ) hag en Newway Mabilais, a oa bet Kreizenn ar pellgehenterezh.
An diskouezadegoù gant oberennoù un arzour a vo da welet e lec’hioù arz a vremañ hag a gemer perzh er gouel : 40mcube, kreizenn arz a vremañ ar C’hoc’hu, Kreizenn sevenadurel ar C’houldri, diskouezva Arz & Esae, Kabined al levrioù arzourien, Mirdi arzoù-kaer Roazhon.

Setu amañ roll an arzourien a vo diskouezet o oberennoù e Frac Breizh :

Bisan Hussam Abu-Eisheh, Gilles Aillaud, Michel Aubry, Zbynek Baladrán, Katinka Bock, Miriam Cahn, Luis Camnitzer, René Daniëls, Etienne-Martin, Carla Filipe, Lydia Gifford, Kees Goudzwaard, Vincent Victor Jouffe, Kiluanji Kia Henda, Jan Kempenaers, Ian Kiaer, Irene Kopelman, Kitty Kraus, Guillaume Leblon, Jochen Lempert, Gyan Panchal, Neša Paripovic, Eric Rohmer, Batia Suter, Nasrin Tabatabai ha Babak Afrassiabi (Pages), Francisco Tropa, André Valensi, Jackie Winsor, Želimir Žilnik

Gwelet al lec’hienn ofisiel

Skoazellet eo ar Gouel daouvloaziek gant ar Rannvro
Harpet eo ar gouel gant ar C’huzul-rannvro, hervez he folitikerezh sevenadurel bet degemeret e 2001. Ar pal eo reiñ da welet arz er vro ha kreskiñ ar sikourioù d’an arzourien ha d’an dud o deus raktresoù war an dachenn-se. Ouzhpenn-se e fell d’ar Rannvro harpañ ar pleustroù arzel ha sevenadurel, ar mod da dreuzkas anezho a rumm da rumm, al liesseurted sevenadurel hag ar glad sevenadurel dizanvezel.

Gouzout hiroc’h


Tags : Arts et culture

Publié le


Partagez ce contenu